Diskibien

Dirak an heol lagad an deiz Dirak lavar ar wirionez Dirak Anaon hon tadoù kozh Betek ar penn pellañ da zouar Keltia O deus gouestlet hon tadoù deomp Gant ar mor tro-dro dezhañ Keit ma kouezho ar glav ouzh e welc'hiñ Ha ma c'hwezho an avel ouzh e sec'hiñ E TOUAN Ma tougin bri d'ar vreudeuriezh D'hon Drouiz-Meur ha da Poellgor Ma vezo a hed ma buhez ar brezhoneg Yezh ma c'halon, yezh ma spered Ma vin leal ouzh ma bro Breizh Din da garet ma c'henvoiz d'ho skoazellañ gant ma holl nerzh Ha da zegas d'ar vro kened klod ha keltiegezh.

Ovizien

E gwer eo gwisket an Ovizien, tost-tre deus an natur int, en o spered, o c'halon. An ovizion a zo ur spered klaskerien ganto. Soñjadurioù kizidik 'neunt ouzh an natur en un doare dre-vras. Ar gizidigezh-se a vez en c'harg e lidoù ar C'hoursez, anavezet e oa an Ovizien a-gozh evit bezañ gouest da lenn an amzer-da-zont. Touiñ a reont ivez da zifenn ar sevenadur hag an hengoun.

Barzhed

Barzhed a zo gwisket e glas, arzourien int. Ar varzhed a zo e-karg d'ober o seizh gwellañ evit difenn ar sevenadur, istor Breizh, gant ur spered tost deus an natur, dieub, digor ha barzhoniel. Bezañ barzh er bloavezhioù daou vil na signifi ket bezañ "peget" er soñjoù pe e buhez mod hon tadoù-kozh. Met kenderc'hel gant ur preder hag ur spered a 'neus tremenet kantvloazhioù dre hengoun ha bevet splann ganeomp.

Drouized

An Drouized a zo e karg eus al lidoù hag ar c'helennadurezh, ret eo dezho skoazellañ diskibien ar C'hoursez en o c'herzhed, dre al labour a vez labouret digant an izili ober . E gwenn eo gwisket an drouized. Touiñ a ra an drouiz da vare e zegemer difenn ha kas warok sevenadur e vro.