Ho kouviañ a reomp d’en em gaout ganeomp-ni da geñver ar C’hoursez Digor hag a vez lidet peurliesañ d’an trede sul a viz gouere beb bloaz.

Warlerc’h an emgav kentañ-mañ e vioc’h pedet a dra sur da zont d’ober ur gwel deomp e doug lidoù all.

Ma peus c’hoant da emezelañ, neuze vo goulennet diganeoc’h skrivañ ul lizher o tisplegañ ho youl. Homañ vo sellet pizh outi gant ar Poellgor.