Affichage des articles dans Nevezentioù

                   Ar C’hoursez Digor a vo lidet

                    d’ar 16 a viz Gouereñv 2017

                    e San Kaduan e Brasparzh

Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzh Meur ha dileuriad a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, dileuriad ker ar Rannvro, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl da geňver ar C’hoursez Digor hiziv.

Saludiñ a reomp ivez familhoù an dud drouklazhet e Nissa gant un den trelatet diwar e gredenn diboell. Bugale, tud ordinal a zo bet flastret ha diskaret didruez. Galvet en deus ar C’hentañ Ministr d’an unvaniezh broadel. Ne vo ket klevet e vouezh, meus aon, muioc’h m’hen deus eñ klevet mouezh an dud o vanifestiñ er straedoù, nevez’zo ! Ur bed a feulster a zo ivez ur bed bouzar siwazh !

Amaň e San Kaduan e kumun Brasparzh e lidomp ur wech ouzhpenn hor bodadeg-bloaz. Trugarez a laran d’an Arouezvarzh evit bezañ aozet dic’harzhaj ar c’helc’h-maen. P’emaon ganti e karfen e vimp un tamm niverusoc’h er bloaz a zeu da gas al labour-se da vat.

Trugarekaat a ran Rannvro Breizh hag ar Prezidant an Drian evit bezañ sikouret ac’hanomp er bloaz-mañ c’hoazh

Ur referendom a zo bet kaset da benn e miz Mezheven e Breizh Veur evit kuitaat Europa pe chom ganti. Nec’het on bet un tamm mat gant an disoc’hoù rak ne gav ket din ez eo un dra vat nag evit ar vro-se nag evit Europa. Met doujañ a ran da youl an darnvuiañ eus poblañs Breizh Veur.

Kentañ tra a fell din lavaret d’hor breudeur ha c’hoarezed a Gembre hag a Gernev Veur eo kement-mañ : Goursez Kembre ha Goursez Kerne Veur a oa anezho araok na oa bet unanet Europa. Al liammoù etrezomp-ni ha pobloù Kembre ha Kerne Veur a oa anezho ivez kalz araok na vije kaoz eus Europa zoken. Boulc’het ganeomp eo bet an hent !

Daou vloaz ‘zo e Goursez Digor Breizh en Arzhanaou hag e hini Kerne Veur ivez am boa trugarekaet Kembre ha Kerne Veur evit o skoazell d’ar repuidi a dec’has dirak an Almanted e 1940 hag er bloavezhioù warlerc’h. N’hon eus ket disonjet kennebeut kannaded an Eisteddfod o tont da vizitañ prizonioù ar Stad C’hall lec’h ma oa bet taolet kalz a Vretoned vat war lerc’h an eil brezel-bed. Chomet e oa an dud-se feal d’o bro, an holl ne oant ket bet savet a du gant an alouberien nazi, pell alese !

Kant vloaz’ zo e rede dija gwad ar Vreizhveuriz kemmesket gant hini ar Vreizhiz ha pobloù all war ribloù ar ster-Somme ! Lidet eo bet war an ton bras, nevez’zo !

Breudeur ha c’hoarezed e oamp araok ar Brexit ha breudeur ha c’hoarezed omp c’hoazh warlerc’h ar Brexit ha gwell a se !!! Ne cheñcho ket hor youl da vevañ e peoc’h gant pobloù all ar bed.

Met aon koulz ha donjer am eus koulskoude o klevet e vefe kresket an tagadennoù gouennelour e Breizh Veur eus seizh hag hanterkant dregant abaoe disoc’hoù ar referendom. Binim ar Ouennelouriezh a zo ur vezh e pep lec’h eus ar bed ! Holl e rankomp stourm enep seurt dismegañs !

Dav vo da vroioù a zo enni prederiañ diwar benn ar mod ma vez savet unvaniezh Europa, n’eo ket trawalc’h bezañ ur Marc’had bras rak ur geodederezh n’eo ket hepken un enskrivadur alaouret war golo ur pasport ha tra ken ! Un toullad gwirioù hag ur perzh er vuhez demokratel a dalv kalz gwelloc’h eget plegañ da reolennoù teknokratel ha teknikel a zo bet graet evit hevoud ar stalioù-labour ha paz evit ar sitoïaned. Hag un devezh kaer e vo ret-mat votiñ evit ur renadurezh wirion ha demokratel en Europa. Daoust ha prest e vefe an holl stadoù da asantiñ da gement-se ?

Petra vo respontet da bobl Vro-Skos gant Unvaniezh Europa ma savfe Skosiz a du gant ar Frankiz d’en em ren o unan ? Daoust hag e c’hell Europa c’hoazh mont pelloc’h waraok e gwirionezh ? Hetomp ma vo trec’h ar furnezh a benn ar fin mar deo posubl c’hoazh !

Deuomp endro war an tu-mañ eus Mor Breizh !

Bez’ez eus bet Korsiz ac’hanomp-holl warlerc’h an dilennadegoù-rannvro pa’z eus bet distaget prezegennoù e korseg gant Prezidanted ar Bodadegoù korsat e Korsika ! Klevet hon eus ar Jakobined o huchal kerkent ! Ni hon eus kavet evel Tangi Malmanche « deread, evel a leverer, harzhal gant ar c’hi, yudal gant ar bleiz ha prezeg brezhoneg e Breizh ! »

Rak ar brezhoneg ivez a rank bezañ yezh ofisiel e Breizh. Ar stad c’hall n’eo ket dleet dezhi reiñ deomp pe chom hep reiñ deomp ar gwir d’ober gant hor yezh e kement degouezh eus ar vuhez pemdeziek ha foran. Disentiñ ouzh reolennoù-yezh talibaned ar Republik a zo ur ret koulz hag un dibab hag un dlead deomp-ni abalamour omp tout kement ha kement en diabarzh ar Republik. N’omp ket tud disteroc’h eget ar re-all !

Pa nac’h groñs e vefe graet gant ar yezhoù-rannvro er vuhez foran e tiskouezh Bro-C’hall ez eo chomet ur stad trevadenner. Embann evel ma ra ez eo-hi mammvro gwirioù Mabden n’eo ken brabañserezh a berzh nasionalisted o hejañ o c’hoñkardennoù ! Ni, pobloù ar C’hwec’hkogn, n’hellomp ket krediñ kement-se peogwir emaomp-ni e touez ar re a zo skoet gant seurt gevier !

Reuz a vo er bloaz a zeu war dachenn ar politik, pep hini o klask sachañ an traou eus e du ! Michañs o devezo ar Vretoned fiziañs en o gouestoni da gas o amzer da zont waraok !

Bevet Breizh, Bevet hor Goursezoù, bevet ar Vreudeuriezh etre Kembre, Kerne Veur ha Breizh !

Ar C’hoursez Digor a vo lidet e San Kaduan Brasparzh

d’ar 17 a viz Gouereñv 2016 azaleg 10e30

Digemeret oc’h a galon vat da welet al lidoù

D’an 23 a viz kerzu ez eus bet prientet, dirak kuzul ar vinistred, gant ar gouarnamant ur raktres oc’h adaozañ ar vonreizh  « a benn gwareziñ ar vroad ». 2 boent a ya d’ober an destenn-se degouezhet bremañ e kambr an deputeed :

– Enskrivet e vo ar stad a zifrae e barzh ar vonreizh

– Lamet e c’hello bezañ ar vroadelezh gall digant ar re div vroadelezh dezho o deus bet anezhi gwechall.

Diwar benn ar poent kentañ : enklozet er vonreizh e vo ur pennad nevez 36-1 da virout ouzh unan da arguziñ a enep an doareoù mougus nevez n’int ket bet lakaet resis e lezenn an 3 a viz ebrel 1955. An dachenn ma vo implijet warni danvez ar pennad-se a zo gwall ledan ivez, bez’ e c’hello bezañ graet gantañ da skouer ma c’hoarvezfe ur gwall-zarvoud naturel ! Riskl a zo e vefe staliet ur renadur-stad dreist ar reol hag a lakafe ar frankizoù publik en arvar. Ur gouarnamant gantañ ar muiañ-niver er breujoù a c’hellfe neuze lakaat ar stad a zifrae da badout hep termen resis ebet dezhi !

Diwar benn an eil boent : sankañ ar vroadelezh e diabarzh ar vonreizh a dalv kement ha tennañ anezhi ermaez eus ar gwir privezat evit ober ur c’hraf politikel eus reiñ pe lemel anezhi, d.l.e emaer o sujañ da dezennoù an tu dehou pellañ, siwazh ! War dachenn ar gwir e c’hoarvezas an dra se ur wech dija e doug an istor : da vare renadur-stad Vichy, un arouez mantrus pa’z embanner ur youl da zifenn talvoudoù ar Republik ! Rak dibab ar Frañsizien en ur gastizañ anezho hervezh o geneliezh kent, etnikel neketa ? a zo un taol grizias-tre a enep kevatalder ar sitoyaned, un dra gouest da zistrujañ diazezoù ar Republik.

Klask a ra Goursez Breizh kompren : anzav Korsiz ha Bretoned evel pobloù a zo dibossupl, prennet eo an nor abalamour da reolenn unanded ar bobl a Frañs, penaos neuze e c’hell ar gouarnamant klask mont war henchoù a gas pell eus ar reolenn se ? Un taol dichek e c’hallfe bezañ ar goulenn da zont met ret mat eo deomp henn ober :

ur renadur etnikel e mod Bro-C’hall a vefe neuze e penn ar Stad ?

                                                                                                                   D’an 29 a viz kerzu 2015

                                                                                                                   /I Morgan

                                                                                                                   Drouiz Meur Breizh

 

Warlerc’h ar gwall-daolioù d’an 13 a viz du 2015 e Paris, e sav Goursez Breizh a enep sovajerezh ar re o deus kaset da benn an torfedoù euzhus-maň a enep tud didamall a zrouk. Embann a ra eo kengred gant an aberzhidi hag o familhoù.

Kondaoniň a ra ar C’hoursez ur brezel-argad renet gant diboellgredennerien da silwinkaň ar vuhez demokratel, da skrapaň ar gwir da gomz ha da oberiata e anv an holl Vuzulmaned gant ar youl splann da vroudaň kasoni ha da lakaat jeu etre ar C’hallaoued.

Koulskoude ne c’hell ar C’hoursez asantiň e vefe staliet hag hiraet ar stad a zifrae gant ar C’houarnamant, gant ar riskl da verziaň ar gwir da gomz en demokratiezh ha da lakaat an arme da spiaň ar vuhez foran; kement ha kement e vefe seurt tra hag embann ar charia evit kont ar sponterien.

Kouviet gant ar C’hoursez eo ar c’hevredigezhioù-preder, ar strolladoù demokratel a benn klask gouzout hag eň ez eo efedus meurbet randoniň ribourtadennoù a berzh Gallaoued evit Gallaoued all, diazezet ouzhpenn war gredo ar jakobinelezh da bal pareaň ar goulioù don gouzaňvet gant Bro-C’hall evit an eil gwech er bloaz-maň.

Daoust hag eň e c’heller bamaň gant hollidigezh talvoudoù ar Republik, dre ma’z eo bet lavaret e galleg gant Prezidant Barack Obama an tri ger-stur a ya d’ober an danvez anezho ? E galleg e komze ivez ar re o deus tennet war an aberzhidi, ar pezh a ziskouez splann c’hwitadenn vantrus Republik Bro-C’hall pa n’eo ket bet gouest da uniaň na da zegemer da vat Gallaoued eus an eil pe drede rummad.

Distaolet e vez gant ar bolitikerien kement a zo liesseurt e kevredigezh Bro-C’hall hag war an ton kuzhmuzik a wechoù, sebeliet ganto da skouer kadarnaat Karta ar Yezhoù n’eus ket gwall bell. Daoust hag eň n’eo ket seurt iriennoù kaoz d’ar reuz a hiziv pa vez nac’het doujaň d’an demokratiezh ha pa vez kroget en armoù brezel gant goradoù dispi kevredigezh Bro C’hall ?

                                                                                                                     Kemper d’ar 16 a viz du

                                                                                                                    /I Morgan

                                                                                                                     Drouiz Meur Breizh