Gorsedd Digor 4

Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzhez Veur ha dileuriad ker a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, dileuriad ker ar Rannvro, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl da geñver ar C’hoursez Digor en deiz a hiziv.

Amañ e San Kaduan e kumun Brasparzh e lidomp hevlene hor bodadeg-bloaz. Pell zo ne oamp ket deut da geñver ur C’hoursez Digor met o c’hortoz ac’hanomp e oa hep mar al lec’h dudius-mañ. Kempennet brav eo bet a drugarez d’hon arouezvarzh Youenn Amice a zo deut a-benn da lakaat an dud d’en em gaouet evit labourat asamblez.

Trugarez dit, ma breur, hag hor gourc’hemennoù evit bezañ aozet ivez ur fest-noz a zoare o liammañ bodadeg ar C’hoursez Digor ouzh sevenadur pobl hor bro.

Trugarez a lavaran ivez da Rannvro Vreizh ha d’ar Prezidant Massiot evit ar skoazell a roio urzh deomp da respont da gouviadenn Kembreiz Patagonia e miz Du. Evit ar wech kentañ e yelo un ezel eus Goursez Breizh ez offisiel d’ur C’hoursez war douar Amerika ar Su. « Lec’h ma tremen an heol e tremen ar Breizhad hag ouzhpenn-se an Drouiz ! »

Ton a roomp da drec’hadenn veur hor breudeur a Vro-Skos a zo aet ganto c’hwec’h sez hag hanterkant eus an nav hag hanterkant a gaver en o bro. Ker Londrez a vo dav dezhi diwall !

E dibenn ar bloaz-mañ, e vo dilennadegoù-rannvro e Breizh. Eveljust ne c’halvo ket ar C’hoursez da votiñ evit hemañ-hen pe hen-ha-hen. Saludiň a reomp memes tra ar strivoù graet gant strolladoù an Emsav oc’h en em unaniñ evit Breizh.

Aon hon eus koulskoude e vefe klasket divrudañ an emglev-mañ gant nerzhioù kuzh ar galloud dre lakaat war wel un nebeut istrogelled eus tu ar penn pellañ. C’hwezañ an tan da spontañ an dud n’eo ket un afer sponterien hepken, hini ar stad e c’hell bezañ ivez. Da ziwall a zo : digoromp bras hon divskouarn, hon daoulagad hag hor spered, bezomp war evez !

Gant al lezenn nevez-votet war sujed an ditourerezh, sañset evit diwall d’hor surentez, e vez roet ur galloud dreist ordinal d’ar C’hentañ Ministr hep tamm kontroll ebet ! N’eo ket dav bezañ Marzhin ar strobineller hag eñ bet sur awalc’h unan eus hon hendadoù, nann’vat, n’eo ket dav bezañ Marzhin ar strobineller evit spurmantiñ e c’hello ar Stad divizout piv eo ar sponterien, diskrediñ un taol fall war an enebourien dibabet ganti a vo lakaet ar biz warno. A-viskoazh ez eus bet diskoachet unan da c’hoariñ bouc’h ar bazhadoù !

Diwallomp tudoù : en ur bed e chal, leun a drubuilhoù emaomp o vevañ. N’on ket gwall sur e c’hell ar Stad bezañ salver nevez ar bed ! An demokratelezh ne laran ket ! Homañ an hini a rank bezañ kreñvaet !

Skrivañ a raio ar C’hoursez d’an holl listennoù demokratel da geñver an dilennadegoù-rannvro evit goulenn diganto

  • petra eo o mennozh diwar benn adunvanidigezh Breizh

  • petra vo o oberenn evit yezhoù Breizh hag daoust hag e vo un eil prezidant e karg anezho evel en deiz a hiziv da skouer

  • petra eo o sonj diwar benn beli ar yezhoù kemeret gant ar rannvro rak skuizh omp aet gant diktatouriezh ar C’huzul Stad pe ar C’huzul Bonreizh n’haller ket padout ganti pa’z embannont bewech e vefe hor yezhoù hag hor sevenadur enep d’al lezenn.

Embannet e vo o respontoù ganeomp war hol lec’hienn internet ha kaset ganeomp ivez d’ar c’helaouennoù.

Emichans e klasko an Demokrated mouezhioù gant dereadegezh ha birvilh e doug an dilennadegoù-rannvro da zont, setu da vihanañ c’hoant ar C’hoursez. Ra vint awenet mat gant hevoud Breizh hag ar Vretoned.

Gelver a ra ar C’hoursez an holl Vretonezed hag an holl Vretoned da dapout krog en diviz ha votiñ a vil vern.

Bevet Breizh, bevet hor yezhoù, bevet ar broioù keltiek !

Komzoù lavaret da vare Embann ar re varv en enor da Jean Yves Cozan

Jean Yves Cozan a oa tost ouzh ar C’hoursez. Goulennet en doa bezañ emezelet. E gleñved, siwazh a viras outañ da vont ebarzh ar c’helc’h. Sikouret en deus Jean Yves ar skolioù Diwan hag an holl gevredigezhioù eus an Emsav pe dost. Gantañ omp bet skoazellet da vare kantved deiz ha bloaz ar C’hoursez. Jean Yves a ouie hag a grede mont a enep d’al lezenn ma kave dezhañ e oa direizh e kenver ar Vretoned. Gortoz a reomp c’hoazh tud e karg eveltañ dizaon ha diblegus. Ra vo gwenn da ved da viken, Jean Yves ! Ra vo gwenn da ved ! Ra vo gwenn da ved ha dous ha kuñv gwagenn an disparti !