Hebarc’h Dileuridi a Gembre, a Gernev Veur, Breudeur ha C’hoarezed, Mignoned ker.

Degemer mat a lavaran deoc’h holl war an dachenn-mañ hiziv lec’h m’emaomp o lidañ hor C’hoursez Digor a zo lakaet er bloaz-mañ dindan paeroniezh Yann ar Fusteg, Lemenik e anv Drouiz Meur.

Kant vloaz zo e yee hennezh d’an Anaon. Kentañ Drouiz Meur a Vreizh e oa. Lakaet en doa hor C’hoursez d’ober he c’hammedoù kentañ dindan an Heol, Lagad an Deiz.

Lemenik en doa doujañs da gement a oa bet skrivet er Barzhaz gant Iolo Morganwg, diazezer ar C’hoursez e Breizh Veur. Kavout a rae dezhañ e teue ar mennozhioù displeget gant Iolo eus amzervezh ar Gelted kozh.

Un den awenet gant deskoni tri c’helc’h ar vuhez, e oa eñ. Evitañ e oa ar bed a bezh, an hollved, soubet ouzhpenn en ur mor-spered hag a yee d’ober an danvez anezhañ. War roudoù tud e giz John Toland e kerzhe eta davet ur brederouriezh a zo bet graet an hollzoueelouriezh anezhi.

Setu boulc’het gant hon Drouiz Meur kentañ un hent o kas d’ar preder, d’an enklask, d’ar speredelouriezh.

War an hent-se emaomp c’hoazh hiziv an deiz hep disoñjal kement a vag hor spered hag hon enklask war dachenn hor sevenadur. Gant an Drouized a vremañ eta ez eus bet roet d’hor bobl he c’han hag he banniel, d.l.e arouezhioù heverk eus he broadelelezh.

Kendalc’homp neuze, tudoù, n’omp ket degouezhet c’hoazh e penn an hent pell alese zoken gant ar reform danjerus kinniget en amzer a vremañ gant ar Gouarnamant.

War zigarez arboellañ moneiz ha gounit efedusted o deus hor renerien lakaet en o fennoù cheñch ar mod da votiñ evit ar guzulierien koulz war dachenn an departamant ha war hini ar rannvro.

Daoust hag e oa an dra pouezusañ d’ober pa chom ar Stad hep lavaret sklaer ha fraezh penaos e vo kresket barregezhioù ha galloudoù ar rannvroioù da zigentañ-penn ?

E Bro Spagn , e Breizh Veur, e Bro Alamagn, en holl broioù bras demokratel Europa pe dost, ez eus bet roet kalz muioc’h a bouez d’ar Rannvroioù. 1,1 miliard a euro a ya d’ober budjed rannvro ranngouilh Breizh, 32 miliard hini Bro Skos!

Elec’h reiñ an tu d’ar rannvroiou da vezañ mestr war o arc’hant, he deus ar Stad divizet dispenn an taos-micher a yee betekhenn e chakod ar c’humuniezhioù-lec’h. Ar Stad evel e amzer ar Rouaned, a zibabo pegement dre gras e roio d’he sujidi.

Gwashoc’h c’hoazh e faote d’ar Stad lemel da vat ar « œvarregezh hollek », d.l.e ar galloud d’ober war dro meur a dra war dachenn ar bolitikerezh. Dre chañs en deus ar Senat gall lakaet anezhi da dalvezout endro. Met petra e teuio kement se da vezañ e fin ar gont, den ne oar hiziv an deiz !

Profañ a ra ivez al lezenn nevez d’ar c’herioù bras ar gwir da gevezañ gant ar rannvroioù war gement tachenn zo tout ! Klaoustre vo diskleriet ur wech c’hoazh ar brezel bras etre Naoned ha Roazhon hag e mod-se vo aet ar moc’h da redek ! Rannañ evit renañ ! Achu an digreizennañ ha krog an adkreizennañ !

Kaoz a zo ivez eus cheñch ar mod da zilenn ar guzulierien a zeuio da vezañ kuzulierien « tiriadel » votet evito er c’hantonioù. An niver anezho a vo divizet gant ar Stad hec’h unan hep derc’hel kont eus an niver a dud ma vo ar guzulierien-se dileuridi anezho ! Urzh ar Roue ur wech ouzhpenn !

Da geñver an dilennadegoù-rannvro diwezhañ, n’o deus ket listennoù ar Gouarnamant graet kalz a verzh! Daoust hag eñ e klaskfe hennezh hen talvezout d’ar rannvroioù ?

Daoust hag ur Rannvro ne vije ket muioc’h eget ur c’hozh bern kantonioù lakaet e giz moc’h ha marc’h er c’hraou da vagañ ar memez laou ? Beuziñ Ker Iz evit ma flotfe Pariz ?

Rannet dre an hanter e vo niver ar guzulierien nevez ha ne vo ket kaset an dilenn da benn en ur zoujañ d’ur c’henfeur. Meur a gevredigezh o stourm evit gwirioù ar merc’hed o deus lakaet ar biz war ar fed-mañ: dont a raio kenfeur ar maouezed da zigreskiñ un tamm mat, posubl eo ne chomje nemet seitek dre gant anezho elec’h eizh dre gant ha daou-ugent en deiz a hiziv.

Dija emañ ar Stad c’hall er pempved plas ha tri ugent er bed a bezh hag en naontekved plas en Europa evit pezh a sell ouzh niver ar maouezed o kadoriañ ebarzh ar c’hamproù-lezennat. Bro C’hall a zo evit gwir mammvro gwirioù ar bared, pedavare ov hi bro ar barded ? Talibaned ar Republik a chom don o levezon war ar speredoù. Met kement se a benn ar fin a ra parti eus identelezh Bro-C’hall, neketa ?

Poent bras eo d’ar Rannvro komz a vouezh uhel amañ met en estrenvro ivez. Ledanaat tachenn renañ Breizh a zo un dra ret hag ur spi evit an amzer-mañ hag an amzer da zont. Anvet ‘z eus bet un isprezidantez e karg eus yezhoù Breizh. Un dra vat eo. Spi hon eus e vo pourchaset dezhi peadra da gas he c’hefridi da benn. Chañs vat en he labour a hetomp dezhi.

Ar c’hentañ eus ar Vretoned eo Prezidant ar C’huzul Rannvro dre m’eo bet dilennet gant ar bobl. Pouez a zo en e gomzoù neuze. Ra kredo digeriñ e veg a enep Paris mar deo ret !

Bevet Breizh, bevet Pobl Breizh, bevet hor Goursezoù !