DICOURS MAEN LOG DIGOR 2020

Prezegenn war ar Maen Log 2020

Intron eil-prezidantez Kuzul rannvro Breizh, Intron Kuzulierez Rannvro, Dileuriadez ker Goursez Kerne Veur, Aotrou Maer Ploeneg, Aotrou Maer Gwaïen, Aotrounez hag Intron Maered ar C’hab, Breudeur ha C’hoarezed, Aotronez hag Intronezed amañ war al lec’h.

Ar c’hleñved-red en deus rediet ac’hanomp da lakaat ur maskl war hor fri met ivez siwazh ! war hon daoulagad. Sklaer eo memes tra kentel ar vosenn he deus graet he reuz e kement bro zo tout. Sklaer egiz lagad an naer :  hep poan ha sikour labourerien an ospitalioù e vije bet spontus levezon ar c’hleñved-red war yec’hed ar boblañs.

Araok an enkadenn ‘vat e oa dija ar vedisined hag ar c’hlañvdiourien o tiskregiñ diouzh o labour da stourm a enep an dienez hag ar gernez kouezet egiz ar Voj war an ospitalioù. Ha koulskoude en deus graet  pep hini anezho e zever betek penn. Poent bras eo dihanañ da foara ar servijoù publik graet evit mad an holl. Lezenn an Arc’hant bras a gas ar bed en drouziwezh : ar c’henskoazell ne vez ket prenet war ar marchallac’h.

Masklet eo bet ivez an dra-mañ : abaoe m’eo bet doñvaet al loened gwez gant mabden, omp bet lakaet penn eus penn gant ar c’hlenvejoù-red. Dre forzh digoadañ war an ton bras, emaomp tal ouzh tal gant kontammoù nevez. Tagañ an endro n’eo ket diriskl tamm ebet : kement-se a laka hor buhez en arvar.

Dallet eo bet hon daoulagad gant ar maskl ivez o virout ouzhomp da gaouet sonj eus an tangwalloù ramzel en Aostralia, fin ebet dezho, er bloaz paseet hag e penn kentañ ar bloaz mañ. Pep hini neus gwelet bevliesseurted ar vro-se o vont da ludu  da heul. Du hont pa vank dour e teu da vezañ un taol kaer evit ar varc’hadourien. Pa teu an dour da vezañ rouez e teu ivez da vezañ keroc’h, kouerien a ra freuz stal, met piv zo nec’het ?

Un dra a bouez bras n’eo ket bet lakaet war wel : gwir pep hini war ar bed da gaouet dour yac’h ha mat da evañ evit ur priz dereat. Anzavet e oa bet ar gwir-se e miz Gouereñv 2010 gant Bodadeg Veur ar Broadoù Unanet. Met Lezenn an Arc’hant bras a fell dezhi muioc’h-mui ren war marc’had an dour. Ac’hann da 2030 e c’hellfe kreskiñ ar goulenn war an dour eus hanterkant dregant ha neuze e vo un toull en hor peadra eus daou ugent dregant.

Evel m’hel lavar Maud Barlow aet ganti e 2005 ar Right Livelihood Award, ar priz Nobel mod all: « An dour n’eo ket ur varc’hadourezh » hag hi o c’houlenn e vije anzavet gwir an dour evel unan eus gwirioù Mabden.

Sevel a ra ar C’hoursez a du gant ar goulenn-se peogwir eo ar re baourañ hag a c’houzañv hag a c’houzañvo c’hoazh abalamour da c’hoantegezh ar rastellerien war ar marc’hajoù bras. Ouzhpenn daou vil-milion a dud war ar bed a ziouer dour mat da evañ. Kalz deus outo a zo klañv ha lod a ya da anaon. Ha pa vez ar gernez hag an dienez o ren, n’emañ ket pell ar brezel o klask dont war o lerc’h.

Karomp ar vuhez, mignoned ha doujomp dezhi, greomp gant ur spered lemm da zispartiañ moc’h ha marc’h.

Lakaet eo ar C’hoursez Digor dindan gwarez Reun Killivig

Reun Killivig a oa bet ganet d’an 13 a viz Mae 1879 e Ploeneg hag aet d’an Anaon d’an 11 a viz Ebrel 1969 e Paris. Anavezet eo evel ur c’hizeller hag ur priour a faeson. Tud dister a oa eus e familh. E dad a oa martolod koulz ha mañsoner. E vamm, Marie Breneol, a oa bet ganet e Kereval war vord ar ster Waien hag e varvas amañ er vorc’h en ti bihan en tu all d’an hent bras. Ar brezhoneg a sunas, war barlenn e vamm, an hini a yeas da vartolod da gentañ ha da galvezour da c’houde.

Dre ma oa deut abenn da gaouet ur yalc’h a drugarez d’an Aotrou Bail eus Plozevet e yeas da studiañ ar gizellerezh e Paris goude se.

Dont a reas da vezañ diskibl e Goursez Lokorn e 1912 ha degemeret e voe da varzh e Goursez Henbont e 1913. Koulskoude e skrivas kement-mañ da Yves Lefèbvre rener ar gazetenn « La Pensée Bretonne » e 1913 : « Deut zo kelou din un tammig e pep lec’h e vefec’h a enep krenn d’ar brezhoneg ha da emsav ar Varzhed diazezet war ar yezh-se. Setu me brezhoneger koulz ha barzh, ne c’hellin ket morse bezañ ezel ur strollad a enep krenn d’am sonjoù uhel. » Enoriñ a reomp hiziv unan eus hon tiegezh speredel.

Goudese e voe trapet gant reuz ar brezel. Setu penaos e savas en e spered ar sonj-mañ: lakaat delwennoù mammoù pe tadoù e kañv da ziskouez glac’har ha poanioù an dud war monumant ar re varv. War lerc’h ar stourmoù etre ar fozioù-brezel e chome soudarded gloazet dilezet abalamour d’an tennoù fuzuilh pe mindrailherez a goueze evel barradoù kazarc’h hag ar paourkaezh tud se o vervel en ur c’hervel o c’hamaladed da sikour. Tamm ha tamm e teuent da doc’horaat hag e tigreske nerzh o c’hlemmoù hag alies e veze o c’homzoù diwezhañ kement-mañ «Mamm, saveteit ac’hanon, Mamm sikourit ac’hanon». Awenet e veze monumañchoù Reun Killivig gant karantez ar peoc’h ha gant ar skrij ma oa ar brezel. Un humenist e oa heñ ha stad ennomp peogwir e oa barzh en hor breudeuriezh.

Discours du Grand Druide

Première partie

La cérémonie de la Gorsedd Digor est placée sous les auspices de René Quillivic.

René Quillivic est né le 13 mai 1879 à Plouhinec et mort le 11 avril 1969 à Paris. Il est connu et reconnu comme sculpteur et céramiste de renom. Il venait d’une famille très modeste. Son père était marin et maçon. Sa mère, Marie Breneol, était née à Kereval sur les bords du Goyen et elle mourut ici au bourg, dans la petite maison de l’autre coé de la route départementale. Celui qui fut d’abord marin puis charpentier têta la langue bretonne avec le lait de sa mère.

Etant parvenu à obtenir une bourse du Conseil Général, il alla étudier la sculpture à Paris

Il devint disciple à la Gorsedd de Locronan en 1912 et il fut admis comme barde à la Gorsedd d’Hennebont en 1913. Voici ce qu’il écrivait à Yves Lefèbvre, directeur de la revue « La Pensée Bretonne » en 1913 : « Il me revient de divers côtés que vous seriez hostile à la langue bretonne et au mouvement bardique qui s’appuie précisément sur la langue bretonne (….). Donc moi, bretonnant et barde, je ne pourrais faire partie d’un groupe contraire à mon idéal ». Nous honorons aujourd’hui quelqu’un de notre famille spirituelle.

Il fut ensuite pris dans le tourbillon de la guerre. Voilà comment lui vint cette idée de placer des statues de mères ou de pères en deuil pour montrer l’affliction et la douleur des gens sur les monument aux morts qu’on lui commandait. Après les combats, il y avait des soldats blessés abandonnés entre les tranchées, à cause des tirs de fusils et de mitrailleuses qui empêchaient de les secourir et les pauvres malheureux restaient mourir en appelant leurs camarades. Progressivement, ils s’affaiblissaient et l’intensité de leurs plaintes diminuaient et leurs dernières paroles étaient souvent «Mère viens me sauver, Mère vient à mon secours». Les monuments réalisés par René Quillivic étaient inspirés par l’amour de la paix et l’horreur de la guerre. C’était un humaniste et nous sommes fiers qu’il ait appartenu à notre fraternité.

Deuxième partie

Madame la Vice Présidente du Conseil Régional de Bretagne, Madame la Conseillère Régionale, Chère Déléguée de Cornouailles, Monsieur le Maire de Plouhinec, Monsieur le Maire d’Audierne Mesdames-Messieurs les Maires du Cap Sizun, chers Confrères et chères Consœurs, Mesdames-Messieurs.

La pandémie présente nous a contraint à mettre un masque sur notre visage mais hélas également sur nos yeux. Les leçons de l’épidémie qui a secoué tous les pays sont claires. Elles sont claires comme de l’eau de roche : sans le travail difficile et l’aide des personnels hospitaliers, l’atteinte à la santé de la population aurait été dramatique.

Pourtant avant cette crise, les médecins et les personnels hospitaliers étaient en grève pour lutter contre l’austérité et la disette qui étaient tombées, telle une guigne, sur les hôpitaux. Et pourtant chacun d’entre eux a fait son devoir jusqu’au bout. Il est plus que temps d’arrêter de brader les services publics qui sont là pour le bien commun. La loi de l’argent roi mène le monde à sa perte : la solidarité ne s’achète pas à l’encan !

On a mis également un masque sur un autre fait : depuis que l’homme a domestiqué les animaux, nous faisons face à des épidémies. A force de déforester à tire-larigot, nous sommes confrontés à des nouvelles contaminations. Agresser l’environnement n’est pas sans risques : cela met notre vie en péril.

Le masque a également aveuglé notre vision, nous empêchant de nous souvenir des gigantesques incendies interminables qui ont ravagé l’Australie l’année dernière et au début de cette année. Chacun a pu voir s’envoler en cendres la biodiversité. Là bas quand l’eau manque, ce sont de bonnes affaires pour les marchands. Quand l’eau devient rare, elle est plus chère, des agriculteurs font faillite mais qui s’en inquiète ?

Une chose fondamentale a été cachée : le droit de chacun dans ce monde à avoir de l’eau saine à un prix raisonnable. Ce droit a été reconnu en juillet 2010 par l’Assemblée des Nations Unies. Mais la loi de l’argent roi entend régner de plus en plus sur le marché de l’eau. D’ici 2030 la demande en eau pourrait augmenter de 50 %, provoquant une déficit de 40 % des ressources.

Comme le dit Maud Barlow, récipiendaire en 2005 du Right Livelihood Award, ce prix Nobel alternatif: « L’eau n’est pas une marchandise » et elle demande que le droit à l’eau soit reconnu comme l’un des Droits de l’Homme.

La Gorsedd aussi partage cette demande parce que ce sont les plus pauvres qui souffrent et souffriront encore de la cupidité des accapareurs sur les marchés. Plus de deux milliards d’êtres humains manquent d’eau potable. Beaucoup d’entre eux sont atteints de maladies et nombreux sont ceux qui meurent. Et quand la disette et la misère règnent, la guerre n’est pas longue à s’inviter à leur suite.

Aimons la vie mes amis, respectons la et gardons un esprit clair pour analyser les choses.