Er bloaz-man e vez lidet dek ha tri-ugentved deiz-ha-bloaz dieubidigezh Breizh eus yev an naziegezh.
Karout a rafen trugarekaat aman Gorsedd Beirdd Ynys Prydain evit ar skoazell roet d’ar brizonidi vreizhat warlerc’h ar brezel. Gorsedd Beirdd Ynys Prydain a santas mat penaos Taldir, Drouiz Meur Goursez Breizh ha stourmerien all a oa bet lakaet en toull en un doare direizh. Mont a reas e darempred gant kannaded Kembre e Breujou Breizh-Veur, gant Kannati Bro-C’hall, gant Ministr ar Reizh e Bro-C’hall. Kaset endro gant Kuzul an Eisteddfod hag an Arc’hdrouiz Crwys, Y Parchedig William Williams, e c’hellas ur stropad dileuridi a Gembre dont da vizitan an emsaverien en toull-bac’h. En o rentan-kont hag a reas « evel ur maen pa gouezh en ur poull-raned » hervezh Taldir, e lavaront e oa bet tamallet lod e gaou hag e c’houlennjont un distaoliadeg evito ha ma voe adsavet Goursez Breizh. Gouzout a ouzomp ivez e voe profet un ambulans da ospital Sant Nazer gant ker Kerdiz. Diolch yn fawr i’r Orsedd ac i bobl Cymru !

Trugarez a laran ivez da Gorsedh Berdh Kernow evit an degemer mat-eston roet epad ar brezel d’ar Vretoned harluet e Breizh-Veur. Dindan paeroniezh ar gevredigezh « The Friends of Brittany » (Mignoned Breizh) renet gant an Aotrou George Hunter Doble, Gwas Gwendron e anv-barzh, e oa bet sikouret ivez emzivaded hag intanvezed an dud lazhet dindan aloubidigezh an Almanted. Lidet e voe ar vreudeuriezh etre hon div vro war an ton bras e Penzans d’ar bemp a viz Gwengolo 1942 gant ar Cornish Breton Committee leviet gant an aotrou Scobel-Armstrong. Gouzout a reomp ouzhpenn labour a bouez Gwas Gwendron, ur mignon gwirion eus Breizh hag he fobl, evit yezh ha sevenadur Kerne Veur. Trugarez e anv Pobl Vreizh da Gorsedh Berdh Kernow. Meur ras dhe’n bobel ha dhe’n Orsedh Berdh Kernow !

Saludin a ran ivez gant doujans ha from an ugent bennak a izili ar C’hoursez a stourmas evit ar Frankiz hag an Demokratelezh hag dreist-holl en o zouez ar re a roas o buhez evito : Fanch Stephan, Alc’hweder Kreisker, bet fuzuilhet d’ar 6 a viz Gouere 1944 e Brest, Adrien Delavigne, marvet d’an 19 a viz genver 1945 e kamp-bac’h Mauthausen, Pierre Ropert, kaset da Dora da gentan, da Bergen-Belsen da c’houde, devet bev en ur c’hranj gant an SSed e Gardelegen, Louis Aubert, marv e Kamp Bac’h Neuengamme e miz mae 1945, Loeiz an Dall, barzh Rouzig ar Menhir, reseour bras an tailhou, harluet dindan evezh diouzh Landerne gant gouarnamant Vichy e Rostren abalamour m’en doa en em lakaet a-du gant ar Saozon. Eno e varvas gant an nec’hamant d’an 2 a viz c’hwevrer 1944.

Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzhez Veur ha dileuriad ker a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl da geňver ar C’hoursez Digor en deiz a hiziv.

Saludiň a ran an intron Lena Louarn, isprezidantez Kuzul Rannvro Breizh e karg eus Yezhoù Breizh. Gwall laouen omp hiziv o tegemer ur wir stourmerez kement hag un dilennadez youlet-mat da gas waraok an danvez bet fiziet enni. Fellout a ra din saludiň ivez hor mignonez ha c’hoar eus ar C’hoursez, Mona Bras hag a zo ivez, vel ma oar an holl un ezel oberiant eus Kuzul Rannvro Breizh. Me garfe trugarekaat ac’hanoc’h ho taou evit an enor skuillet warnomp gant pennadurezhioù uhel ar C’huzul.

Fellout a ra din menegiň ha saludiň unan all eus ho kenvreudeur ha n’emaň ket amaň, an aotrou Jean Michel Le Boulanger an hini eo, isprezidant Kuzul Rannvro Breizh evit ar respont dispar graet gantaň d’an aotrou Jean-Marc Ayrault hag a fell dezhaň soubaň Breizh en ur podad drailhoù-moc’h eus Le Mans evit fardaň ur rannvro faos, chimik ha divlaz hag a rin me anezhi « la Région Bordeau-Chesnel ». Degas a rin da sonj an ao. Jean-Marc Ayrault lugan ar vruderezh : « Nous n’avons pas les mêmes valeurs ».

Degas a rin da sonj dezhaň ivez abalamour da betra oa bet staget Naoned ouzh Angav e doug ar brezel-bed diwezhaň : abalamour ma oa eno ur renadurezh eus ar Wehrmacht hag ivez abalamour ma oa aesetoc’h ouzhpenn labour ar polis ! Arguzennoù iskis n’o deus netra da welet gant diazezoù ar Republik. Un nebeut goulennoù hon eus memes tra d’ober ouzh an Aotrou Ayrault :

Digant piv e ranko ar Vretoned goulenn an aotre da zifenn o yezh hag o sevenadur er rannvro moc’h ha marc’h a fell deoc’h sankaň deomp ?
Peseurt banniel a vo lakaet da nijal war hon tiez-ker e tal an triliv ha banniel Europa ?
Peseurt banniel ivez war plakennoù hor c’hirri tan ?
Petra teuio da vezaň ar Point.bzh evit hor chomlec’hiou, ur raktres bet skoazellet gant ar Rannvro ?
Piv a vo e karg eus aferiou ar mor hag ar vartoloded ?

Breizh n’he devezo ket mui zoken ar gwir da vezaň ur wir rannvro met un isrannvro ha tra ken. Adsevel a ra Jean Marc Ayrault a benn ar fin ar pezh a veze anvet Marziou Breizh er Grenn Amzer. Pebezh spered arnevez, vat !

Kredit lavaret, aotrou Ayrault, asamblez gant ho kenseurted evel an impalaerien frankeg araozoc’h : « Aon hon devez rak ar Vretoned rak n’int ket Fransizien e gwirionez, prest int da zilezel Bro-C’hall. Aon hon devez rak ar Bonedoù Ruz pa nac’hont ma vefe sammet Breizh gant taillou war an henchoù bras ».

Aon ha disfiziaňs o vagaň ho sorc’hennoù hepken : n’eo ket sirius tamm ebet. Ne glot ket gant kalite unan hag a zo bet kentaň ministr !

Evit gwir emaň ivez Jean Marc Ayrault o klask plasoù nevez evit teuler revr tudjentil evel an ao Auxiette e kenkaz vefe hennezh dilabour rak n’eo ket sur tamm ebet o defe ar broioù tro war dro ezhomm anezhaň ma vefe didroc’het ur wech c’hoazh kartenn ar rannvroioù. Saving Private Auxiette ! Asinus asinum fricat !

Goulenn a ra Goursez Breizh ma vefe doujet da volontez ar bobl : hervezh ar sontadeg goulennet dek devezh’zo gant ar gevredigezh Breizh Unvan, 55 dre gant eus an holl Vretoned a sav a-du gant Breizh Pemp departamant, ha nemet 6 dre gant evit ma vefe kemmesket Breizh gant ar Pays de Loire, 8 dre gant e miz ebrel, war zigresk emaň ar savboent-se neuze.

Goulenn a ra ar C’hoursez ma vefe nullet an amantamant Da Silva, hennezh o reiň kement a bouez da ali ur rannvro o koll un departamant ha da alioù an departamant e unan hag ar rannvro ouzh e zegemer. Ret e vije ouzhpenn dont a benn da vodaň tri fempved eus ar mouezhioù e barzh an tri c’huzul e kont. Kazi dibosupl da seveniň, setu un amantamant hag a vir ouzh an traou da vont waraok !

A enep tout an troidelloù-se e c’houlenn ar C’hoursez ma vefe goulennet o ali dre referandom digant tud al Liger Atlantel koulz ha digant re an departamanchoù all a Vreizh.

Daoust hag en defe an tu kleiz aon rak ar bobl ?

Delc’her a raio ar bobl da sevel e vouezh pelloc’h, koulskoude.

Evel er bloavezhioù tremenet, e vo Goursez Breizh e Naoned d’an 18 a viz Mae 2014 da geňver an Daoliad Vras.

Graet e vo ul lid en enor d’ar Winiennerien a Vreizh hag a gevret gant kompagnunezoù all evel ar Varc’heien Bretvin da skouer.

E giz se e tiskouezo ar C’hoursez penaos e sav a du gant stourm ar Winiennerien evit kaout ul label Gwin a Vreizh o talvezout kement hag idantelezh, brud vat hag oberiantiz ekonomikel, traoù a bouez evit krouiň plasoù-labour ha madoù e Breizh.

Dre m’emaň ar bed politikel o tidroc’hiň Bro-C’hall ur wech c’hoazh d’ober rannvroioù nevez ha dre ma’z eus tu marteze da zaskor Bro Naoned d’he bro orin, e teu donedigezh ar C’hoursez e Naoned da vezaň un arouez a zoare.

Ouzhpenn-se e vo lidet ar pemp kantved deiz-ha-bloaz eus marv Anna Vreizh hag he doa graet he seizh gwellaň da zifenn gwirioù he bro.

Met benn ar fin e vo tro ivez da ebatal asamblez gant mignoned, da gejaň gant tud a faeson ha da ziskouez hor fizians e amzer da zont Breizh, hor bro.

Karout a rafen saludiň amaň hiziv Archdrouizez Kembre Christine James hon eus bet an enor bras da zegemer e Goursez Breizh daou vloaz zo bremaň, saludiň ivez pobloù Keltia hag o dileuridi. Diolch yn fawr am eich croeso !

Stourmerien sevenadur hag identelezh Breizh a zo aet ar maout ganto abaoe ar bloaz tremenet e keňver daou boent arouezius
da gentaň ez eo bet anavezet ar festoù-noz gant an UNESCO evel glad sevenadurel dizanvezel an denelezh. Ar fest noz zo bet adlaňset war lerc’h ar brezel bed diwezhaň ha deut eo da vezaň bremaň ur merk anat eus personelezh pobl Vreizh. Un dra a bouez eo anaoudegezh an UNESCO, a gav deomp peogwir ez eo evelse war an dachenn etrevroadel anzavet pobl Vreizh hag ivez ar perzh degaset ganti da familh vras an denelezh. N’eo ket siwazh memes tra en he bro dezhi hec’h unan rak emaň atav e goulou bezaňs nemetaň ar bobl c’hall. Republik Bro-C’hall ne c’hell ket pe ne fell ket dezhi kentoc’h anzav ez eus pobloù all o vont d’ober pobl c’hall.

Un eil paz waraok eo bet trec’h stourm ar gevredigezh pointbzh skoazellet gant Rannvro Breizh. Goulenn a rae ar Vretoned ma vefent bet gouest da gaout chomlec’hioù ebostel gant bzh, lizherennoù tennet eus Breizh anv hor bro a vez gwelet muioc’h mui war hor c’hirri-tan. Bez’ e c’hello neuze ar Vretoned diskouezh splann o identelez dirak ar bed a bezh. Un dra vat hag a gas waraok ar c’hoant da vezaň anavezet evel pobl.

Ne c’hellan ket menegiň amaň an holl dud hag a stourm bemdeiz evit sevenadur hor bro dre o fluenn, o mouezh, o barregezh war dachenn an arzoù, ar sonerezh, ar bolitikerezh met saludiň a ran o c’halonegezh diblegus evel Drouiz Meur Goursez Breizh.

Stourm ar pobloù keltiek all zo bet atav ur skouer frealzus evidomp-ni, Breizhiz, ha ra gendalc’ho hor breudeuriezh da virviken !

Keuz hon eus koulskoude n’eo ket bet doujet d’e bromesa niverenn c’hwec’h hag hanterkant gant ar Prezidant Hollande ; kadarnaat Karta Europa ar Yezhoù Rannvro. Ret eo kemm lezenn veur ar Stad c’hall evit ma vefe posubl hen ober. Pevar ministr ginidig a Vreizh a zo er gouarnamant hiziv. Ur c’hannad breizhat warnugent a zo er Parlamant, an holl a du evit ma vefe kadarnaet ar Garta. Kuzul rannvro Breizh a ro e vouezh da glevet ivez. Kelaouennoù Bro C’hall a gomz eus ur « Breizh Power ». Spi hon eus e teuio a-benn ar galloud-se asamblez gant sitoyaned hor bro da cheňch penn d’ar vazh !

Hir oes i heddwch rhwng y Cymry a’r Llydawyr !
Hir oes i gyfeillgarwch a brawdoliaeth yr holl bobloedd celtaidd!
Hir oes i frawdgarwch a heddwch y byd i gyd!

Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzhez Veur ha dileuridi a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl war an dachenn-maň en deiz a hiziv. Fellout a rafe din da gentaň saludiň hor mignonez ha c’hoar eus ar C’hoursez, Mona Bras hag a zo ivez, vel ma oar an holl un ezel oberiant eus Kuzul Rannvro Breizh. Me garfe trugarekaat anezhi evit an enor skuillet warnomp gant pennadurezhioù uhel ar C’huzul.

Fellout a ra deomp ivez saludiň Christine James an Arc’hdrouizez da zont rak evit ar wech kentaň ez eus bet dilennet ur vaouez e penn Goursez Kembre. An dra se a ziskouezh ur wech ouzhpenn eo digor kement karg da bep hini en hor Goursezoù diouzh an dellid ha paz diouzh ar reizh. Goulenn a ran digant hor mignonez Mererid digas da Gristine James hor gwellaň hetoù a berzh Goursez Breizh.

Pour ha trinchin a zo reiň d’ar bloavez tremenet abaoe ar C’hoursez diwezhaň.

Pour hep mar ebet p’hon eus gwelet e oa bet degemeret ar festoù noz gant an UNESCO evel glad sevenadurel dizanvezel an denelezh. Eus an estrenvro e teu ar vrud vat-se. Un trec’h eo bet keloù an anaoudegezh-maň evit an holl re a stourm diehan evit sevenadur Breizh. Anavezet eo Pobl Vreizh e gwirionez war an dachenn etrevroadel tra ma ‘z eo dianavezet koulskoude en he bro dezhi hec’h unan o vezaň m’emaň hor pobl e goulou bezaňs nemetaň ar bobl c’hall. Sonjal a ran en un den hag a zo bet ur mestr dispar evidon, da lavaret eo Loeiz Roparz. Gant hennezh’vat ‘z eus bet roet laňs d’ar festoù noz war lerc’h ar brezel. Saludiň a ran hiziv gant grad vat un touller-hent, un den trec’h gant nerzh ar galon hag gant feiz en e bobl hag en e vro.

Pour hon eus da reiň c’hoazh p’hon eus gouezet e oa aet ar maout gant ar gevredigezh pointbzh skoazellet gant Rannvro Breizh. Bez’ e c’hello neuze ar Vretoned diskouezh splann o idantelezh en ur c’houlenn kaout ur chomlec’h ebostel gant teir lizherenn tennet eus anv o bro. Un dra vat hag a gas waraok ar c’hoant da vezaň anavezet evel pobl. Dont a raio ar gwir ganeomp, tudoù.

Ar C’hoursez a zo lorc’h enni hec’h unan o welet e talc’h da vont pelloc’h ar stourm kroget ganti evit reiň da Vreizh arouezioù eus hec’h idantelezh. Eus renkoù ar C’hoursez e teu ar banniel Gwenn ha Du ha Bro Gozh Ma Zadoù ur c’han oc’h ober tamm ha tamm muioc’h a verzh.koulz ha troïdigezh kentaň an Internasional. « Hor pobl a vo trec’h un deiz» evel ma vez kanet a wechoù.

Trinchin avat a zo ivez da reiň. François Hollande pa oa danvez-prezidant, en doa embannet e vije bet kadarnaet Karta Europa ar Yezhoù Rannvro. Mennad c’hwec’h hag hanterkant eus e brogram e oa kement-se ! Met peogwir e ranker cheňch Lezenn-Veur ar Stad, e ya bremaň ar Prezidant dilennet war e gil ! Dindan gwask ur strollad tud na weler morse er straedoù o tibunaň, tud ne’n em ziskouezhont ket.

Tud n’eus skoazell ebet dezho aberzh ar bobl. Tud ha n’int ket gouest nemet da vont d’al lezvarn evit lakaat da gondaoniň kement tra a sav a enep d’o sorc’henn strizh eus ar Republik.

Sevel a reont zoken a enep ul lezenn votet gant tud hag a zo bet dilennet gant ar bobl. N’eo ket bet nullet gwir an noblaňsoù gant an Dispac’h Bras : deut eo ar gwir divin da vezaň ar gwir jakobin.

Un dra a fell deomp lavaret d’ar Prezidant : seulvui ma vez kerse d’ar bobl abalamour d’ar promesaoù dilezet gant an hini zo aet ebarzh, seulvui e vez kollet fiziaňs e diazezoù ha reolennou an Demokratelezh.

Rebarbiň en ur chom hep mont da votiň pe en ur votiň evit tuioù eus ar penn pellaň a lak ar Republik gwirion en arvar. Ar Republik-se a gomzomp-ni diwar he fenn a zo disheňvel un tamm mat diouzh ar Republik sorc’hennet gant kroazidi ar Preder digemm ha sonnet.

Ar Republik-se a zo marvet eviti miliadoù a dud eeun ha dister a hed an istor. O tifenn edont an hevoud, an Demokratelezh hag ar Frankiz ne vern katekiz integristed ha fondamantalisted ar Republik.

E Breizh warlene eo bet dilennet deputeed strollad ar Prezidant gant un dregantad bras a vouezhioù. An holl parlantourien se o deus goulennet e vefe doujet d’ar bromesa C’hwec’h hag hanterkant gant ar Gouarnamant.

Savet eo kuzul Rannvro Breizh a du ivez gant ar mennad-se.
Kuzulioù-ker, kevredigezhioù, sitoyaned a zo bet savet o mouezh ganto da c’houlenn ivez ma vefe roet ur statud a faeson d’hor yezhoù.

Laoskel a ra ivez ar C’hoursez he mouezh da vale asamblez gant nerzhioù demokratel Breizh : ra glevo ar Prezidant Hollande mouezh hor bro ha ra zeuio amaň da gemenn deomp holl eo poent bras cheňch da vat penn d’ar vazh.

Kaset e vezo skrid ar brezegenn maň asamblez gant ul lizher d’ar Prezidant Hollande.

Ra vo trec’h an Demokratelezh !