CONFERENCE Ernest LE BARZIC En Breton

Thierry Châtel

Testenn prezegenn c’hallek Thierry Châtel war buhez hag oberoù Ernest ar Barzhig, graet d’ar 17 a viz Gouere 2021 e-stern festoù ha lidoù Goursez digor Mur-Breizh (er gumun nevez Gwerledan).

SK11  1 Devezh mat d’an holl.  Trugarekaat a ran an Drouiz-Veur /I\Morgan, Pêr-Vari Kerloc’h, da vezañ fiziet ennon ur gefridi vrav : reiñ un alberz eus buhez Ernest ar Barzhig, ha kinnig un tanvañ eus oberenn lennegel ar skrivagner-mañ, anavezet-mat dindan e anv-drouiz, Roh-Vur.     Trugarez vras, d’an Aotrou Maer Herve Le Lu, da Manue ha Herve Saguet.  

  Mil trugarez d’an Itron Annaig ar Barzhig, merc’h ar skrivagner, d’an Aotrou Yvon Abiven (bet kannad), mab-kaer Ernest ar Barzhig ha d’an aotrou doktor Dominik Hueber, mab ur mignon bras da Roh-Vur. O-zri o deus va sikouret da bennaouiñ eñvorennoù, titouroù ha dielloù.

     Gant levenez em eus boulc’het ar studiadenn-mañ, lusket gant ar c’hoant da c’hoût piv e oa aozer al levr am eus lennet hag hadlennet, Buhez ha Faltazi. Piv oa ar skrivagner a skoazellas an hini a renfe ma labour-doktorelezh, Pêr Denez, kelenner ijinek Skol-Veur Roazhon. Piv oa ar baleer, anvet Ernest ar Barzhig, am ‘oa kejet ha komzet gantañ war ur wenodenn-lanneg a Vur-Breizh, ur wech ma oan o klask harzoù ar brezhonegva !  

  Digoromp ar brezegenn-mañ dre un titl :

       ROH-VUR , SKOUER AN DROUIZED, AR VRETONED HAG AN DENELOUR

   Frammet e vo ma studiadenn war perzhioù mat Ernest-ar Barzhig.

  Dizoloomp ‘ta e hent-buhez brav, hag e oberenn lennegel talvoudus ha liesseurt. Gant ma c’hellin hadañ en ho kalon, ar c’hoant da lenn oberenn glok Roh-Vur, e brezhoneg hag e gallek !

    SK12     Ernest ar Barzhig a lâre e oa bet ganet e Breizh (e Kaouenneg, d’ar bevar a viz mae naontekkant seitek) …met e oa bet krouet e bro-C’hall e Toulon, e-pad bloavezh kentañ priadelezh e vamm hag e dad, is-ofiser-war-vor..

Pa oa ‘met ur bugelig anezhañ, e ouie dija ster e anv-tiegezh, bet displeget dezhañ gant an aotrou Person. Souezhusat planedenn : Nestig, a oa en e spered, perzhioù-mat… ur barzhig, un drouizhig zoken. Donezonet-bras, ennañ e virvilh endev ar c’hoant da gompren e endro naturel ha denel.

En un ti divyezhek e oa Nestig o vevañ ! Brezhoneg ar Roc’h a veze implijet gant e dad, pe c’halleg ; e gwirionez e tiflipe dreist-holl digantañ trefoedeaj brezhoneg toerien ha pilhaouerien ar Roc’h, anvet ar villaj, pe an tunodou. E vamm a gomze galleg reizh bet desket ganti e skol superior Lannuon, met brezhoneg a ouie mat. En ti e veve gante ar vamm-gozh a-berzh mamm, deol-tre, hag a ouie orezonoù-pareañ ha perzhioù al louzeier. E brezhoneg, hini Kaouenneg evel-just, eo e komze da Nestig ordin. Hag e lâre ne oa ket mat terriñ e benn gant galleg-podoù !  er beilladegoù e lenne ar vamm-gozh-se d’he mab-bihan, buhezioù ar sent, hag hini santez Genovefa a Vrabant alies! Goulennet e oa bet gant e gerent e vefe desket katekiz gallek da Nestig. Met ar paotrig a selaoue kentelioù e gamaraded a zeske o c’hatekiz, ‘tal-kichen, e brezhoneg ! Hag emberr e voe barrek Nestig da bediñ ha da ganañ kantikoù e brezhoneg ! Ha memes da lenn brezhoneg-beleg levrioù kozh e vamm-gozh !   En e eizh vloaz e konte dija kontadennoù… d’e genderv Yannig, enno seblantoù, ha loened drouk da lakaat anezhañ da vlejal gant an aon !

SK13   Pa oa daouzek vloaz  e voe bamet Nestig gant an dresadenn a oa war c’holoenn e gaier-skol : ur breizhad gwisket gant ur chupenn verr ha bragoù-bras, un tog ledan war e benn, e sell o barañ  war ur chapel, ul lann hag ar mor. A-us dezhañ e oa ar ger « Breizh » ! Awenet gant e spered drouizel moarvat e tresas un dervenn e-kichen hag e skrivas ur barzhoneg bihan, bet ijinet gantañ : «  O Breizh, ma bro garet, / Pegement da garan, ! Me gav din ec’h on stag stard ouzhit / Gant gwrioù da derv ken kalet... «  Boemet e veze Nestig gant ar c’hentelioù istor. 

 Ur Voereb dezhañ, Tintin Vari, ur gannerez, a oa anezhi ur vrezhonegerez lorc’h enni diwar he yezh, hag hi a gonte d’he niz konchennoù hengounel. Daoust ma oa berzet outañ komz brezhoneg e skol Kaouenneg, e c’halle Nestig mont e yezh e dintin gant e gamaladed er porzh-skol.  Goude marv ar vamm-gozh e tilojas familh Ernest da Lannuon. SK14   En ur c’haier e tastume Nestig aketus an darvoudoù istorel a veze danevellet dezhañ gant o amezegez, un dimezell eus noblañs uhel, lignez Yann a Veaumanoir, penn ar vretoned e Stourm an Tregont.

SK20  Daou vloaz war-lerc’h ec’h ae ar famill d’ar Roc’h da chom, ha setu Ernest e pañsion.

SK21  Pa oa ur c’hrennard anezhañ e plije dezhañ galoupat war varc’h-houarn gant mignoned met sot e oa gant al lenn c’hoazh. E holl wenneien a zispigne da brenañ levrioù, dreist-holl oberoù gallek Anatol ar Braz. Setu perak e plije dezhañ lâret : « Levezonet on bet gant ar Braz, ha n’eo ket un tamm bihan » !   Pa oa oc’h ober e servij war vor e Kêrvourzh e tizoloas Ernest ar gelaouenn Gwalarn dre ma oa bet  prestet ur skouerenn dezhañ gant e gamalad Rojer Praud.  Ar mignon-se a deufe emberr da vezañ barzh ar c’hoursez dindan al lesanv Pradig.

photo22  Levezonet emichañs gant eñvor e dad-kozh a-berzh tad en doa studiet en ur c’hloerdi e taremprede Ernest beleien hag e lakaas en e soñj bezañ skolaer kristen.

   E Mur-Breizh eo, lec’h ma oa skolaer, e kavas karantez e vuhez, Suzanne, speredek hag hegarat  eveltañ. SK23  Lidet e voe o eured d’ar bemzek a viz Gwengolo daou ha daou-ugent. Ernest a degemeras en e galon ivez koajoù bro-c’hlas e wreg.  Ar c’houblad kourajus-se, evurus, hep arc’hant bras, a vije brokus-kenañ gant izili o ziegezh ha gant o mignoned puilh. SK24 Pebezh tad karantezus e oa Roh-Vur ! ha donezonet-tre da desevel bugale ! Div yezh hor bro a veze desket dezhe, ha sevenadur Breizh, an dilhajoù breton zoken. Da geñver goursez Mur eizh hag hanterkant e tibunas e verc’h Anaig gwisket brav en doare hengounel. Bep sul beure, kanaouennoù hengounel a veze desket d’ar vugale gant o zad.  Pa vije aozet pourmenadennoù-familh, gant mignoned hag o bugale e lakae Ernest an holl valeerien da zizoleiñ ar gweledvaoù, istor ha mojennoù al lec’hioù, ha buhez al loened memes. Dominique Hueber en deus soñj da vezañ kemeret perzh gant plijadur er skolioù-hañv-se !

SK25    Mab henañ ar familh, Erwan, a voe ganet e Mur pa oa bet tapet c’hwec’h warn-ugent vloaz gant e dad Ernest. En un ti melen, stag da vereuri kerent ar vamm, Suzanne. En ti-kêr, ret e voe da Ernest tabutal ouzh ar sekretour a-benn rediañ anezhañ da skrivañ Erwan war ar marilh, un anv bihan eneplezenn hervezañ ! Tata Ernest a roe laezh da Wanig gant ur pod-bronnek, a roe dezhañ ouzhpenn chug frouezh gouez a veze wasket gantañ ! Mont a rae da bourmen gant ar poupig er c’hoajoù, dindan ar pevar amzer ! Evit ma vefe prizet an Natur gantañ !    E klasad e dad skolaer e veze ar skoliad Erwan e Mur. Tra ma oa Erwan studier evit mont da Vedisin e voe degemeret da Varzh gant ar C’hoursez. Tremen a rae vakañsoù e Kerne-Veur evit deskiñ kerneveg ha saozneg  e ti Pauley-White, Barh Mur Kernow. Hennezh a zisklerias da Roh-Vur : « Al liamm etre hom gorseddau e vo Erwan». Siwazh, an Aotrou Doue a c’halvas Erwan en e gichen, just a-raok na vefe bet achuet e dezenn gantañ. O feiz en Doue a skoazellas Ernest ha Suzanne da derc’hel da vevañ, sammet gant ar c’hañv hag ar glac’har. Roh-Vur a lâras d’e vignoned e oa bet sikouret o welet skinoù an heol a zegase buhez en edeier hag e bleunioù ar parkeier, evel ma tiskoueze e ranke ar vuhez bezañ kreñfoc’h eget ar gwalleurioù.  Evel-just, Ernest a oa ivez un tad burzhudus evit e ziv verc’h Gwenola hag Annaig. Karantezus, prest da sikour anezhe ordin evit o studioù. O mamm Suzanne a oa ivez karantezus.  SK26

  Ernest ar Barzhig a oa gwalc’het e galon gant e verc’hed Annaig ha Gwenola, ha gant e vab-kaer Yvon Abiven, a gendalc’he gant e voemenn gant Sevenadur Breizh, ha, pergen, evit yezh vrezhonek e hendadoù.

 E ti ar re Ar Barzhig, daoust d’o gopr bihan, e oa digor an nor ordin, pedet an holl da rannañ ar boued a veze war an daol ! Mignoned a zeue a bep lec’h (beleien, skolaerien). Gant gouestoni e ouie Suzanne melestriñ degemer ar vignoned. Pa veze ret da Ernest chom sioul ‘barzh e vurev, pa veze oblijet da vont e ti-dielloù Roazhon, eo Suzanne a rene buhez pemdeziek ar familh, a rae war-dro en ur aergelc’h efedusted ha levenez. Ernest n’en doa ket tremenet an aotre-bleniañ kirri-tan. Pa oa bev Erwan c’hoazh, eo gantañ, ar mab henañ, e veze bleniet gwetur an tiegezh da gas ar familh da bourmen war ar maez.    Gant Yvon Abiven hag Annaig Ar Barzhig e vez miret don en o eñvor prantajoù evurus ar baleadennoù-familh brav-se. Gant plijadur e yaent da weled o mignoned beleien (en Enez-Veur, e Logivi-ar-Mor), keneiled a oa mistri-skol anezhe, mignoned o chom e Bear, Buhulien, e Kêr ar Roc’h ‘lec’h ma veze anveet Ernest gant tout an dud ! Un digarez d’ober enklaskoù war emdroadur yezh e vugaleaj. Dastum a rae troioù-lavar gwenedeg ivez o pourmen e Sant Inan, oc’h adkavout brezhoneg Klegereg Tad Suzanne. E Roazhon e taremprede luskerien ar brezhoneg lennegel,  Alan Louarn, Pêr Denez hag Alan Bouessel du bourg.

SK27

   4   Ernest a skine kelc’hiadoù mignoniezh tro-dro dezhañ, mignoned a bep tu, o tont eus metoù sokial disheñvel.  En e di e teue amezeien, kerent-pell, mignoned, laouen da vezañ e-ser Ernest ha Suzanne. Digor bras e oa spered Roh-Vur :  Selaou a rae aketus e gengomzer a-raok reiñ un ali…  Komz a rae digudenn ken gant e genlabourerien eus ar skolioù prevez, ken gant skolaerien ar skolioù foran.    Beajoù en estren-vro a veze graet a-wechoù gant ar familh Barzhig, dreist-holl e bro-Gembre, ha Kerne-Veur, un digarez da adwelet mignoned barzhed o chom en tu all eus Mor-Breizh.  Jean-Jacques Hueber, na oa ket breizhat, ha na oa ket dedennet kalz gant ar relijion. Koulskoude e teuas da vezañ unan eus mignoned brasañ Ernest, ken plijet oa gant hennezh a oa haelsperedek. Dominique Hueber, mab Jean-Jacques, a veiz bremañ pebezh chañs en doa bet o resev digant Ernest, kement a c’hreunennoù sevenadur, o deus kemeret perzh e savidigezh e bersonelezh !  Dominique, pa oa yaouank, a vlenie ar c’harr-tan, ennañ e dad Jean-Jacques hag Ernest, o tivizout joaius war-zu baleadennoù sevenadurel. Ret e oa d’an daou gomper choaz mat  o flas, an eil hag egile o kaout bep a skouarn vat diouzh an tu mat rak pounner-glev e oant o daou diouzh un tu. Tost bouzard e oa Ernest diouzh an tu e oa bet gwastet e skouarn gant un tenn kanol e-pad e amzer-soudard. Pa vez aozet baleadennoù kentelius gant Dominique Hueber e treuzkas ‘pezh en doa desket gant Ernest.

SK 32    

     E vicher skolaer a blije kalz da Ernest ar Barzhig.  E gentelioù a briente gant aked. Neoazh, goût a ouie kelenn en un doare naturel, o treuzkas ar sevenadur evel ur c’honter. Tad an Aotrou Maer Herve Le Lu, Jean Le Lu, a oa bet skoliad Ernest ar Barzhig. En e eñvor ec’h adwele Ernest ar Barzhig o tont tre, ‘barzh e glas. Sioul ha seder ordin ! Mentet bras, un neuz vat a zen, Ernest a stalie e c’halloud hegarat.  O vezañ m’en doa ar skoliad Jean Le Lu bihan desket e gatekiz e brezhoneg e oa laouen ar Mestr Ernest o kaojeal gantañ en o yezh-vamm.

   Mestr-skol Mur-Breizh a gave displijus pedagogiezh pismigus an devezhiadoù stummadur a veze aozet gant an ensellerien. Selaouomp Ernest o tanevelliñ ‘pezh a reas gant e gamaladed fastet gant ar prezegennoù toull war an « diougonerezh arnevez» ! «Laosket hon oa hor c’heneiled da spazhañ buzhug hag e oamp aet, pemp den fur, gant ur voutailhad sistr fresk () e penn all eus liorzh ar skol, ar pellañ posupl evit ma ne glevfemp ken () pilpouzerezh ar bismigerien. »   En e zanevelloù eo ur mailh evit komz eus ar vugale vihan.   Ur bern kontadennoù a-zivout ar skolaerien a zo bet savet gant Roh-Vur. Pleustriñ a ra d’anavezout  istor ar skolioù lec’h ma vez o labourat. E 1954 ec’h embann istor Skol Sant-Job Kaezilieg. 

  SK41          Setu pelec’h e labouras Ernest ar Barzhig :

   Da gentañ e voe galvet da skolaer kristen e skol Sant Loeiz Mur.  (1938). Mestr-skol e voe war-lerc’h e Bear (e nav ha tregont), e Mael-Karaez (e un ha daou-ugent) hag e Mur adarre e daou ha daou-ugent.   Er bloaz unan ha hanter-kant e voe anvet, war e c’houlenn er Charente-Maritime, en ur skol renet gant e vignon Roger Praud. Hast gantañ da gaout ur post atebegezh en em stag da renerezh skol sant job Kedilieg e daou ha hanter-kant. SK42    E seizh ha hanter-kant e tivizas Ernest ha Suzanne mont da Roazhon da chom, evit aesaet hentennoù skolveuriek o bugale. Ar famillh a gavas ul lojeiz c’hwec’h warn-ugent, straed an eskob Mouezy. Degemeret eo Ernest war postoù kelenner, e skolaj santez Varia da gentañ (2 vloaz),  kelenner galleg ha saozneg e skolaj Sant Varzhin war-lerc’h, hag en dibenn, kelenner e skolaj an Azeulerezh, betek pevarzek ha tri-ugent.  Ret e voe da Ernest mont war e leve e miz gouere kent an termen rak fall e oa aet e yec’hed. Neuze ez eas an tiegezh ar Barzhig da Vur en-dro, da chom straed Kervos – adanvet abaoe en enor da Ernest ar Barzhig – e-lec’h ma voe falc’het trumm e-kreiz e nerzh-krouiñ. D’an unan a viz kerzu seiteg ha tri-ugent e kolle Breizh unan eus e skrivagnerien gwellañ ha puilhañ. 

SK43   

 6  D’e vab-kaer Yvon e tisklêrias Ernest ur wech : «   Ma feiz a zo hini ar glaouer.  Naturel ha didrouz e oa e vuhez kristen. E feiz a oa bevet e kreiz e diegezh, en iliz hag en e skol gristen.  Tamm-ha-tamm e oa desachet Ernest ar Barzhig gant ar prederouriezh drouizel, a sante tost-tre d’an denelouriezh kristen.

 Istorour e oa, ha goût a ouie e oa un drouiz alies dindan pep soutanenn sent kentañ hom bro. SK44

    Divizout a reas ar Barzhig emezelañ e tri aozadur a aroueze dremm teirlodennek an denelouriezh hunvreet gantañ : Urzh Marc’hegerien Sant Yann Jeruzalem (evit ar relijion), Unvaniezh Arvor e 1941 (da brederiañ war framm kevredigezh Breizh), hag e Breuriezh an drouized, Barzhed hag Ovizion  Breizh e 1948 (evit ar sevenadur istorel hag ar prederouriezh).

   SK45     SK46   War pajennoù Ouest-Eclair, er bloavezhioù tregont, e tizoloe gant from Gorseddau Pondi ha Rosko (34). En e ugent vloaz e yeas da sellet a-dost Barzhed ur c’hoursez digor e Perroz. Boemet e voe gant pep tra ! SK47   Mont a reas d’ar Roc’h-Derrien da sellet ouzh Taldir aet du-hont da enoriñ eñvor ar roc’hard Narsis Kelien. Er bloaz eizh ha tregont ec’h embann Ernest ar Barzhig e skrid kentañ er gelaouenn Breizh. SK50   Boemet e voe an drouiz-Veur Taldir gant levr Ernest «Mûr de Bretagne et sa région». Hag ur plas a varzh a ginnigas dezhañ e Gorsez Breizh.

     E miz gwengolo eizh ha daou-ugent e voe pedet Ernest da C’horsez kuzh Roazhon.   Anvet e voe Ar Barzhig da varzh Roh-Vur ez ofisiel. Un arouez eus e vuhez eo an anv-barzh en doa dibabet : rann kentañ Roh-Vur a veneg ar Roc’h-Derrien, kêr e vugaleaj, ha Mur, a veneg kumun e wreg Suzanne.  PH51    Displijet e oa bet Ernest gant prezegenn Berthou-Kerverzhioù a erbede  distro un drouiziezh pagan.  Birvidik e tremenas Roh-Vur un diplom war ar studioù keltiek degemet gant ar meneg mat. O labourat kourajus e kembraeg dindan askell ar c’helenner Falc’hun, o tastum geriadur al labour-douar evit Pêr Trepos e teuio a-benn da dapout un diplom studioù uhel a geltieg e 1950.     Neuze, karget e voe Roh-Vur da reizhañ skridoù brezhonek ar c’hoursez moulet war an Tribann.

     SK52 53 54  E 59, Roh-Vur, a skoazellas ur barzh kozh-tre, Césaire le coënt Mab Loïz, da embann lod eus e varzhonegoù.  Roh-Vur a gavas plijadur en ur c’horsez a oa bet aozet e Pempont o vezañ ma oa bet degaset an drouized betek lec’hienn al lidoù, dre girri sachet gant ejened.   SK55  E miz Mae 56 (c’hwec’h ha hanter-kant) e voe anvet Roh-Vur da zrouiz ar Poellgor. Karget e voe da skrivañ ur brezegenn hir war Ab Herve, Vallée, evit Gorsez digor Sant Brieg (1956). E studiadenn dispar a voe embannet gant Breuriezh ar Varzhed.

 sk56   Ha setu ar bloavezh eizh ha hanterkant. 

  E naontek kant eizh ha hanterkant e kinnigas Roh-Vur e vefe aozet Gorsez digor ar bloavezh-se e Mur-Breizh.  E miz ebrel e stagas gant an darbaroù : dibab a reas al lec’h, park chapel santez Suzanna.   An Ti-kêr a asantas prestañ salioù evit an emvodoù hag an diskouezadegoù.  Evit staliañ an isframmoù e vefe rekouret Roh-Vur gant e skolidi kozh er skolaj neuze.

   SK57 An aotrou Cléret, kadoriad Sindikad an douristelezh, a oa ouzhpenn perc’henn ha rener mengleuz Trevejean. Evit ur bennozh Doue e kinnigas mein ar C’hrommlec’h, ha koust un tourter hag e vlenier. Met ret e vefe labourat a-raok eurioù an devezh-labour boutin! Neuze, da bemp eur beure eo m’en em emgavas Roh-Vur, ar blenier-tourter hag ar gantonierien a-benn staliañ ar maen-log hag ar peulvanioù pounner!     Pebezh souezhadenn evit tud bourk Mur-Breizh pa voe dizoloet ganto al lec’hienn meurveinek nevez, a vefe da viken ur savadur-testeni eus bezañs an drouized !

 Roh-Vur a brenas bannieloù gwenn ha du ha lietennoù erminiget evit kinklañ ar straejoù.

Breudeur ha c’hoarezed ar C’horsez, a zeredas a bep-lec’h, niverus, eus Sant Malou, ha memes, eus Bro-Varoko !  Telennourezed a deuas a-gevret gant barzhed a Naoned. D’ar sadorn e voe roet prizioù lennegel en eñvor Taldir.     Da Roh-Vur e voe roet ur priz evit e werz vrezhonek, ur groaz kelt e feilhañs a lakas a-istribilh a-us d’e wele lec’h ma chomfe da viken!

  D’ar sul, goude bezañ en em gwisket en ti-kêr, izili ar vreuriezh a zibunas da heul ar gward-maezioù.     Pa oa deuet eur an overenn-bred, ne oa ket arruet an tad Aleksis, aluzener ar C’horsez. Kompren a reas Roh-Vur trumm e oa dale gant ar beleg kozh dre ma heuilhe eur an heol ! En ur rac’hoanat e asantas person Mur, lesanvet « Tonton Selest »,  da lidañ an oferenn en e blas, e Chapel Suzanna.

 SK62 Hag ar prantad hirc’hortozet a c’hoarvezas : an drouiz-veur Eostig Sarzaw a savas war ar maen-log. Ur studier yaouank, Marcel, a oa bet sikouret kalz gant Ernest, a zigoras al lidoù gant son e vinioù-bras !    Berzh bras a reas Roh-Vur gant an diskouezadeg levrioù en doa prientet.  

SK63  

  Evel Arouez-varzh e rene lidoù Gorsez Breizh. Liammoù kreñv en doa staget gant e vreudeur a Vro-Gembre hag a Gernev-Veur. :

   Roc’h-Vur e oa « mestr an arnodennoù » en anv ar c’horsez. Aterset e voe gantañ an diskibl… Gwenc’hlann ar Skouezeg. Laouen e oa Roh-Vur pa veze ar C’horsez digor e Pempont, un digarez da welet e vignoned Per Vallérie ha Yann Brekilien… Er c’hontrol, Ernest a gave displijus-tre daremprediñ Georges Pinaut. Hennezh a rebeche da Roh-Vur, e galleg ! da gomz ur brezhoneg chakerien-plouz. Roh-Vur a respontas dezhañ : Un enor glorius eo evidon kaozeal brezhoneg ar bobl! Ha ma ne chomfe ‘met unan, me an hini a dalc’ho ! »

 SK 64 65

  7   Ernest ar Barzhig a blije dezhañ kalz mont da bourmen en e-unan war ar maez.  Da vont da bourmen, en em wiske ordin en un doare cheuc’h ! Heuzoù uhel, bragoù marc’heger, jiletenn, kravatenn ha chupenn vrav, boned vask ha kabell du. Ha dav gant e bennvazh.

  War an hentoù, Roh-Vur a sante e galon leun a vadelezh evit ar Grouadelezh a-bezh.

    Buan e krogas spered, ene hag ijin ar Barzhig d’en em stagañ gant from ouzh bro e wreg Suzanne SK66   Alies e lâre : «    Ar Baradoz war an douar eo evidon koadoù Mur. »

/////////////////

SK71   Boemet e oa gant an Natur.      

   Ne oa ket un ispisialour eus perzhioù pareüs al louzeier met strivoù a rae evit debriñ boued yac’hus. Bemdez e tebre  ul loaiad greun ed en doa lakaet da gellidañ eñ e-unan ! Ernest Le Barzhig a oa un ekologour a-raok na vefe diouzh ar c’hiz.  Kinnig a rae doareoù poellek d’adlodennañ : hervezañ, e vefe mat skarzhañ lod eus ar girzhier bihan a ranne ar parkoù e logelloù douar re vihan bewech ma veze hanteret an douar etre an heritourien. Er c’hontrol, displegañ a rae e oa ret mirout ar girzhier koshoc’h bet savet tro-dro d’ar parkoù bras adkavet gante ment vras gwechall, da virout liesseurted ar buhezioù gouez ha da ziwall ar chatal. 

8  Gant an holl arzoù e oa dedennet Roh-Vur. Soniñ banjo a rae pa oa yaouank. Ar sonerezh klasel a selaoue gant plijadur. Lazoù o kanañ kantikoù e brezhonek ha sonerezh hengounel a gave dudius. Ne gane ket alies.

   SK72 Roh-Vur a blije dezhañ al livourien a ouie taolenniñ kened ar maezioù, pe pinvidigezh dibar hor sevenadur ; Camille Corrot, a foete bro eveltañ, a oa azaouezet gant Ernest. Tost d’e galon e oa evel-just an daolenn: « Porrastell Chapel Santez Suzanna e Mûr-Breizh. » Ur melezour eo ennañ prederouriezh Roh-Vur, ur c’henteuzadur etre mennozioù an drouized  (an derv) hag ar feiz katolik ( Porrastell ar chapel).    

    Roh-Vur ne denne ket poltredoù eus ar gweledvaoù a veze arvestet gantañ e-pad e bourmenadennoù. A-wechoù e rae un damdresadennn bennaket.

SK 73  9    Ivoulet e oa Roh-Vur gant ar meurvein evel pep drouiz, met ne brize ket ar vrizhkeltiegouriezh. Meurvein puilh ha heverk a gaver e tolead Mur-Breizh.

 Dre ma soñje dezhañ n’eo ket sirius klask kornandoned aze, pe skinoù tellurek, e plije kentoc’h dezhañ faltaziañ buhez wirion tud nevez-oadvezh ar maen.   SK74 Raksantout a rae Roh-Vur e veze ar peulvanioù panelloù-heñchañ meurdezus. Neuze, aes-tre e tegemeras martezeadoù e vignon Jean Lody a Rostrenen. Ar vein-hir a vefe bet panelloù o venegiñ al lec’hioù metal er c’hondon.

  SK 74 B  Padal, gant ur sell-drouiz eo, en doa dizoloet war gompezenn Ménéheiez, e Mur-Breizh,  ur maen ledan, drouizel hervezañ dre e stumm  tric’hornek. Liammet e oa hervez Roh-Vur ouzh teir feunteun gozh bet toullet e begoù un tric’horn douar. An tric’horn maen a vefe liammet ivez hervezañ ouzh furm triadek an triadoù barzhel. 

10  Adalek e vugaleaj hag e yaouankiz, e drivliadoù ha darvoudoù a gase Ernest ar Barzhig war-zu e blanedenn, bezañ skrivagner : Dirak ur gweledva eo awenet diouzhtu.  selaouomp Roh-Vur : «  Arvest lugernus tarzh-an-deiz en em ro din-me. Un flourder avielek a ren war ar vro, ken gwerc’h eo an aer ha ma oa da vare krouidigezh ar Bed. »

       SK81  Ret e vefe sevel un dezenn-doktorelezh war oberennoù Ernest ar Barzhig a-benn studiañ anezho mat-tre… An darn vuiañ eus e oberennoù a zo bet embannet hag adembannet war-lerc’h e varv. Lod eus al levrioù-se a vez kavet c’hoazh er stalioù. War ar genrouedad e kaver al levrioù koshañ, a eil dorn, pe er stumm PDF.

        Achuomp hom frezegenn dre ur veaj verr a-dreuz oberennoù Roh-Vur :

Da ginnig buan e skridoù em eus renket ar c’hwec’h levr warn-ugent bet embannet gant Roh-Vur e 7 rummad.

   Rummad kentañ :  En ur bern kelaouennoù en doa embannet Ernest ar Barzhig e destennoù, savet e brezhoneg peurvuiañ. Ur bern kontadennoù ha danevelloù, mui ur barzhoneg bennak, a veze strewet er c’hazetennoù da heul :   Brud, Brud Nevez, Bleuñ-brug, Barr-Heol,  Al Liamm, Dihun, Hor Yezh, Skol, An Tribann. (Ur priz lennegel a voe roet dezhañ gant departamant Aojoù-an-Norzh er bloaz hanter-kant da enoriñ e deskad pennadoù ha danevelloù.)

SK82   Eil rummad : 5 levr strollet enno kontadennoù ha danevelloù a-zivout e vuhez peurvuiañ.   

  Kôzioù Tintin Mari : kontadennoù a oa kontet dezhañ gant e dintin. Un dastumadenn bet prizet gant ar C’horsez (1964 / 1979)

  Kalonoù tregeriat   1979

      Daou zastumad  koñchennoù  ha danevelloù brudet,  

 Buhez ha faltazi  (1970, ademb 1984, Emgleo Breiz)  

 Minna ha danevelloù all (Hor Yezh 1988)

        Ul levrenn eñvorennoù tro-dro da C’horsez Vreizh:

   Eñvorennoù ur…barzhig  h yezh  1982

     Dediet e vez alies e goñchennoù d’e vugale, d’e vugale-vihan, pe c’hoazh, d’ur mignon, pe d’un den en doa awenet anezañ da geñver ur valeadenn.    

    SK83  Spered konterez hengounel e dintin Vari a vev en e zanevelloù brezhonek.

  E bal gentañ oa skrivañ evit ar bobl, evit ar vrezhonegerien a-vihanig, en ur brezhoneg tost d’ar yezh komzet rak diskleriet en doa :

« Ne vez ket lennet brezoneg gant ar bobl dre na vez ket roet HE brezhoneg d’ar bobl da lenn! »

     Alies e vez savet e danevelloù,   war darvoudoù gwirion.

Diskouez a rae na pouezus e vez kontañ buhez an dud vunut,  darvoudoù bihan a lak ac’hanomp da gompren ar gevredigezh, an istor vras zoken ! Setu perak e komze eus ar vartoloded, eus ar glaskerien-vara, eus al labourerien-douar, eus ar velein divrud…        

     Gant e bluenn e oa ur c’honter c’hoazh. Mestr  ar gomz dre skrid  e oa !  Ur c’honter eo, a gomz d’al lenner e komze alies ! O lâret dezhañ, sell ‘ta  a-drek ar brousgwez-mañ hag e weli ur yourc’h, ur porc’hell gouez pe ur gwiñver !

    SK 84    En unan eus e zanevelloù hepken em eus kavet un dodenn drouizel a-grenn. Er skrid-se, ar baleer Roh-Vur a gej gant Korrix, Roue ar gorriganed. Kleze Arzhur en e zorn, ec’h adoubas Roh-Vur da varc’heg en ur lâret :   sk 85 « Dre c’halloud  Kaledvoulc’h, ra vi hael ha dispont ! » Met neuhe Lagad an heol, adskedet gant laonenn Kaledvoulc’h, o teviñ malvennoù ar skrivagner o hunvreal, a zihunas anezhañ ! 

    Fent, from, donder, skañvded, lusk, a gas al lenner war-du dibenn pep kontadenn, fin pep danevell, souezhus-tre alies.

SK86   Trede rummad :  Pemp troidigezh eus troioù-kaer istorel :

   Pêr Denez, kelenner skol-veur Roazhon, en doa kroget, en e yaouankiz, da dreiñ e brezhoneg oberennoù Paul Féval. Pediñ a reas Roh-Vur da wellaat hag achuiñ e labour a-benn gallout embann un dastumad levrioù e brezhoneg lennegel, pinvidikaet gant livioù brav yezh naturel ar bobl, bet desket a-vihanig gant Ernest. Gant plijadur en em stalias ar c’henlabour frouezhus-se etre an daou vignon, skrivagnerier ken ampart o-daou.

SK 86 Q   Ar bleiz gwenn, skol, Le loup blanc, Skol, 1977

                Boudig an Aod, La fée des grèves, Mouladurioù Hor Yezh, 1987

                D’an hini gaerañ,    A la plus belle   Skol, 1977 

                Ar Vleizez, La louve, 1995, Hor Yezh

   SK 87          Valantina a Roc’han, Valentine de Rohan, Skol,1980

SK 88    Pevarvet rummad  ennañ  7 levr.

     E galleg, Ernest ar Barzhig en deus savet un degad unstudienn awenet dezhañ gant gweledvaoù,  ar batisoù, hag istor al lec’hioù-se :  

      « Histoire d’une école depuis 1854 »,. Istor Skol Sant-Job Kedilieg en doa labouret enni (e kazetenn Deaniezh Sant-Neven) 1954

     La Roche-Derrien et ses environs, et le Barde Narcisse Quellien, 1955.

     Loguivy de la Mer, perle d’Armor, et son écrin : le Goëlo, 1969

 SK89  Un dornad levrioù, resis-tre, war Mur-Breizh :

Mûr-de-Bretagne et sa région, 70 p, 1947, kresket e adembannadur 1957 (400 p).

Images de la Bretagne centrale, plegfollen, 1950

En Suisse bretonne (région de Mur), 1965

   L’île-Grande, Enez-Veur, et ses environs (1972)         

SK 90    En e aez e oa oc’h implij e ziv yezh-vamm, galleg ha brezhoneg !   Dedennet e veze zoken gant teirvet yezh hom bro, ar gallaoueg, a gleve e korn-bro Mur-Breizh. Pa glaske orin ar gerioù e veze studiet gant Ernest ur bern yezhoù eus ar bed !

     E galleg ‘ta eo e tivizas sevel levrioù henchañ evit an douristed, levrioù a-dalvoudezh lennegel !ar galleg a veze arveret gantañ evit bezañ lennet muioc’h.    Dre e studioù galleg – latin e oa barrek-tre war ar yezh c’hallek hag ar stil klasel.

   Labourat a rae kalz a-raok skrivañ, o furchal en dielloù, o lenn ‘pezh oa bet skrivet dija war e danvez, o tastum gerioù diwar c’henoù ar bobl dre enklaskoù war an dachenn !

   Ernest a lâre : «  Ar c’hlask a zo stank   /  Ar c’haved alies a vank. »

       Klok-tre e vez levrioù touristel Ernest :  Deskrivañ a ra  istor ar gumun, ar batisoù,  sevenadur ar vro,  ar vuhez a-vremañ, an armerzh.      Menegiñ a ra bommoù eus skrivagnerien vrudet

    Pep lenner a c’hall ober ur bern baleadennoù diwar titouroù levrioù touristel Roh-Vur. 

  SK 91    Studiañ a ra an anvioù-lec’h brezhonek.

   Un drugar eo lenn ar studiadenn hir en doa graet war an Tunodo, trefoedach ar Roc’h, en e levr diwar-benn Ar Roc’h-Derrien. Labourat a reas en ur geñveriañ ar renabl bet savet gwechall gant Narcisse Quellien ouzh ar rollad gerioù en doa-eñ desket gant e dad, ur roc’hard anezhañ.  A-wechoù, Roh-Vur a implij ur ger Tunodo bennaket en e zanevelloù, evel « tiar » (kozh), un dornad (un toullad krampouezh).      En e levr war Mur-Breizh e kinnig ur renabl eus bruzhun yezh vrezhonek an takad-se, war harzhoù ar brezhonegva, puilh ennañ gerioù o tont eus ar gallaoueg !

   Pempvet rummad :   2 levr gouestlet da diegezhioù liammet outañ :

  Sur les traces d’une vieille famille bretonne (les Crec’hiou), 1969

  A St Malo les Magon

   Evit danevelliñ amzer dremenet e vro,   en doa Roh-Vur kavet un doare, dielfennañ ar familhoù kenstrollet enni ! familhoù ar bobl hag ar familhoù nopl.

   Sikouret gant e vab Erwan e studias buhez familh e vamm-gozh a-berzh tad, ar C’hrec’hioù, un noblañs uvel. War-lerc’h e stagas gant un noblañs uheloc’h, an tiegezh Magon. 

SK 92   C’hwec’hvet rummad :

  3 levr a gont buhez tud pouezus hervezañ en emsav breizhek, denelourien anezho dreist-holl.

  Jean Choleau, son œuvre, ha…  La Fédération régionaliste bretonne, unvaniezh Arvor.  1966

 Le général comte Yves de Boisboissel, barde de bretagne (1967)

SK 93  François Vallée-Abhervé, grammairien et lexicographe, sa vie, son œuvre,  1956.

 SK 94 :    Roh-Vur a zisplege pep tra gant ur sell madelezus

SK97   Seizhvet rummad : 4 levr enno tudennoù o talañ ouzh an istor, ouzh gwagennoù feuls  impalaerouriezh, hag ar gomunegezh.

         Loeiz Lezongar, ur romant, a lak ac’hanomp da zizoleiñ ar prosezioù a strafuilhas bed ar sevenadur breizhek da vare an Dieubidigezh. (1968)    Kizidik-tre e oa Roh-Vur ouzh ar justis

   Ma emgann evit Iwerzhon, diwar emvuhez-skrid an emsaver iwerzhonat Dan Breen (Skol, 1978)    

SK 98   Mougev an drouiz : troidigezh ul levr troioù-kaer bet savet gant Aodh de Blacam. Ennañ harozioù yaouank a zo splujet en henamzer Iwerzhon, ‘lerc’h ma kejont gant ur bobl gourajus, drouized ha roueed kelt dieub, SK99 en ur enebiñ ouzh Fomoreed drouk. En eil lodenn eus al levr  en em gav an tudennoù a-gevret gant Iwerzhoniz a stourm ouzh yev Breizh-Veur.

 E Mougev an drouiz c’hoazhe kinnig notennoù yezhoniel, o tisplegañ orin ar gerioù gouezelek, o keñveriañ anezho gant gerioù tost er yezhoù kelt all.  

     Sk 100  Ti Vatriona, troidigezh un danevell gant Soljenitsyn), SK 101 La maison de Matriona (1976).   SK102    Dre e daolenn eus buhez skouerius ar vaouez-se a dalc’h da vont reizh a-dreuz ur gevredigezh diskiant e savas Roh-Vur ur bravig lennegel !

   En ur vousc’hoarzhin e kontas d’ur mignon : «  Un aozer-levrioù n’on ket ken bremañ, nemet un troer istorioù ar skrivagnerien all ! »

      Gant ar Barzhig e veze gwisket e yezh saourus gant daou zoare-skrivañ disheñvel. Ne oa ket ur gudenn evitañ implij pe ar skolveurieg, pe ar peurunvan.   Deuet e oa a-benn da c’hoveliañ ur yezh o veskañ, kempouezet mat, brezhoneg poblek ha bev gant brezhoneg lennegel arnevez.  

SK 123       Klañv e oa kalon Roh-Vur en e vloavezhioù diwezhañ. Ar poanioù a sante en e vruched a ziougane dezhañ e vefe berr an amzer a chomfe gantañ da skrivañ.   D’e vab-kaer Yvon Abiven e tisplegas e oa en e soñj prientiñ adembannadur e levr war Kêr ar Roc’h, hag e vefe e gwirionez e labour lennegel diwezhañ en galleg. Birvilhet gant strivoù e vab-kaer Yvon hag e verc’h Gwenola da ziorren skolioù Diwan, en doa  divizet Roh-Vur ne skrivfe adalek neuze ‘met levrioù brezhonek ! Nag a oberennoù dudius evit ar skolidi nevez en defe savet Roh-Vur ma ne vefe bet marvet just er prantad ma teuas a-benn Yvon ha Gwenola da zigeriñ ur skol nevez! 

    D’an daou a viz Kerdu naontekkant seitek ha tri-ugent, ene Roc’h-Vur a guitaas e gorf, da vont d’ar Bed-All, hini an Anaon.

  Suzanna Le Barzic (bet ganet Le Custumer), gant kalon ha youl, a deuas a-benn, a-hed he buhez, da virvidikaat he familh unanet gant ar garantez, daoust d’ar c’hañvoù a reuzias he ziegezh  : marv  he mab henañ Erwan e 1965, marv he gwaz Ernest e 1977, marv he merc’h Gwenola e 1979 en ur gwallzarvoud-karr-tan.   

Hervez Ernest ar Barzhig, an eneoù diwelus a chom en ardremez ar c’hrouadurioù bev karet gante. Hag evidomp-ni, al lennerien vev, emañ ene Roh-Vur o tridal c’hoazh en danevelloù brav en deus legadet deomp.

            Setu perak e

     Kuzulian ‘ta deoc’h mont da bourmen war roudoù baleer hegarat Mur.

     Da brederiañ war amzer da zont Breizh, ha, evel Ernest ar Barzhig, bezañ  fur.

     Lennit, adlennit, levrioù gallek ha levrioù brezhonek an drouiz Roh-Vur !

Da beurechuiñ, selaouomp alioù fur roet deomp-ni gant Roh-Vur :

« Chomomp bepred dorn ha dorn,

Kalon ouzh kalon,

Dre ‘n em gar ‘n’eil egile

Breizh vo glorius hep dale. »