Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzh Meur kent ha dileuriad a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, dileuriad ker ar Rannvro, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl da geňver ar C’hoursez Digor hiziv e Brasparzh. Breten Vyghan ha’n Orsedh a’gas dynnergh, Esther ha Jimmy. Yth esough-why ow kevrenna bewnans ha govenek an Vretonyon lemmyn ! Yth esough-why yn tre omma lemmyn, sos !

Trugarez a lavaran d’an holl re o deus sikouret da gempenn tachenn ar c’helc’h-mein. Ul labour tenn eo bet met frouezhus’vat !

Petra zo nevez e Breizh ? Pour ha triñchin zo e leizh ! Un tamm mat a cheñchamant war an dachenn bolitikel a zo c’hoarvezet er bloaz-mañ koulz e Bro-C’hall hag e Breizh. Da vare an dilennadegoù-prezidant, ez eus bet kaoz dreist-holl eus arc’hant publik bogodet gant unan eus an danvezioù-prezidant ken m’eo bet saotret ar c’habalerezh ha divrudet ar bolitikerezh ur wech ouzhpenn.

N’eus ket bet a gendael wirion pe dost diwar benn ar pezh a oa war ar stern gant an tuchoù o klask mouezhioù. Evit ar rannvroioù koulz hag an endro eveljust : bout ! netra tout !

Arvarus eo ouzhpenn al liamm a zo bet skoulmet etre ar mediaoù hag an ensavadurioù-sondajoù. Dre levezon an emglev binimus-se eo deut ar vot efedus da vezañ ur ret azalek ar c’hentañ tro. Daoust hag e fellfe d’ar mediaoù bremañ stummañ ar mennozhioù elec’h rentañ kont eus ar mod ma vezont skignet gant an tuchoù ? Daoust hag eo sikouret an dud pa vez sanket an disoc’hoù e barzh o fennoù bep eil deiz gant taolioù mailh ? Da betra votiñ neuze ?

Ret eo henn adlavaret ur wech c’hoazh : an demokratelezh gwirion a rank bezañ kelaouet, sklerijennet gant ar skiant, troet war zu an hevoud. E giz mañ, an dud ne vijent ket rediet ‘benn ar fin da votiñ evit argas ur penn mersi meus ket i’mm, en ur lakaat e barzh unan na yafent ket da zebriñ krampouezh gantañ a galon vat memes tra !

Aet eo ar muiañniver gant ur strollad nevez, hini « ar Republik o vale » met o vale da b’lec’h ne oar den re vat betekhenn. Koulskoude e chomas ur bern tud er ger da geñver an eil tro. Bresk-meurbet eo ar muiañniver o c’houarn Bro C’hall en deiz a hiziv eta, arabat dezho disoñjal kement-se ! Nebeutoc’h eget daou a zek voter ez eus o skorañ anezho ! Dañjerus e c’hell bezañ neuze dismegañsiñ « an dud a netra » pe ober fae war « an dud dizesk » ! E giz veze lavaret gant ar re gozh « Ar Republik a zo ur vamm vat hag a gar holl he bugale, an eil koulz hag egile. ». Setu Prezidant ar Republik a zo dleet dezhañ delc’her soñj eus an dra-se ! Peotramant e vo sparlet an hent ouzh « La République en marche » gant « Ar Republik en ar’ch » !

Saludiñ a reomp trec’h an aotrou Paol Molac an hini nemetañ dilennet er c’hentañ tro. Ur brezhoneger ampart eo koulz hag an aotrou Yannig Kerlogod aet e barzh, eñ ivez. Emichañs e raio an daou zen-mañ o seizh gwellañ evit ma vefe graet war dro kudenn ar yezhoù rannvro gant ar galloud nevez.

An aotrou de Rugy eus a Naoned, a zo bet lakaet da brezidant parlamantourien an Assemblée, spi hon eus ne zisoñjo ket e savas a du n’eus ket pell gant adunanidigezh Breizh. Daoust hag ur youl politikel a vo kavet evit lakaat ar gudenn-se war ar stern endro ? Gwelet’ vo.

Hor salud a gasomp ivez d’an tri c’hannad nevez eus Korsika, anezho brogarourien entanet, ha spi hon eus e c’hellint kenlabourat gant ar Vretoned.

Klapañ a reomp komzoù ar prezidant nevez diwar benn ar Brexit : gwir eo ma fell da Vreizh Veur distreiñ diwar he meno ha chom en Europa, ra vo digor an nor atav ! Met daoust hag eo leal evit gwir kinnig ar prezidant peotramant ne ra nemet livañ ur c’hoant marlonk da skrapañ digant hon amezeien sezioù sokial o embregerezhioù ? Ganeomp-ni, Bretoned, eo digor-frank atav an nor hag hor c’halonoù d’hor breudeur a Gembre hag a Gerne-Veur !

Evit echuiñ e karfen menegiñ un intron a feson hag a zo aet da anaon nevez’zo. Tostoc’h e oa hi ouzh hor sevenadur deomp-ni eget ouzh hengoun Bro-C’hall, unan eus ar broioù diwezhañ o reiñ kengwir d’ar maouezed war an dachenn bolitikel e 1944. Kentañ tro e yeas ur vaouez e barzh evel konseilherez-ker e voe e Breizh, e Douarnenez pa voe dilennet Josefin Pennkalet e doug harzh-labour bras ar Pennoù Sardin e 1925. Nullet e voe ar vot met boulc’het e oa bet frankoc’h an hent d’ar Frankiz, d’ar C’hengwir ha d’ar Vreudeuriezh pe d’ar « C’hoariezh » mar karit ! Ra vo gwenn he bed da Simone Veil en tu all d’ar mor don ! Ro vo gwenn he bed e eñvor an araokourien ! Ra vo gwenn he bed da viken !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

                   Ar C’hoursez Digor a vo lidet

                    d’ar 16 a viz Gouereñv 2017

                    e San Kaduan e Brasparzh

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzh Meur ha dileuriad a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, dileuriad ker ar Rannvro, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl da geňver ar C’hoursez Digor hiziv.

Saludiñ a reomp ivez familhoù an dud drouklazhet e Nissa gant un den trelatet diwar e gredenn diboell. Bugale, tud ordinal a zo bet flastret ha diskaret didruez. Galvet en deus ar C’hentañ Ministr d’an unvaniezh broadel. Ne vo ket klevet e vouezh, meus aon, muioc’h m’hen deus eñ klevet mouezh an dud o vanifestiñ er straedoù, nevez’zo ! Ur bed a feulster a zo ivez ur bed bouzar siwazh !

Amaň e San Kaduan e kumun Brasparzh e lidomp ur wech ouzhpenn hor bodadeg-bloaz. Trugarez a laran d’an Arouezvarzh evit bezañ aozet dic’harzhaj ar c’helc’h-maen. P’emaon ganti e karfen e vimp un tamm niverusoc’h er bloaz a zeu da gas al labour-se da vat.

Trugarekaat a ran Rannvro Breizh hag ar Prezidant an Drian evit bezañ sikouret ac’hanomp er bloaz-mañ c’hoazh

Ur referendom a zo bet kaset da benn e miz Mezheven e Breizh Veur evit kuitaat Europa pe chom ganti. Nec’het on bet un tamm mat gant an disoc’hoù rak ne gav ket din ez eo un dra vat nag evit ar vro-se nag evit Europa. Met doujañ a ran da youl an darnvuiañ eus poblañs Breizh Veur.

Kentañ tra a fell din lavaret d’hor breudeur ha c’hoarezed a Gembre hag a Gernev Veur eo kement-mañ : Goursez Kembre ha Goursez Kerne Veur a oa anezho araok na oa bet unanet Europa. Al liammoù etrezomp-ni ha pobloù Kembre ha Kerne Veur a oa anezho ivez kalz araok na vije kaoz eus Europa zoken. Boulc’het ganeomp eo bet an hent !

Daou vloaz ‘zo e Goursez Digor Breizh en Arzhanaou hag e hini Kerne Veur ivez am boa trugarekaet Kembre ha Kerne Veur evit o skoazell d’ar repuidi a dec’has dirak an Almanted e 1940 hag er bloavezhioù warlerc’h. N’hon eus ket disonjet kennebeut kannaded an Eisteddfod o tont da vizitañ prizonioù ar Stad C’hall lec’h ma oa bet taolet kalz a Vretoned vat war lerc’h an eil brezel-bed. Chomet e oa an dud-se feal d’o bro, an holl ne oant ket bet savet a du gant an alouberien nazi, pell alese !

Kant vloaz’ zo e rede dija gwad ar Vreizhveuriz kemmesket gant hini ar Vreizhiz ha pobloù all war ribloù ar ster-Somme ! Lidet eo bet war an ton bras, nevez’zo !

Breudeur ha c’hoarezed e oamp araok ar Brexit ha breudeur ha c’hoarezed omp c’hoazh warlerc’h ar Brexit ha gwell a se !!! Ne cheñcho ket hor youl da vevañ e peoc’h gant pobloù all ar bed.

Met aon koulz ha donjer am eus koulskoude o klevet e vefe kresket an tagadennoù gouennelour e Breizh Veur eus seizh hag hanterkant dregant abaoe disoc’hoù ar referendom. Binim ar Ouennelouriezh a zo ur vezh e pep lec’h eus ar bed ! Holl e rankomp stourm enep seurt dismegañs !

Dav vo da vroioù a zo enni prederiañ diwar benn ar mod ma vez savet unvaniezh Europa, n’eo ket trawalc’h bezañ ur Marc’had bras rak ur geodederezh n’eo ket hepken un enskrivadur alaouret war golo ur pasport ha tra ken ! Un toullad gwirioù hag ur perzh er vuhez demokratel a dalv kalz gwelloc’h eget plegañ da reolennoù teknokratel ha teknikel a zo bet graet evit hevoud ar stalioù-labour ha paz evit ar sitoïaned. Hag un devezh kaer e vo ret-mat votiñ evit ur renadurezh wirion ha demokratel en Europa. Daoust ha prest e vefe an holl stadoù da asantiñ da gement-se ?

Petra vo respontet da bobl Vro-Skos gant Unvaniezh Europa ma savfe Skosiz a du gant ar Frankiz d’en em ren o unan ? Daoust hag e c’hell Europa c’hoazh mont pelloc’h waraok e gwirionezh ? Hetomp ma vo trec’h ar furnezh a benn ar fin mar deo posubl c’hoazh !

Deuomp endro war an tu-mañ eus Mor Breizh !

Bez’ez eus bet Korsiz ac’hanomp-holl warlerc’h an dilennadegoù-rannvro pa’z eus bet distaget prezegennoù e korseg gant Prezidanted ar Bodadegoù korsat e Korsika ! Klevet hon eus ar Jakobined o huchal kerkent ! Ni hon eus kavet evel Tangi Malmanche « deread, evel a leverer, harzhal gant ar c’hi, yudal gant ar bleiz ha prezeg brezhoneg e Breizh ! »

Rak ar brezhoneg ivez a rank bezañ yezh ofisiel e Breizh. Ar stad c’hall n’eo ket dleet dezhi reiñ deomp pe chom hep reiñ deomp ar gwir d’ober gant hor yezh e kement degouezh eus ar vuhez pemdeziek ha foran. Disentiñ ouzh reolennoù-yezh talibaned ar Republik a zo ur ret koulz hag un dibab hag un dlead deomp-ni abalamour omp tout kement ha kement en diabarzh ar Republik. N’omp ket tud disteroc’h eget ar re-all !

Pa nac’h groñs e vefe graet gant ar yezhoù-rannvro er vuhez foran e tiskouezh Bro-C’hall ez eo chomet ur stad trevadenner. Embann evel ma ra ez eo-hi mammvro gwirioù Mabden n’eo ken brabañserezh a berzh nasionalisted o hejañ o c’hoñkardennoù ! Ni, pobloù ar C’hwec’hkogn, n’hellomp ket krediñ kement-se peogwir emaomp-ni e touez ar re a zo skoet gant seurt gevier !

Reuz a vo er bloaz a zeu war dachenn ar politik, pep hini o klask sachañ an traou eus e du ! Michañs o devezo ar Vretoned fiziañs en o gouestoni da gas o amzer da zont waraok !

Bevet Breizh, Bevet hor Goursezoù, bevet ar Vreudeuriezh etre Kembre, Kerne Veur ha Breizh !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Ar C’hoursez Digor a vo lidet e San Kaduan Brasparzh

d’ar 17 a viz Gouereñv 2016 azaleg 10e30

Digemeret oc’h a galon vat da welet al lidoù

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

D’an 23 a viz kerzu ez eus bet prientet, dirak kuzul ar vinistred, gant ar gouarnamant ur raktres oc’h adaozañ ar vonreizh  « a benn gwareziñ ar vroad ». 2 boent a ya d’ober an destenn-se degouezhet bremañ e kambr an deputeed :

– Enskrivet e vo ar stad a zifrae e barzh ar vonreizh

– Lamet e c’hello bezañ ar vroadelezh gall digant ar re div vroadelezh dezho o deus bet anezhi gwechall.

Diwar benn ar poent kentañ : enklozet er vonreizh e vo ur pennad nevez 36-1 da virout ouzh unan da arguziñ a enep an doareoù mougus nevez n’int ket bet lakaet resis e lezenn an 3 a viz ebrel 1955. An dachenn ma vo implijet warni danvez ar pennad-se a zo gwall ledan ivez, bez’ e c’hello bezañ graet gantañ da skouer ma c’hoarvezfe ur gwall-zarvoud naturel ! Riskl a zo e vefe staliet ur renadur-stad dreist ar reol hag a lakafe ar frankizoù publik en arvar. Ur gouarnamant gantañ ar muiañ-niver er breujoù a c’hellfe neuze lakaat ar stad a zifrae da badout hep termen resis ebet dezhi !

Diwar benn an eil boent : sankañ ar vroadelezh e diabarzh ar vonreizh a dalv kement ha tennañ anezhi ermaez eus ar gwir privezat evit ober ur c’hraf politikel eus reiñ pe lemel anezhi, d.l.e emaer o sujañ da dezennoù an tu dehou pellañ, siwazh ! War dachenn ar gwir e c’hoarvezas an dra se ur wech dija e doug an istor : da vare renadur-stad Vichy, un arouez mantrus pa’z embanner ur youl da zifenn talvoudoù ar Republik ! Rak dibab ar Frañsizien en ur gastizañ anezho hervezh o geneliezh kent, etnikel neketa ? a zo un taol grizias-tre a enep kevatalder ar sitoyaned, un dra gouest da zistrujañ diazezoù ar Republik.

Klask a ra Goursez Breizh kompren : anzav Korsiz ha Bretoned evel pobloù a zo dibossupl, prennet eo an nor abalamour da reolenn unanded ar bobl a Frañs, penaos neuze e c’hell ar gouarnamant klask mont war henchoù a gas pell eus ar reolenn se ? Un taol dichek e c’hallfe bezañ ar goulenn da zont met ret mat eo deomp henn ober :

ur renadur etnikel e mod Bro-C’hall a vefe neuze e penn ar Stad ?

                                                                                                                   D’an 29 a viz kerzu 2015

                                                                                                                   /I Morgan

                                                                                                                   Drouiz Meur Breizh

 

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Ar C’hoursez, Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, a salud ar prezegennoù e korseg e Bodadeg Korsika a berzh an dilennidi nevez warlerc’h votadegoù an 13 a viz Kerzu.

Pennoù bras nevez ar vro a zo bet paket peg ganto er gwir hag er Frankiz da genofisielaat yezh Korsika tal kichen ar galleg, ar pezh a lak en araj evel boas bandennad jakobined ordinal Bro C’hall.

Merzhet eo bet gant ar C’hoursez n’eus ket bet un taol-kaer a seurt se e Roazhon a berzh ar skipailh nevez kadoriet.

Souezhet e c’hell bezaň ar C’hoursez pa’z eo bet respontet d’he goulennoù (gwelit anezho war hol lec’hienn internet) gant Jean Yves Le Drian, hennezh war ar renk d’ar mare-se, « e oa bet degemeret a unvouezh e 2004 ur mennad oc’h anzav ez ofisiel ar brezhoneg hag ar gallaoueg evel yezhoù Breizh tal kichen ar galleg. »

Ar C’hoursez a zo kerse ganti peogwir eo aet, war a seblant, ar mennad-se en drouziwezh a benn ar fin, marteze dre ma’z eo graet gant ar stad a zifrae er mare-maň da stankaň an hent da gement komzenn demokratel o tirenkaň an talbenn nasional republikan divizet e Paris.

Aliesoc’h eget biskoazh e c’houlenn an ober gant yezhoù hor bro war an dachenn foran un emzalc’h dieub. Gedal a reer betekhenn an disteraň hardizegezh a berzh hon dilennidi a Vreizh.

                                                                                             E Kemper d’an 21 a viz Kerzu

                                                                                                /I Morgan

                                                                                              Drouiz Meur Breizh

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Warlerc’h ar gwall-daolioù d’an 13 a viz du 2015 e Paris, e sav Goursez Breizh a enep sovajerezh ar re o deus kaset da benn an torfedoù euzhus-maň a enep tud didamall a zrouk. Embann a ra eo kengred gant an aberzhidi hag o familhoù.

Kondaoniň a ra ar C’hoursez ur brezel-argad renet gant diboellgredennerien da silwinkaň ar vuhez demokratel, da skrapaň ar gwir da gomz ha da oberiata e anv an holl Vuzulmaned gant ar youl splann da vroudaň kasoni ha da lakaat jeu etre ar C’hallaoued.

Koulskoude ne c’hell ar C’hoursez asantiň e vefe staliet hag hiraet ar stad a zifrae gant ar C’houarnamant, gant ar riskl da verziaň ar gwir da gomz en demokratiezh ha da lakaat an arme da spiaň ar vuhez foran; kement ha kement e vefe seurt tra hag embann ar charia evit kont ar sponterien.

Kouviet gant ar C’hoursez eo ar c’hevredigezhioù-preder, ar strolladoù demokratel a benn klask gouzout hag eň ez eo efedus meurbet randoniň ribourtadennoù a berzh Gallaoued evit Gallaoued all, diazezet ouzhpenn war gredo ar jakobinelezh da bal pareaň ar goulioù don gouzaňvet gant Bro-C’hall evit an eil gwech er bloaz-maň.

Daoust hag eň e c’heller bamaň gant hollidigezh talvoudoù ar Republik, dre ma’z eo bet lavaret e galleg gant Prezidant Barack Obama an tri ger-stur a ya d’ober an danvez anezho ? E galleg e komze ivez ar re o deus tennet war an aberzhidi, ar pezh a ziskouez splann c’hwitadenn vantrus Republik Bro-C’hall pa n’eo ket bet gouest da uniaň na da zegemer da vat Gallaoued eus an eil pe drede rummad.

Distaolet e vez gant ar bolitikerien kement a zo liesseurt e kevredigezh Bro-C’hall hag war an ton kuzhmuzik a wechoù, sebeliet ganto da skouer kadarnaat Karta ar Yezhoù n’eus ket gwall bell. Daoust hag eň n’eo ket seurt iriennoù kaoz d’ar reuz a hiziv pa vez nac’het doujaň d’an demokratiezh ha pa vez kroget en armoù brezel gant goradoù dispi kevredigezh Bro C’hall ?

                                                                                                                     Kemper d’ar 16 a viz du

                                                                                                                    /I Morgan

                                                                                                                     Drouiz Meur Breizh

 

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Demat deoc’h,

Ho trugarekaat a ran evit ho koulennoù ouzh hol listennad Trawalc’h, Breizh Dizalc’h (Notre Chance, l’Indépendance).
Kerkent ha degemeret ganin fenoz, emaon o vont da respont deoc’h, pa ouzer ez eo anezho ar savboentoù unvan embannet gant tud hol listennad ha n’eo ket kement-mañ ma soñj din-me hepken.

Goulenn kentaň

Petra eo ho sonj da gas adunvanidigezh Breizh da benn ?

Harpañ kement intrudu a vez evit adunaniezh Breizh diouzh un tu met skoulmañ liammoù strishoc’h gant bed an armerzh, ar sevenadur ha kement tachenn zo e Breizh a-bezh, hep gortoz an disterañ tra digant Stad-C’hall.
Ne c’houlennimp tra digant Frañs, ne c’hortozimp ket disoc’hoù ur vouezhiadeg bennak pa ouzer e vez touellet an dud abaoe bloavezhioù dre ur propaganda diwar arc’hant o zailhoù, hogen sevel evit gwir war an dachenn gant ar strollegezhioù foran ne lavaromp ket. Skoulmañ darempredoù, lakaat 5 departamant Breizh en hor c’hehentiñ, gounid gallout e Liger-Atlantel, skoazellañ an embregerezhioù a embann bezañ e Breizh e Liger-Atlantel, kas war-raok sevenadur Breizh eno… pep tra gwirion zo mat d’ober.
Mont a ra adunvaniezh hor bro a-gevret gant he dieubidigezh en diwezh.

Eil goulenn

Petra vo ho politikerezh e keñver ar brezhoneg hag ar gallaoueg ?
Daoust ha miret e vo ganeoc’h Ofis ar Brezhoneg ?

Ezhomm zo eus Ofis ar Brezhoneg evit studiañ hol lec’hanvadurezh, kelaouiñ hag ambrougañ an dilennidi a zo vont pazenn ha pazenn war vrezhonekaat ho kumun, lakaat hor yezh war ar panelloù hag er vuhez foran dre vras.
Hogen, ouzhpenn da se ez eo ret goprañ tud, brezhonegerien pe gallaouegerien anezho, er melestradur. Ne goustfe ket keroc’h. Bevañ a ra ur yezh pa vez arvaret er vuhez pemdez. Kement-se zo bet kollet e Breizh, ar yezhoù a rank dont da vezañ re ar gevredigezh en-dro.
E kement skol zo e tleomp reiñ an tu d’an holl skolidi, skolajidi, liseidi ha studierien da zeskiñ hor yezh ha studial anezhi a-dost. Ur yalc’had arc’hant a harpo an embregerezhioù a fell dezho stummañ o implijidi. An ensavadurioù stummañ an oadourien a vefe skoazellet war un dro.

Trede goulenn

Daoust hag en ne zlefe ket ar Rannvro kaout ar gwir o pellaat ur gwir-all a benn ofisielaat yezhoù Breizh ?

Evit-se e rankfe ar Rannvro kaout ur budjed brasoc’h (hini kêr Roazhon an hini eo d’an ampoent) da vezañ efedus. Dre vont war-zu Breizh dizalc’h e krogo ar Stad da souzañ ha da leuskel un nebeud gwenneien eus hon tailhoù ha gounidoù dimp moarvat. Trawalc’h eo kaout ul listennad dizalc’hourien evit treiñ an holl strolladoù politikel gall e kostezennoù emrenerien endev ! Anat deoc’h koulskoude, n’hallimp lakaat ur gwir bolitikerezh yezh e pleustr nemet pa vo ur gwir vodad Breizh e penn hor bro dinask.

A galon ganeoc’h evit Breizh ha gourc’hemennoù evit spered hor bro a hadit abaoe degadoù a vloavezhioù.

Bertrand Deléon, Trawalc’h Breizh Dizalc’h.

 

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Goulenn kentaň

Petra eo ho sonj da gas adunvanidigezh Breizh da benn ?

Eil goulenn

Petra vo ho politikerezh e keňver ar brezhoneg hag ar gallaoueg ?

Daoust ha miret e vo ganeoc’h Ofis ar Brezhoneg ?

Trede goulenn

Daoust hag en ne zlefe ket ar Rannvro kaout ar gwir o pellaat ur gwir-all a benn ofisielaat yezhoù Breizh ?

Embannet e vo ar respontoù evel ma zigouezhint deomp.

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Goursez Breizh a c’halv da vanifestiň e Karaez

d’ar 24 a viz Here da 14e

Evit :

  • ma vefe kendalc’het gant adunvanidigezh Breizh

  • ur gwir statud evit yezhoù Breizh

  • ma vefe roet d’ar C’huzul-Rannvro ar gwir o pellaat ur gwir-all da ofisielaat yezhoù Breizh hervezh gwir ar pobloù d’en em ren o unan. Direizhek eo alioù ar C’huzul-Stad pa’z int a enep d’al lezennoù etrevroadel. N’eo nemet an ensavadur-se ur pistrak oc’h orogellat grasoù kaer ha froudennoù ur renkad teknokrated en o leve. Arvarus eo evit an Demokratelezh pa ne ra dilennidi ar bobl nemet un dra : plegaň dalc’hmat dirak ar re o deus int-o unan dibabet.

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Gorsedd Digor 4

Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzhez Veur ha dileuriad ker a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, dileuriad ker ar Rannvro, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl da geñver ar C’hoursez Digor en deiz a hiziv.

Amañ e San Kaduan e kumun Brasparzh e lidomp hevlene hor bodadeg-bloaz. Pell zo ne oamp ket deut da geñver ur C’hoursez Digor met o c’hortoz ac’hanomp e oa hep mar al lec’h dudius-mañ. Kempennet brav eo bet a drugarez d’hon arouezvarzh Youenn Amice a zo deut a-benn da lakaat an dud d’en em gaouet evit labourat asamblez.

Trugarez dit, ma breur, hag hor gourc’hemennoù evit bezañ aozet ivez ur fest-noz a zoare o liammañ bodadeg ar C’hoursez Digor ouzh sevenadur pobl hor bro.

Trugarez a lavaran ivez da Rannvro Vreizh ha d’ar Prezidant Massiot evit ar skoazell a roio urzh deomp da respont da gouviadenn Kembreiz Patagonia e miz Du. Evit ar wech kentañ e yelo un ezel eus Goursez Breizh ez offisiel d’ur C’hoursez war douar Amerika ar Su. « Lec’h ma tremen an heol e tremen ar Breizhad hag ouzhpenn-se an Drouiz ! »

Ton a roomp da drec’hadenn veur hor breudeur a Vro-Skos a zo aet ganto c’hwec’h sez hag hanterkant eus an nav hag hanterkant a gaver en o bro. Ker Londrez a vo dav dezhi diwall !

E dibenn ar bloaz-mañ, e vo dilennadegoù-rannvro e Breizh. Eveljust ne c’halvo ket ar C’hoursez da votiñ evit hemañ-hen pe hen-ha-hen. Saludiň a reomp memes tra ar strivoù graet gant strolladoù an Emsav oc’h en em unaniñ evit Breizh.

Aon hon eus koulskoude e vefe klasket divrudañ an emglev-mañ gant nerzhioù kuzh ar galloud dre lakaat war wel un nebeut istrogelled eus tu ar penn pellañ. C’hwezañ an tan da spontañ an dud n’eo ket un afer sponterien hepken, hini ar stad e c’hell bezañ ivez. Da ziwall a zo : digoromp bras hon divskouarn, hon daoulagad hag hor spered, bezomp war evez !

Gant al lezenn nevez-votet war sujed an ditourerezh, sañset evit diwall d’hor surentez, e vez roet ur galloud dreist ordinal d’ar C’hentañ Ministr hep tamm kontroll ebet ! N’eo ket dav bezañ Marzhin ar strobineller hag eñ bet sur awalc’h unan eus hon hendadoù, nann’vat, n’eo ket dav bezañ Marzhin ar strobineller evit spurmantiñ e c’hello ar Stad divizout piv eo ar sponterien, diskrediñ un taol fall war an enebourien dibabet ganti a vo lakaet ar biz warno. A-viskoazh ez eus bet diskoachet unan da c’hoariñ bouc’h ar bazhadoù !

Diwallomp tudoù : en ur bed e chal, leun a drubuilhoù emaomp o vevañ. N’on ket gwall sur e c’hell ar Stad bezañ salver nevez ar bed ! An demokratelezh ne laran ket ! Homañ an hini a rank bezañ kreñvaet !

Skrivañ a raio ar C’hoursez d’an holl listennoù demokratel da geñver an dilennadegoù-rannvro evit goulenn diganto

  • petra eo o mennozh diwar benn adunvanidigezh Breizh

  • petra vo o oberenn evit yezhoù Breizh hag daoust hag e vo un eil prezidant e karg anezho evel en deiz a hiziv da skouer

  • petra eo o sonj diwar benn beli ar yezhoù kemeret gant ar rannvro rak skuizh omp aet gant diktatouriezh ar C’huzul Stad pe ar C’huzul Bonreizh n’haller ket padout ganti pa’z embannont bewech e vefe hor yezhoù hag hor sevenadur enep d’al lezenn.

Embannet e vo o respontoù ganeomp war hol lec’hienn internet ha kaset ganeomp ivez d’ar c’helaouennoù.

Emichans e klasko an Demokrated mouezhioù gant dereadegezh ha birvilh e doug an dilennadegoù-rannvro da zont, setu da vihanañ c’hoant ar C’hoursez. Ra vint awenet mat gant hevoud Breizh hag ar Vretoned.

Gelver a ra ar C’hoursez an holl Vretonezed hag an holl Vretoned da dapout krog en diviz ha votiñ a vil vern.

Bevet Breizh, bevet hor yezhoù, bevet ar broioù keltiek !

Komzoù lavaret da vare Embann ar re varv en enor da Jean Yves Cozan

Jean Yves Cozan a oa tost ouzh ar C’hoursez. Goulennet en doa bezañ emezelet. E gleñved, siwazh a viras outañ da vont ebarzh ar c’helc’h. Sikouret en deus Jean Yves ar skolioù Diwan hag an holl gevredigezhioù eus an Emsav pe dost. Gantañ omp bet skoazellet da vare kantved deiz ha bloaz ar C’hoursez. Jean Yves a ouie hag a grede mont a enep d’al lezenn ma kave dezhañ e oa direizh e kenver ar Vretoned. Gortoz a reomp c’hoazh tud e karg eveltañ dizaon ha diblegus. Ra vo gwenn da ved da viken, Jean Yves ! Ra vo gwenn da ved ! Ra vo gwenn da ved ha dous ha kuñv gwagenn an disparti !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

 

Pur lowen on ny bos omma gans agan breder a Gernow hag a Gembry. Meur ras dheugh-whi rag agas dynnargh yn Kernow hedhyw mes my a vynnsa godhvos meur ras ynwedh dhe’n Orsedh Kernow rag an dynnargh kolonnek profyes dhe’n Vretonyon dhivroes hag y’n vresel. Yndan skoedhyans « Kowetha Breten Vyghan » gans Chenon Gilbert Hunter Doble, Gwas Gwendron y hanow bardhek, avel Kadoryer. I a wrug ynwedh gweres hag an gwedhwesow hag an omdhivasow Bretonyon ledhys gans an Almaynogyon. Brederedh ynter agan diw vro ni esa omlowenhes ynwedh yn fordh splann gans an Kessedhek Breton a Gernow gans Mester Scoble-Armstrong aga hadoryer. Ni woer ynwedh yn kever an ober mar vryntin Gwas Gwendron adro dhe wonisogeth ha’n yeth Kernow hag y gerensa grev rag Breten Vyghan ha’n Vretonyon. Godhyn Meur Ras yn hanow tus Breten Vyghan dhe’n dus Kernow ha dhe’n Orsedh Berdh Kernow.



Laouen omp da vezan aman gant hor breudeur a Gerne Veur hag a Gembre. Trugarez a laran ivez da Gorsedh Berdh Kernow evit an degemer mat-eston roet epad ar brezel d’ar Vretoned harluet e Breizh-Veur. Dindan paeroniezh ar gevredigezh « The Friends of Brittany » (Mignoned Breizh) renet gant an Aotrou George Hunter Doble, Gwas Gwendron e anv-barzh, e oa bet sikouret ivez emzivaded hag intanvezed an dud lazhet dindan aloubidigezh an Almanted. Lidet e voe ar vreudeuriezh etre hon div vro war an ton bras e Penzans d’ar bemp a viz Gwengolo 1942 gant ar Cornish Breton Committee leviet gant an aotrou Scobel-Armstrong. Gouzout a reomp ouzhpenn labour a bouez Gwas Gwendron, ur mignon gwirion eus Breizh hag he fobl, evit yezh ha sevenadur Kerne Veur. Trugarez e anv Pobl Vreizh da Gorsedh Berdh Kernow. Meur ras dhe’n bobel ha dhe’n Orsedh Berdh Kernow !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Er bloaz-man e vez lidet dek ha tri-ugentved deiz-ha-bloaz dieubidigezh Breizh eus yev an naziegezh.
Karout a rafen trugarekaat aman Gorsedd Beirdd Ynys Prydain evit ar skoazell roet d’ar brizonidi vreizhat warlerc’h ar brezel. Gorsedd Beirdd Ynys Prydain a santas mat penaos Taldir, Drouiz Meur Goursez Breizh ha stourmerien all a oa bet lakaet en toull en un doare direizh. Mont a reas e darempred gant kannaded Kembre e Breujou Breizh-Veur, gant Kannati Bro-C’hall, gant Ministr ar Reizh e Bro-C’hall. Kaset endro gant Kuzul an Eisteddfod hag an Arc’hdrouiz Crwys, Y Parchedig William Williams, e c’hellas ur stropad dileuridi a Gembre dont da vizitan an emsaverien en toull-bac’h. En o rentan-kont hag a reas « evel ur maen pa gouezh en ur poull-raned » hervezh Taldir, e lavaront e oa bet tamallet lod e gaou hag e c’houlennjont un distaoliadeg evito ha ma voe adsavet Goursez Breizh. Gouzout a ouzomp ivez e voe profet un ambulans da ospital Sant Nazer gant ker Kerdiz. Diolch yn fawr i’r Orsedd ac i bobl Cymru !

Trugarez a laran ivez da Gorsedh Berdh Kernow evit an degemer mat-eston roet epad ar brezel d’ar Vretoned harluet e Breizh-Veur. Dindan paeroniezh ar gevredigezh « The Friends of Brittany » (Mignoned Breizh) renet gant an Aotrou George Hunter Doble, Gwas Gwendron e anv-barzh, e oa bet sikouret ivez emzivaded hag intanvezed an dud lazhet dindan aloubidigezh an Almanted. Lidet e voe ar vreudeuriezh etre hon div vro war an ton bras e Penzans d’ar bemp a viz Gwengolo 1942 gant ar Cornish Breton Committee leviet gant an aotrou Scobel-Armstrong. Gouzout a reomp ouzhpenn labour a bouez Gwas Gwendron, ur mignon gwirion eus Breizh hag he fobl, evit yezh ha sevenadur Kerne Veur. Trugarez e anv Pobl Vreizh da Gorsedh Berdh Kernow. Meur ras dhe’n bobel ha dhe’n Orsedh Berdh Kernow !

Saludin a ran ivez gant doujans ha from an ugent bennak a izili ar C’hoursez a stourmas evit ar Frankiz hag an Demokratelezh hag dreist-holl en o zouez ar re a roas o buhez evito : Fanch Stephan, Alc’hweder Kreisker, bet fuzuilhet d’ar 6 a viz Gouere 1944 e Brest, Adrien Delavigne, marvet d’an 19 a viz genver 1945 e kamp-bac’h Mauthausen, Pierre Ropert, kaset da Dora da gentan, da Bergen-Belsen da c’houde, devet bev en ur c’hranj gant an SSed e Gardelegen, Louis Aubert, marv e Kamp Bac’h Neuengamme e miz mae 1945, Loeiz an Dall, barzh Rouzig ar Menhir, reseour bras an tailhou, harluet dindan evezh diouzh Landerne gant gouarnamant Vichy e Rostren abalamour m’en doa en em lakaet a-du gant ar Saozon. Eno e varvas gant an nec’hamant d’an 2 a viz c’hwevrer 1944.

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzhez Veur ha dileuriad ker a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl da geňver ar C’hoursez Digor en deiz a hiziv.

Saludiň a ran an intron Lena Louarn, isprezidantez Kuzul Rannvro Breizh e karg eus Yezhoù Breizh. Gwall laouen omp hiziv o tegemer ur wir stourmerez kement hag un dilennadez youlet-mat da gas waraok an danvez bet fiziet enni. Fellout a ra din saludiň ivez hor mignonez ha c’hoar eus ar C’hoursez, Mona Bras hag a zo ivez, vel ma oar an holl un ezel oberiant eus Kuzul Rannvro Breizh. Me garfe trugarekaat ac’hanoc’h ho taou evit an enor skuillet warnomp gant pennadurezhioù uhel ar C’huzul.

Fellout a ra din menegiň ha saludiň unan all eus ho kenvreudeur ha n’emaň ket amaň, an aotrou Jean Michel Le Boulanger an hini eo, isprezidant Kuzul Rannvro Breizh evit ar respont dispar graet gantaň d’an aotrou Jean-Marc Ayrault hag a fell dezhaň soubaň Breizh en ur podad drailhoù-moc’h eus Le Mans evit fardaň ur rannvro faos, chimik ha divlaz hag a rin me anezhi « la Région Bordeau-Chesnel ». Degas a rin da sonj an ao. Jean-Marc Ayrault lugan ar vruderezh : « Nous n’avons pas les mêmes valeurs ».

Degas a rin da sonj dezhaň ivez abalamour da betra oa bet staget Naoned ouzh Angav e doug ar brezel-bed diwezhaň : abalamour ma oa eno ur renadurezh eus ar Wehrmacht hag ivez abalamour ma oa aesetoc’h ouzhpenn labour ar polis ! Arguzennoù iskis n’o deus netra da welet gant diazezoù ar Republik. Un nebeut goulennoù hon eus memes tra d’ober ouzh an Aotrou Ayrault :

Digant piv e ranko ar Vretoned goulenn an aotre da zifenn o yezh hag o sevenadur er rannvro moc’h ha marc’h a fell deoc’h sankaň deomp ?
Peseurt banniel a vo lakaet da nijal war hon tiez-ker e tal an triliv ha banniel Europa ?
Peseurt banniel ivez war plakennoù hor c’hirri tan ?
Petra teuio da vezaň ar Point.bzh evit hor chomlec’hiou, ur raktres bet skoazellet gant ar Rannvro ?
Piv a vo e karg eus aferiou ar mor hag ar vartoloded ?

Breizh n’he devezo ket mui zoken ar gwir da vezaň ur wir rannvro met un isrannvro ha tra ken. Adsevel a ra Jean Marc Ayrault a benn ar fin ar pezh a veze anvet Marziou Breizh er Grenn Amzer. Pebezh spered arnevez, vat !

Kredit lavaret, aotrou Ayrault, asamblez gant ho kenseurted evel an impalaerien frankeg araozoc’h : « Aon hon devez rak ar Vretoned rak n’int ket Fransizien e gwirionez, prest int da zilezel Bro-C’hall. Aon hon devez rak ar Bonedoù Ruz pa nac’hont ma vefe sammet Breizh gant taillou war an henchoù bras ».

Aon ha disfiziaňs o vagaň ho sorc’hennoù hepken : n’eo ket sirius tamm ebet. Ne glot ket gant kalite unan hag a zo bet kentaň ministr !

Evit gwir emaň ivez Jean Marc Ayrault o klask plasoù nevez evit teuler revr tudjentil evel an ao Auxiette e kenkaz vefe hennezh dilabour rak n’eo ket sur tamm ebet o defe ar broioù tro war dro ezhomm anezhaň ma vefe didroc’het ur wech c’hoazh kartenn ar rannvroioù. Saving Private Auxiette ! Asinus asinum fricat !

Goulenn a ra Goursez Breizh ma vefe doujet da volontez ar bobl : hervezh ar sontadeg goulennet dek devezh’zo gant ar gevredigezh Breizh Unvan, 55 dre gant eus an holl Vretoned a sav a-du gant Breizh Pemp departamant, ha nemet 6 dre gant evit ma vefe kemmesket Breizh gant ar Pays de Loire, 8 dre gant e miz ebrel, war zigresk emaň ar savboent-se neuze.

Goulenn a ra ar C’hoursez ma vefe nullet an amantamant Da Silva, hennezh o reiň kement a bouez da ali ur rannvro o koll un departamant ha da alioù an departamant e unan hag ar rannvro ouzh e zegemer. Ret e vije ouzhpenn dont a benn da vodaň tri fempved eus ar mouezhioù e barzh an tri c’huzul e kont. Kazi dibosupl da seveniň, setu un amantamant hag a vir ouzh an traou da vont waraok !

A enep tout an troidelloù-se e c’houlenn ar C’hoursez ma vefe goulennet o ali dre referandom digant tud al Liger Atlantel koulz ha digant re an departamanchoù all a Vreizh.

Daoust hag en defe an tu kleiz aon rak ar bobl ?

Delc’her a raio ar bobl da sevel e vouezh pelloc’h, koulskoude.

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Evel er bloavezhioù tremenet, e vo Goursez Breizh e Naoned d’an 18 a viz Mae 2014 da geňver an Daoliad Vras.

Graet e vo ul lid en enor d’ar Winiennerien a Vreizh hag a gevret gant kompagnunezoù all evel ar Varc’heien Bretvin da skouer.

E giz se e tiskouezo ar C’hoursez penaos e sav a du gant stourm ar Winiennerien evit kaout ul label Gwin a Vreizh o talvezout kement hag idantelezh, brud vat hag oberiantiz ekonomikel, traoù a bouez evit krouiň plasoù-labour ha madoù e Breizh.

Dre m’emaň ar bed politikel o tidroc’hiň Bro-C’hall ur wech c’hoazh d’ober rannvroioù nevez ha dre ma’z eus tu marteze da zaskor Bro Naoned d’he bro orin, e teu donedigezh ar C’hoursez e Naoned da vezaň un arouez a zoare.

Ouzhpenn-se e vo lidet ar pemp kantved deiz-ha-bloaz eus marv Anna Vreizh hag he doa graet he seizh gwellaň da zifenn gwirioù he bro.

Met benn ar fin e vo tro ivez da ebatal asamblez gant mignoned, da gejaň gant tud a faeson ha da ziskouez hor fizians e amzer da zont Breizh, hor bro.

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Karout a rafen saludiň amaň hiziv Archdrouizez Kembre Christine James hon eus bet an enor bras da zegemer e Goursez Breizh daou vloaz zo bremaň, saludiň ivez pobloù Keltia hag o dileuridi. Diolch yn fawr am eich croeso !

Stourmerien sevenadur hag identelezh Breizh a zo aet ar maout ganto abaoe ar bloaz tremenet e keňver daou boent arouezius
da gentaň ez eo bet anavezet ar festoù-noz gant an UNESCO evel glad sevenadurel dizanvezel an denelezh. Ar fest noz zo bet adlaňset war lerc’h ar brezel bed diwezhaň ha deut eo da vezaň bremaň ur merk anat eus personelezh pobl Vreizh. Un dra a bouez eo anaoudegezh an UNESCO, a gav deomp peogwir ez eo evelse war an dachenn etrevroadel anzavet pobl Vreizh hag ivez ar perzh degaset ganti da familh vras an denelezh. N’eo ket siwazh memes tra en he bro dezhi hec’h unan rak emaň atav e goulou bezaňs nemetaň ar bobl c’hall. Republik Bro-C’hall ne c’hell ket pe ne fell ket dezhi kentoc’h anzav ez eus pobloù all o vont d’ober pobl c’hall.

Un eil paz waraok eo bet trec’h stourm ar gevredigezh pointbzh skoazellet gant Rannvro Breizh. Goulenn a rae ar Vretoned ma vefent bet gouest da gaout chomlec’hioù ebostel gant bzh, lizherennoù tennet eus Breizh anv hor bro a vez gwelet muioc’h mui war hor c’hirri-tan. Bez’ e c’hello neuze ar Vretoned diskouezh splann o identelez dirak ar bed a bezh. Un dra vat hag a gas waraok ar c’hoant da vezaň anavezet evel pobl.

Ne c’hellan ket menegiň amaň an holl dud hag a stourm bemdeiz evit sevenadur hor bro dre o fluenn, o mouezh, o barregezh war dachenn an arzoù, ar sonerezh, ar bolitikerezh met saludiň a ran o c’halonegezh diblegus evel Drouiz Meur Goursez Breizh.

Stourm ar pobloù keltiek all zo bet atav ur skouer frealzus evidomp-ni, Breizhiz, ha ra gendalc’ho hor breudeuriezh da virviken !

Keuz hon eus koulskoude n’eo ket bet doujet d’e bromesa niverenn c’hwec’h hag hanterkant gant ar Prezidant Hollande ; kadarnaat Karta Europa ar Yezhoù Rannvro. Ret eo kemm lezenn veur ar Stad c’hall evit ma vefe posubl hen ober. Pevar ministr ginidig a Vreizh a zo er gouarnamant hiziv. Ur c’hannad breizhat warnugent a zo er Parlamant, an holl a du evit ma vefe kadarnaet ar Garta. Kuzul rannvro Breizh a ro e vouezh da glevet ivez. Kelaouennoù Bro C’hall a gomz eus ur « Breizh Power ». Spi hon eus e teuio a-benn ar galloud-se asamblez gant sitoyaned hor bro da cheňch penn d’ar vazh !

Hir oes i heddwch rhwng y Cymry a’r Llydawyr !
Hir oes i gyfeillgarwch a brawdoliaeth yr holl bobloedd celtaidd!
Hir oes i frawdgarwch a heddwch y byd i gyd!

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzhez Veur ha dileuridi a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl war an dachenn-maň en deiz a hiziv. Fellout a rafe din da gentaň saludiň hor mignonez ha c’hoar eus ar C’hoursez, Mona Bras hag a zo ivez, vel ma oar an holl un ezel oberiant eus Kuzul Rannvro Breizh. Me garfe trugarekaat anezhi evit an enor skuillet warnomp gant pennadurezhioù uhel ar C’huzul.

Fellout a ra deomp ivez saludiň Christine James an Arc’hdrouizez da zont rak evit ar wech kentaň ez eus bet dilennet ur vaouez e penn Goursez Kembre. An dra se a ziskouezh ur wech ouzhpenn eo digor kement karg da bep hini en hor Goursezoù diouzh an dellid ha paz diouzh ar reizh. Goulenn a ran digant hor mignonez Mererid digas da Gristine James hor gwellaň hetoù a berzh Goursez Breizh.

Pour ha trinchin a zo reiň d’ar bloavez tremenet abaoe ar C’hoursez diwezhaň.

Pour hep mar ebet p’hon eus gwelet e oa bet degemeret ar festoù noz gant an UNESCO evel glad sevenadurel dizanvezel an denelezh. Eus an estrenvro e teu ar vrud vat-se. Un trec’h eo bet keloù an anaoudegezh-maň evit an holl re a stourm diehan evit sevenadur Breizh. Anavezet eo Pobl Vreizh e gwirionez war an dachenn etrevroadel tra ma ‘z eo dianavezet koulskoude en he bro dezhi hec’h unan o vezaň m’emaň hor pobl e goulou bezaňs nemetaň ar bobl c’hall. Sonjal a ran en un den hag a zo bet ur mestr dispar evidon, da lavaret eo Loeiz Roparz. Gant hennezh’vat ‘z eus bet roet laňs d’ar festoù noz war lerc’h ar brezel. Saludiň a ran hiziv gant grad vat un touller-hent, un den trec’h gant nerzh ar galon hag gant feiz en e bobl hag en e vro.

Pour hon eus da reiň c’hoazh p’hon eus gouezet e oa aet ar maout gant ar gevredigezh pointbzh skoazellet gant Rannvro Breizh. Bez’ e c’hello neuze ar Vretoned diskouezh splann o idantelezh en ur c’houlenn kaout ur chomlec’h ebostel gant teir lizherenn tennet eus anv o bro. Un dra vat hag a gas waraok ar c’hoant da vezaň anavezet evel pobl. Dont a raio ar gwir ganeomp, tudoù.

Ar C’hoursez a zo lorc’h enni hec’h unan o welet e talc’h da vont pelloc’h ar stourm kroget ganti evit reiň da Vreizh arouezioù eus hec’h idantelezh. Eus renkoù ar C’hoursez e teu ar banniel Gwenn ha Du ha Bro Gozh Ma Zadoù ur c’han oc’h ober tamm ha tamm muioc’h a verzh.koulz ha troïdigezh kentaň an Internasional. « Hor pobl a vo trec’h un deiz» evel ma vez kanet a wechoù.

Trinchin avat a zo ivez da reiň. François Hollande pa oa danvez-prezidant, en doa embannet e vije bet kadarnaet Karta Europa ar Yezhoù Rannvro. Mennad c’hwec’h hag hanterkant eus e brogram e oa kement-se ! Met peogwir e ranker cheňch Lezenn-Veur ar Stad, e ya bremaň ar Prezidant dilennet war e gil ! Dindan gwask ur strollad tud na weler morse er straedoù o tibunaň, tud ne’n em ziskouezhont ket.

Tud n’eus skoazell ebet dezho aberzh ar bobl. Tud ha n’int ket gouest nemet da vont d’al lezvarn evit lakaat da gondaoniň kement tra a sav a enep d’o sorc’henn strizh eus ar Republik.

Sevel a reont zoken a enep ul lezenn votet gant tud hag a zo bet dilennet gant ar bobl. N’eo ket bet nullet gwir an noblaňsoù gant an Dispac’h Bras : deut eo ar gwir divin da vezaň ar gwir jakobin.

Un dra a fell deomp lavaret d’ar Prezidant : seulvui ma vez kerse d’ar bobl abalamour d’ar promesaoù dilezet gant an hini zo aet ebarzh, seulvui e vez kollet fiziaňs e diazezoù ha reolennou an Demokratelezh.

Rebarbiň en ur chom hep mont da votiň pe en ur votiň evit tuioù eus ar penn pellaň a lak ar Republik gwirion en arvar. Ar Republik-se a gomzomp-ni diwar he fenn a zo disheňvel un tamm mat diouzh ar Republik sorc’hennet gant kroazidi ar Preder digemm ha sonnet.

Ar Republik-se a zo marvet eviti miliadoù a dud eeun ha dister a hed an istor. O tifenn edont an hevoud, an Demokratelezh hag ar Frankiz ne vern katekiz integristed ha fondamantalisted ar Republik.

E Breizh warlene eo bet dilennet deputeed strollad ar Prezidant gant un dregantad bras a vouezhioù. An holl parlantourien se o deus goulennet e vefe doujet d’ar bromesa C’hwec’h hag hanterkant gant ar Gouarnamant.

Savet eo kuzul Rannvro Breizh a du ivez gant ar mennad-se.
Kuzulioù-ker, kevredigezhioù, sitoyaned a zo bet savet o mouezh ganto da c’houlenn ivez ma vefe roet ur statud a faeson d’hor yezhoù.

Laoskel a ra ivez ar C’hoursez he mouezh da vale asamblez gant nerzhioù demokratel Breizh : ra glevo ar Prezidant Hollande mouezh hor bro ha ra zeuio amaň da gemenn deomp holl eo poent bras cheňch da vat penn d’ar vazh.

Kaset e vezo skrid ar brezegenn maň asamblez gant ul lizher d’ar Prezidant Hollande.

Ra vo trec’h an Demokratelezh !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Bep c’hwec’h vloaz e Lokorn e vez lidet an Droveni vras. Stag eo an orin anezhi ouzh lidoù kozh-Noe, ken kozh da vihanan ha nevez-oadvezh ar maen peogwir e kaver war an hent ur maen bras a vez graet ar Gazeg Vaen anezhan.

War lerc’h labourioù Josef Loth e doug ar bloavezhioù ugent ha re Donasian Laorent eus Kreizenn an Enklask breizhek ha keltiek, e vez anzavet ar bale-se a dreuz maezioù ar Porze evel ur daolenn eus deiziadur kozh ar Gelted sevenet ha peurreizhet evel ma ouzer gant an Drouized.

Koat Nevet eo anv ur c’hoad en dro war dro. Derc’hel a ra an anv se da nemeton, d.l.e santual an Drouized. En despet d’ar gristeniezh e vez lidet c’hoazh lidoù strujusted gant ar maouezed.
Dispar penaos ez eus bet dalc’het d’al lid-se gant pobl Vreizh a hed ar c’hantvedoù.

Kavout a ra da z-Donasian Laurent e vefe chomet bev al lid abalamour m’eo bet kristennet . Kentoc’h e kav deomp ez eo abalamour n’eo ket deut a-benn an Iliz d’e zisgwrizhiennan, setu ez eus bet ledet warnan ganti ur vantell gristen.

Keben o stourm er vojenn a enep Ronan da zifenn ar c’hredennoù kozh a zo arouez an enebiezh se ouzh al lezenn gristen. Trec’h eo bet bolontez start tud ar Porze a benn ar fin.

Fellout a ra d’ar C’hoursez lakaat da badout al legadenn brizius-se a berzh an Drouized kozh .
Doujan a ra da birc’hirinded ar Gristenien eveljust, dieub pep hini da welet an traoù e doare pe zoare. Ar frankiz a zo dezhi ur plas a feson en Droveni zoken. Bez’e c’hell pep hini hec’h ober evel ma kar, e unan pe a-stroll, diouzh an deiz koulz ha diouzh an noz, en ur gemer penn an hent e lec’h m’en deus c’hoant gant ma vo echuet gantan ar valeadenn er memes lec’h.

Ne c’hell den ebet kuriuzin e spered pe e kalon ar re a lak o c’hammedoù war roudoù ar rummadoù tud eus an amzer wechall.

Ur valeadenn hag ul lid a vo graet gant ar C’hoursez en he fart eveljust.Doujan a reomp evel dalc’hmat d’ar c’hredennoù all ha da dud ar Porze. Ar frankiz meneget ganeomp uheloc’h a c’houlenn habaskter digant an holl .

Evel reoù all emaomp war glask an Neved, o veajin ennomp hon unan hag en tu all deomp hon unan, unanet gant an Douar hag an Elfennoù. Un hent divin a vo diskoachet gant lod ouzhpenn. Un Droveni vat a hetan e 2013 d’an holl avat !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Bep c’hwec’h vloaz e Lokorn e vez lidet an Droveni vras. Stag eo an orin anezhi ouzh lidoù kozh-Noe, ken kozh da vihanan ha nevez-oadvezh ar maen peogwir e kaver war an hent ur maen bras a vez graet ar Gazeg Vaen anezhan.

War lerc’h labourioù Josef Loth e doug ar bloavezhioù ugent ha re Donasian Laorent eus Kreizenn an Enklask breizhek ha keltiek, e vez anzavet ar bale-se a dreuz maezioù ar Porze evel ur daolenn eus deiziadur kozh ar Gelted sevenet ha peurreizhet evel ma ouzer gant an Drouized.

Koat Nevet eo anv ur c’hoad en dro war dro. Derc’hel a ra an anv se da nemeton, d.l.e santual an Drouized. En despet d’ar gristeniezh e vez lidet c’hoazh lidoù strujusted gant ar maouezed.
Dispar penaos ez eus bet dalc’het d’al lid-se gant pobl Vreizh a hed ar c’hantvedoù.

Kavout a ra da z-Donasian Laurent e vefe chomet bev al lid abalamour m’eo bet kristennet . Kentoc’h e kav deomp ez eo abalamour n’eo ket deut a-benn an Iliz d’e zisgwrizhiennan, setu ez eus bet ledet warnan ganti ur vantell gristen.

Keben o stourm er vojenn a enep Ronan da zifenn ar c’hredennoù kozh a zo arouez an enebiezh se ouzh al lezenn gristen. Trec’h eo bet bolontez start tud ar Porze a benn ar fin.

Fellout a ra d’ar C’hoursez lakaat da badout al legadenn brizius-se a berzh an Drouized kozh .
Doujan a ra da birc’hirinded ar Gristenien eveljust, dieub pep hini da welet an traoù e doare pe zoare. Kavout a ra ar frankiz ur plas a feson en Droveni zoken. Bez’e c’hell pep hini hec’h ober evel ma kar, e unan pe a-stroll, diouzh an deiz koulz ha diouzh an noz, en ur gemer penn an hent e lec’h m’en deus c’hoant gant ma vo echuet gantan ar valeadenn er memes lec’h.

Ne c’hell den ebet kuriuzin e spered pe e kalon ar re a lak o c’hammedoù war roudoù ar rummadoù tud eus an amzer wechall.

Ur valeadenn hag ul lid a vo graet gant ar C’hoursez en he fart eveljust.Doujan a reomp evel dalc’hmat d’ar c’hredennoù all ha da dud ar Porze. Ar frankiz meneget ganeomp uheloc’h a c’houlenn habaskter digant an holl .

Evel reoù all emaomp war glask an Neved, o veajin ennomp hon unan hag en tu all deomp hon unan, unanet gant an Douar hag an Elfennoù. Un hent divin a vo diskoachet gant lod ouzhpenn. Un Droveni vat a hetan e 2013 d’an holl avat !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Kleze meur ar C’hoursez a zo bet diskouezhet evit ar wech kentaň e Goursez Digor Lokorn e miz Eost 1912.

Fardet e oa bet e Pariz gant ar stal Gutperle warlerc’h ur sav-arc’hant aozet gant ar C’hoursez.

Setu penaos e oa bet deskrivet : hirder en holl daou vetrad, hirder al laonenn ur metrad ha pevar-ugent ; dir glazet lemm eus an daou du, kinklet gant ur garlantez uhelvarr, melchon ha derv.

El laezh, skoed Breizh, kelc’hioù hag arouezioù drouizek, un dornell houarn alaouret ha kizellet par da hini ar c’hlezeoù galian.

Ar feur zo bet fardet e ler bosigellet. 300 lur en deus eň koustet. Ar feur a vremaň a oa bet fardet e koad diwezhatoc’h e 1932 gant un arzour anvet Lissilour.

Kant vloaz zo edo ar C’hoursez e Lokorn. War ar Gazeg Vaen e pignas Kaledvoulc’h d’ober e brezegenn d’ar bobl.

Edo ar C’hoursez o vale war roudoù an Drouized kozh ma oa o neved e lec’h m’emaň douar Lokorn en deiz hiziv.

Dav eo din kemenn e vo graet ganeomp-ni ur wech c’hoazh Tro an Neved er bloaz a zeu e miz gouere 2013 da heul giz vat hon tud kozh.

Baleomp ur wech c’hoazh war o roudoù gant doujaňs d’an holl re a zo diwanet diwar o skouer.

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Hebarc’h dileuridi a Gembre, a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl war an dachenn-maň en deiz a hiziv. Fellout a rafe din da gentaň iskuziň an Intron Lena Louarn, Is-prezidantez Kuzul Rannvro Breizh he deus kemennet deomp ne c’helle ket bezaň hiziv ganeomp-ni, dalc’het m’eo en ul lec’h-all gant dleadoù he c’harg.

Saludiň a garfen ivez unan ha n’emaň ket amaň ha e vo kaoz anezhaň ganin : Prezidant kozh Rannvro Breizh an hini eo, an aotrou Yann Erwan An Drian m’eo bet anzavet koulskoude an dellezoù anezhaň gant pennoù bras nevez Bro-C’hall pa’z eo bet anvet da vinistr nevez’zo. Keuz am eus un tamm evit Breizh, pa laran deoc’h, rak evit ar wech kentaň e istor ensavadurioù ar rannvro , o deus kalz a Vretoned, me en o mesk da vihannaň, santet e oa unan a benn ar fin o sturiaň ar vag. Hetiň a ran a vouezh uhel e chomo bepred ur Breizhad gwirion, un den a spered digor hag a gendalc’ho da stourm evit e vro c’hinidig. Chaňs vat dezhaň en e garg nevez ha chaňs vat ivez d’an aotrou Pierrick Massiot, ar Prezidant nevez na c’hell ket bezaň ganeomp hiziv. Digarezet eo eveljust.

Plijadur non eus ivez o tegemer hiziv ivez, paotred ha merc’hed o plantaň tan, startijenn hag imor vat e bed ar sonerezh e Breizh. Eus ar Skarzherien Peulvanoù a fell din komz. Tro hor bo da gontaň kaoz asamblez da welet hag-eň e c’hellomp reiň muioc’h a don c’hoazh d’an hengoun. Degemer mat, tudoù ha bec’h deï !

Ur bloavezh heverk eo hemaň.

Heverk da gentaň pa’ z eus bet ur cheňchamant e penn republik Bro C’hall. Ne sell ket kement se war eeun ouzh ar C’hoursez rak ne savomp ket a-du gant un tu pe egile. N’omp ket ur strollad politikel ha ne aliomp den ebet war an dachenn-se.

Memes tra e c’heller merzout ur fed hag a dalvez ar boan bezaň meneget.

Pa ‘ z eo deut e Kemper François Hollande, paotr ar Strollad Sokialour, etre an div droad da zilenn ar Prezidant, en-deus hemaň embannet penaos en doa graet e gonchoù ha ma oa degouezhet er penn kentaň d’ar redadeg e oa a drugarez d’ar Vretoned. An hevelep prederi eveljust a c’hell bezaň lakaet war wel gant pep hini diwar benn an eil troad pa z’eo aet da vat François Hollande e barzh.

Un dra’zo sur, tudoù : an hini a zo bet skarzhet warlerc’h bezaň graet fae e meur a geňver war ar Vretoned epad pemp bloaz, n’ouzomp ket atav en deiz a hiziv abalamour da betra, hennezh a zo bet digaset dezhaň an dorzh d’ar ger ganto en un doare splann, net ha pizh, krak ha krenn ! Dav vo neuze d’ar bolitikourien prederiaň meur a wech araok laňgachat hor bobl, ma fell dezho bezaň dilennet d’an nebeutaň !

Gortoz a ra bremaň ar C’hoursez evel ar Vretoned ma vo dalc’het d’e her gant ar Prezidant nevez, d.l.e ma vo kadarnaet Karta ar Yezhoù-Rannvro ha kaset da benn un abadenn digreizennaň ouzhpenn gant galloudoù pouezusoc’h roet d’ar Rannvroioù da geňver ar foňsaň-arc’hant d’an embregerezhioù, an tailhoù-lec’h ha kiriegezh nevez war an dachenn se. Da ziwall’ zo eveljust. Michaňs ne vo ket Yann pell diouzh e gazeg !

P’emaomp ganti hon eus ni gwelet gant plijadur ar strolladoù politikel nemet hini Marine Le Pen, o plantaň bruzunadoù brezhoneg en o follennoù-brudaň zoken mignoned Jean Luc Mélenchon.

Hennezh a ra ur sektenn eus ar skolioù Diwan hag a embann n’eus ket ur yezh wirion eus ar brezhoneg nemet peder rannyezh ha n’ouzon ket c’hoazh peseurt randonerezh !

E vignoned, brezhonegerien a faeson en o zouez, m’o defe c’hoant rastellat muioc’h a vouezhioù du-maň e vo start dezho, en despet d’o bolontez vat, desachaň ar begou lipous gant seurt pouloudennoù en o zoaz-krampoezh politikel. Daoust ha klevet e vint a benn ar fin gant o rener muiaň karet ?

Ur bloavezh heverk ez eo bet ivez a drugarez d’ar Redadeg 2012 evit ar Brezhoneg. Berzh he deus graet an darvoudenn hag izili ar C’hoursez o deus kemeret perzh evel boas.

Ur bloavezh heverk eo c’hoazh dre m’he deus ar C’hoursez skoulmet liammoù da geňver Gouel Erwan gant tud ar gwin e Breizh. Tud a galon, Bretoned lorc’hus hag emichaňs e c’hellimp kenlabourat evit mat hor bro.

Ur bloavezh heverk ivez evidomp-ni atav dre ma ‘z eus bet sevenet un dezenn gant ur studier e Skol Veur Brest a zivout Gwenc’hlan ar Skoezeg, hor pempved Drouiz Meur ha kement en deus eň degaset d’an Drouiziezh, d’ar C’hoursez ha da Vreizh. Un notenn dreist en deus bet an Aotrou Gregory Moigne digant e gelennerien evit e labour sirius hag a ziskouezh un dra a bouez evidomp ni : un danvez dellezek eo ar C’hoursez eus ul labour skiantel, skolveuriek.

Anaoudegezh vat ivez e keňver labour Gwenc’hlan evit e vro hag an hengoun anezhi. Gant lorc’h e saludomp ar sal nevez a vo digoret e Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek e Skol Veur Brest. Eno e vo kavet levraoueg Gwenc’hlan hag an holl deňzorioù legadet gant e wreg Bernadette Le Huche-Ar Skoezeg. Bez’e c’hello neuze an holl mont dezho ha tennaň o mad anezho. Me zo sur eo gwenn e ved gant Gwenc’hlan o welout kement se.

Neventi vat d’ar Vretoned ! Ra chomoc’h holl yac’h ha prest da vont waraok !Bevet hor Goursezoù ! Bevet Keltia ! Bevet Breizh !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Laouen bras eo gant ar C’hoursez hag an Drouiz Meur peurgetket ho tegemer amañ hiziv, intron Izprezidantez Breizh.

 Evel m’hon eus ni hen embannet warlene : ar c’hentañ eus ar Vretoned eo Prezidant Kuzul Rannvro Breizh dilennet gant an darnvuiañ eus an dud.

 Gwechall e veze renet Breizh gant ur prefed dibabet gant ar c’houarnamant c’hall.

 En deiz a hiziv e vez dilennet Prezidant Kuzul Breizh gant ar bobl. Goursez Breizh a gav dezhi ez eo ur paz waraok war hent an Demokratelezh ha gwirioù ar pobloù. Eveljust e c’hortozomp bepred distro Bro Naoned ha c’hoant hon eus e vefe kreñvaet galloudoù hor Bro giz e Bro Skos hag e Bro Gatalounia.

 E chal omp koulskoude d’ho saludiñ hervezh ho renk.

 Lavarit hol levenez d’an Aotrou Yann Erwan An Drian, mar plij !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Hebarc’h Dileuridi a Gembre, a Gernev Veur, Breudeur ha C’hoarezed, Mignoned ker.

 Degemer mat a lavaran deoc’h holl war an dachenn-mañ hiziv.

 Div wech c’hoazh hon eus bet tro er bloaz-mañ da lenn pe da glevet komzoù disprizus diwar benn ar Vretoned.

 E miz meurzh e oa tamallet da zaou stourmer dirak lezvarn galv Roazhon bezañ livet ur panel e Nozieg da skrivañ warnañ e oa departamant Liger Atlantel ul lodenn eus Breizh.

 Goulennet o doa digant ur mignon dont da vezañ test eus o brud vat. Hennezh a faote dezhañ touiñ e brezhoneg pa’z eo ar yezh-se gantañ war ar pemdez.

 An aotrou Pierre Dillange, ur barner anezhañ e karg eus ar prosez, a embannas krak ha berr « je ne comprends pas votre baragouin » ! Nac’hañ’reas neuze ‘ yafe pelloc’h an den-test gant e gomzoù.

 Ar brezhoneg evel ar yezhoù rannvro all a zo bet enskrivet ez eus anezhañ e Bonreizh Bro C’hall. Kement-se n’eo ket kalzig a dra sur awalc’h.

Koulskoude dre ma’z eo ar Vonreizh lezenn uhellañ Bro C’hall ha dre ma vez ur barner e karg da zoujañ ha da lakaat ar sitoyaned all da zoujañ d’al lezenn e tlefe ar barner se rein ar skouer vat, kea ? Al lezenn c’hall a zo da gentañ ul lezenn c’hallek’vat ! Netra nevez dindan an oabl e Bro Frañs nemet ar fae war ar Vretoned ur wech c’hoazh !

 E miz ebrel e voe ar ganerez Nolwenn Ar Roue an hini voe taget abalamour d’he lignez a Vreizh en ur gelaouenn eus an tu kleiz war ‘vez lavaret. Hervezh speredoù uhel Bro C’hall, ne c’hell ur Breizhad pe ur Vreizhadez bezañ nemet ur Chouan warlerc’hiet ha gwez ha sevel a ra hor c’henvroïz a-du gant strollad Marine Le Pen sañset, zoken pa n’eo ket gwir-bater pa seller ouzh disoc’hoù ar votadegoù !

 Hon gourc’hemennoù c’hwekañ a gasomp da Nolwenn Ar Roue evit ar respont a faeson he deus hi graet d’an teod fall binimus a gunujenne anezhi.

 Aze’mañ an dalc’h, tudoù! Pobl Vreizh n’eus ket anezhi hervezh al lezenn. Daoust ha permetet eo ganti kunujenniñ ac’hanomp memes tra?

N’hon eus ket disonjet penaos e voe nac’het klevet ar c’hlemm douget gant Galv ar Vretoned evit an Demokratelez e miz Gouereñv 2006 a enep ur farouell eus Pariz a lakae ac’hanomp evit farsal, sañset, a renk gant ar moc’h hag a rae ac’hanomp ivez tud nammet o c’horfoù abalamour d’o ganedigezh e Breizh !

 E penn kentañ ar bloaz-mañ e miz genver oa bet kondaonet tud bet dispaket ganto en ur stad fobal ur giton hag a gunujenne tud Hanternoz Bro C’hall abalamour ma oa skrid ar giton se ur broud da gasaat tud all.

 Ur c’hammedig bihan tre waraok memes tra.

 E penn kentañ ar bloaz mañ ivez, e miz c’hwevrer, en doa divizet Prezidant Rannvro Breizh dougen klemm a enep ur gevredigezh ekologourien eus Pariz dre ma kave dezhañ e oa koulzad-brudañ ar gevredigezh se a enep ar bezhin glas oc’h ober gaou da skeudenn Breizh. N’ouzomp ket c’hoazh en deiz a hiziv hag eñ e tisoc’ho an traou war an tu mat, gwelet ‘vo.

 Skeudenn ar vro zo un dra a bouez a dra sur met enor ha gwirioù hor bobl a zeu deomp da gentañ penn ha dreist pep tra.

Setu e c’houlennomp groñs digant Prezidant ar Rannvro hag eñ ar c’hentañ eus ar Vretoned hag o dileuriad dirak an holl, da sevel e vouezh na petra’ta ! da zougen klemm ha da vezañ kevrenn-geodedel bewech ma vezo divrudet enor ha dellezegezh ar Vretoned. Bez ‘e c’hellfe mont an taol er c’hleuz’vat met un taol politikel e vo memes tra war hent an emskiant hag an doujañs dleet da gement ezel eus familh vras Mabden.

 Bevet Breizh, bevet ar Vretoned, bevet ar broioù keltiek,bevet hor Goursezoù !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

D’an 18 a viz Gouere vo lidet Goursez Digor Breizh en Arc’hanao. Degemeret e vo diluridi Kembre ha kerne-veur evel bep bloaz. Da 11 e e vo an emvod. Er bloazh-mañ vo dalc’het soñj eus marv Lemenik Kenta drouiz meur eus ar c’hoursez Breizh.

Tres kêr :

Auberge du Cleuziou Arzano

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

D’an 12 a viz Gouhere e vo lidet en ostaliri ar C’hleuzioù en Arzhanoù (Penn-ar-Bed) 110vet bloavezh ar C’hoursez, Breudeuriezh Drouizien Barzhed hag Ovizien eus Breizh, asambles gant dileuridi Kembre ha Kernev-Veur adal 11 eur vintin.

Un digarez e vo da ober brud d’an Arc’hdrouiz a Gembre Hwfa Môn ha da dThomas Paines. Anavezet eo bet ar C’hoursez e miz Gouhere 1899 gant Ac’hdrouiz Kembre, Hwfa Môn (da zistagañ Houva Monn). Lennet e vo d’an 12 a viz Gouhere e-diabarzh kelc’h ar C’hoursez ur varzhoneg bet skrivet gantañ. Abaoe 1899 e vez lidet Unaniezh ar C’hleze da ziskouez al liammoù adkavet etre ar pobloù keltiek a bep tu da Vor Breizh, e-kerzh ar C’hoursez Digor, lid foran a vez dalc’het bep bloaz. E kreizig-kreiz liderezh ar Goursezoù e vo ar bloaz-mañ dre ma vo lidet e Kernev-Veur evit ar wech kentañ ivez. Gant al lid-se, savet diwar menoz ar barzh Lamartine, e vez diskouezet strivoù ar Goursezoù a-benn sevel un Europ unanet hag e peoc’h. War an dro e vo ivez daou c’hant vloaz marv Thomas Paine (1737-1809), ur gwir « sitoaien ar bed » ma’z eus (sitoaien saoz, amerikan ha gall eo bet !) Mignon d’an Dispac’h gall, skrivet en doa Paine « the Rights of Man » (Gwirioù Mab-Den) evit respont d’ar virourien vreizhveuriat, a oa bet embannet e 1792. Abegus ouzh ar roueelouriezh vreizhveuriat, rediet e oa bet da vont d’an harlu er Stadoù-Unanet e-lec’h ma souteno an Insurgents gant ur flemmskrid brudet a roio nerzh da Washington, Benjamin Rush ha John Adams. Distroet e 1787 e bro Saoz e yeas da vro C’hall evit souten ar Republik. Anvet sitoaien gall d’ar 24 a viz Eost 1792, dilennet e oa bet kannad departamant ar Pas-de-Calais er Goñvañsion d’ar 6 a viz Gwengolo 1792. Lakaet en toull-bac’h da vare ar Spont, rebechet e oa bet outañ a vezañ eus tu ar Jirondined ha bezañ saoz a-orin. Er Stadoù-Unanet e oa aet goude da vevañ betek fin e vuhez. Keneil Iolo Morgannwg a voe savet gantañ Goursez Kembre e 1792, anavezout a rae Paine an drouizelezh a oa evitañ orin gwirion ar Frañkvasonerezh. En e levr a oa bet embannet diwar-benn an dra-se goude e varv e tiskouez bezañ komprenet, a-raok kement hini, an dalvoudegezh hollvedel a zo gant an drouizelezh. En e brezegenn digeriñ en deus graet Barack Obama anv eus Thomas Paine a voe unan eus diazezerien an Amerik, ijinet gantañ an anv « Stadoù Unanet » hag ur stourmer entanet a-enep d’ar sklavelezh. N’eus bet heklev ebet da 200 vloaz e varv er mediaoù breizhveuriat, evel m’en diskouezas ar gelaouenn bemdeziek The Guardian d’an 9 a viz Mezheven 2009. Ne hañval ar Frañs bezañ mennet da ober gwelloc’h. Gant Goursez Breizh e vo divanket an dra zipitus-mañ d’an 12 a viz Gouehere en Arzhanoù.

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Nann d’ar c’hlanidigezh etnikel !

 

Ar ger « communautarisme » a vez graet gantan alies gant lod eus aduidi nemeto ar mennozioù republikan da gas da get oberiantiz strolladoù sevenadurel, relijius pe etnikel ha mirout ouzh ar strolladoù se ma vefe gounezet gwirioù ganto. Peget e vez seurt skritell ouzh kein difennourien yezh ha sevenadur Breizh.

Oberiantiz ar strolladoù tud se ha pa vefe kaset da benn e framm ar stourm demokratel, a vez tamallet dezhi memes tra lakaat en arvar unvaniezh ha dirannadusted ar Republik.

Goursez Breizh, Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, kevredigezh preder dengar, a felle dezhi sachan evezh an dud war an traou gwirion evel m’emaint a eneb d’ar sorc’hennoù filozokel skignet gant aduidi nemeto ar Republik.

Evit gwir eman pennaenn ar wallziforc’h e lein ar Stad republikan. Klask a ra al lein se ober un diforc’h etre an dud dezho ar vroadelezh gall, ar pezh a zo kontrol d’ar mellad kentan eus al Lezenn Diazez.

Gwashoc’h c’hoazh : dibabet o deus renerien ar Republik gall skein gant ur strollad etnikel ispisial, d.l.e ar Romed, anezho koulskoude sitoyaned eus Europa evel ar C’hallaoued.

Ar c’hreskadur-se en euzhusted a deu war lerc’h an aergelc’h mougus skignet gant an diviz diwar benn idantelezh broadel Bro C’hall

Dija o deus graet ar c’hazetennoù en estrenvro gant « glanidigezh etnikel » (« ethnic cleansing ») eus politikerezh ar Gournamant gall.

Goursez Breizh a sav a enep fallaenn ar gouarnamant war ar surentez, blaz ha c’hwez ar ouennelouriezh warni. Klask a ra hor renerien e giz se kuzhat an trabasoù a zo ouzh o c’hrignat ha c’hwitadenn o folitikerezh sokial hag ekonomikel. Gelver a ra ar C’hoursez da gemer perzh er manifestadegoù aozet gant Kevre Gwirioù Mabden d’ar 4 a viz gwengolo da skouer.

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Hebarc’h Dileuridi a Gembre, a Gernev Veur, Breudeur ha C’hoarezed, Mignoned ker.

Degemer mat a lavaran deoc’h holl war an dachenn-mañ hiziv lec’h m’emaomp o lidañ hor C’hoursez Digor a zo lakaet er bloaz-mañ dindan paeroniezh Yann ar Fusteg, Lemenik e anv Drouiz Meur.

Kant vloaz zo e yee hennezh d’an Anaon. Kentañ Drouiz Meur a Vreizh e oa. Lakaet en doa hor C’hoursez d’ober he c’hammedoù kentañ dindan an Heol, Lagad an Deiz.

Lemenik en doa doujañs da gement a oa bet skrivet er Barzhaz gant Iolo Morganwg, diazezer ar C’hoursez e Breizh Veur. Kavout a rae dezhañ e teue ar mennozhioù displeget gant Iolo eus amzervezh ar Gelted kozh.

Un den awenet gant deskoni tri c’helc’h ar vuhez, e oa eñ. Evitañ e oa ar bed a bezh, an hollved, soubet ouzhpenn en ur mor-spered hag a yee d’ober an danvez anezhañ. War roudoù tud e giz John Toland e kerzhe eta davet ur brederouriezh a zo bet graet an hollzoueelouriezh anezhi.

Setu boulc’het gant hon Drouiz Meur kentañ un hent o kas d’ar preder, d’an enklask, d’ar speredelouriezh.

War an hent-se emaomp c’hoazh hiziv an deiz hep disoñjal kement a vag hor spered hag hon enklask war dachenn hor sevenadur. Gant an Drouized a vremañ eta ez eus bet roet d’hor bobl he c’han hag he banniel, d.l.e arouezhioù heverk eus he broadelelezh.

Kendalc’homp neuze, tudoù, n’omp ket degouezhet c’hoazh e penn an hent pell alese zoken gant ar reform danjerus kinniget en amzer a vremañ gant ar Gouarnamant.

War zigarez arboellañ moneiz ha gounit efedusted o deus hor renerien lakaet en o fennoù cheñch ar mod da votiñ evit ar guzulierien koulz war dachenn an departamant ha war hini ar rannvro.

Daoust hag e oa an dra pouezusañ d’ober pa chom ar Stad hep lavaret sklaer ha fraezh penaos e vo kresket barregezhioù ha galloudoù ar rannvroioù da zigentañ-penn ?

E Bro Spagn , e Breizh Veur, e Bro Alamagn, en holl broioù bras demokratel Europa pe dost, ez eus bet roet kalz muioc’h a bouez d’ar Rannvroioù. 1,1 miliard a euro a ya d’ober budjed rannvro ranngouilh Breizh, 32 miliard hini Bro Skos!

Elec’h reiñ an tu d’ar rannvroiou da vezañ mestr war o arc’hant, he deus ar Stad divizet dispenn an taos-micher a yee betekhenn e chakod ar c’humuniezhioù-lec’h. Ar Stad evel e amzer ar Rouaned, a zibabo pegement dre gras e roio d’he sujidi.

Gwashoc’h c’hoazh e faote d’ar Stad lemel da vat ar « œvarregezh hollek », d.l.e ar galloud d’ober war dro meur a dra war dachenn ar bolitikerezh. Dre chañs en deus ar Senat gall lakaet anezhi da dalvezout endro. Met petra e teuio kement se da vezañ e fin ar gont, den ne oar hiziv an deiz !

Profañ a ra ivez al lezenn nevez d’ar c’herioù bras ar gwir da gevezañ gant ar rannvroioù war gement tachenn zo tout ! Klaoustre vo diskleriet ur wech c’hoazh ar brezel bras etre Naoned ha Roazhon hag e mod-se vo aet ar moc’h da redek ! Rannañ evit renañ ! Achu an digreizennañ ha krog an adkreizennañ !

Kaoz a zo ivez eus cheñch ar mod da zilenn ar guzulierien a zeuio da vezañ kuzulierien « tiriadel » votet evito er c’hantonioù. An niver anezho a vo divizet gant ar Stad hec’h unan hep derc’hel kont eus an niver a dud ma vo ar guzulierien-se dileuridi anezho ! Urzh ar Roue ur wech ouzhpenn !

Da geñver an dilennadegoù-rannvro diwezhañ, n’o deus ket listennoù ar Gouarnamant graet kalz a verzh! Daoust hag eñ e klaskfe hennezh hen talvezout d’ar rannvroioù ?

Daoust hag ur Rannvro ne vije ket muioc’h eget ur c’hozh bern kantonioù lakaet e giz moc’h ha marc’h er c’hraou da vagañ ar memez laou ? Beuziñ Ker Iz evit ma flotfe Pariz ?

Rannet dre an hanter e vo niver ar guzulierien nevez ha ne vo ket kaset an dilenn da benn en ur zoujañ d’ur c’henfeur. Meur a gevredigezh o stourm evit gwirioù ar merc’hed o deus lakaet ar biz war ar fed-mañ: dont a raio kenfeur ar maouezed da zigreskiñ un tamm mat, posubl eo ne chomje nemet seitek dre gant anezho elec’h eizh dre gant ha daou-ugent en deiz a hiziv.

Dija emañ ar Stad c’hall er pempved plas ha tri ugent er bed a bezh hag en naontekved plas en Europa evit pezh a sell ouzh niver ar maouezed o kadoriañ ebarzh ar c’hamproù-lezennat. Bro C’hall a zo evit gwir mammvro gwirioù ar bared, pedavare ov hi bro ar barded ? Talibaned ar Republik a chom don o levezon war ar speredoù. Met kement se a benn ar fin a ra parti eus identelezh Bro-C’hall, neketa ?

Poent bras eo d’ar Rannvro komz a vouezh uhel amañ met en estrenvro ivez. Ledanaat tachenn renañ Breizh a zo un dra ret hag ur spi evit an amzer-mañ hag an amzer da zont. Anvet ‘z eus bet un isprezidantez e karg eus yezhoù Breizh. Un dra vat eo. Spi hon eus e vo pourchaset dezhi peadra da gas he c’hefridi da benn. Chañs vat en he labour a hetomp dezhi.

Ar c’hentañ eus ar Vretoned eo Prezidant ar C’huzul Rannvro dre m’eo bet dilennet gant ar bobl. Pouez a zo en e gomzoù neuze. Ra kredo digeriñ e veg a enep Paris mar deo ret !

Bevet Breizh, bevet Pobl Breizh, bevet hor Goursezoù !

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.

Hebarc’h dileuridi a Gembre, a Gerne Veur, Breudeur ha c’hoarezed, mignoned,

Dek vloavezh ha kant a zo aet hebiv deomp abaoe m’eo bet degemeret ar Vretoned e Kerdiz gant Hwfa Mon, arc’hdrouiz Goursez Kembre. Pa laran degemeret ez eo eveljust degemeret evel Breudeur evel izili eus ar C’hoursez, hini Gembre d’ar mare se araok dezho dont da vezañ izili eus Goursez Breizh pa zivizas ar Vretoned sevel ur C’hoursez en tu mañ da Vor Breizh war patron hini Gembre.

War roudoù Kervarker bet en Abergafenny e 1838, e kerzhe ar re se, savet c’hoant dezho da lakaat ar Vretoned d’en em gaout asamblez a bep tu d’ar mor, da unaniñ tammoù ar c’hleze torret gant gwallzarvoudoù an Istor.

Pebezh pennad mat a hent a zo bet graet abaoe gant hor goursezou ! Lidet e oa bet bloaz paseet pevar ugentved bloavezh ha Goursez Kerne Veur. Lid arouezius « Priedelezh ar C’hleze » a vo azalek bremañ ul lid kreiz en diabarzh hor goursezoù pa vo graet evit ar wech kentañ e Kerne Veur ivez e miz Gwengolo a zeu.

Trugarez a laromp da Gembreiz ha da Hwfa Mon, « Priñs Arc’hdrouized an amzer dremenet, an amzer a vremañ hag an amzer da zont » evel ma oa bet graet anezhañ gant Charlez ar Gofig gwech all. Trugarez evit an anaoudegezh « Diolch i chi, Brodyr o Gymru, am eich nawddogaeth » “Mur ras dheugh-why, Breder Kernow, rak agas fydhians”

Er bloaz-mañ e lidomp ivez daou c’hantved bloavezh marv Thomas Paine, mignon Iolo Morgannwg, dihuner, krouer dispar ar C’hoursez. Thomas Paine a oa bet ganet e Thetford e Bro Saoz e 1737. Mont a reas da Amerika elec’h ma savas a du gant emrenerezh ha librentez ar vro a anvas eñ evit ar wech kentañ « the United States of America » Stadou unanet Amerika. E skrid “Common sense” embannet un nebeut miziou araok diskleriadur an emrenerezh e 1776 a reas berzh spontus hag a levezonas George Washington ha John Adams.

Deuet endro e Bro Saoz e saludas Thomas Paine an dispac’h e Bro-C’hall. Skrivañ a reas “The Rights of Man” Gwirioù Mabden e 1792. Kaout a rae dezhañ e talveze ar gwiriou se evit ar maouezed ivez. Degemeret e voe evel sitoian gall, dilennet evel kannad met nac’hañ a reas votiñ ar marv evit ar Roue. Neuze e voe lakaet en toull gant ar Spontourien dre ma oa ouzhpenn ginidig a Vro Saoz ha mignoned d’ar Jirondined.

En e levr “The Age of Reason” Oadvezh ar Gwir e savas a enep emzalc’h ar relijion kristen hag an istoriou spontus kontet e barzh ar Bibl a yae d’ber ur skouer dic’houest da lakaat ar garantez da renañ etre an dud. Doujañ a rae koulskoude da gredennoù an dud. Goulenn a rae ivez digant ar broioù digreskiñ o armeou eus dek dre gant ha pevar ugent evit ma c’hellfe ar bed bevañ e peoc’h. Tagañ reas ar sklavelezh ivez ha kement se ne voe ket prizet gant ar berc’henned vras, c’hellit krediñ ! Rak se e voe laosket a gostez gant Mirourien ar Stadou Unanet o doa aon rak e vennozioù. Kazi disonjet gant an holl e teuas da vezañ. Gant ar skiantour meur Thomas Edison e voe digaset endro da sonj an dud. Da gentañ peogwir e oa Paine un ijinour a faeson hag en doa ijinet ar c’houlaouenn o teviñ hep moged hag ar pont orjal.

Thomas Edison a anzavas ivez e oa Paine « prederour politikel brasañ” ar Stadoù Unanet. Barack Obama en deus meneget Thomas Paine en e brezegenn gentañ a Brezidant. Emichañs e teuio an den mat se da vezañ brudet a nevez, neuze !

En ul levr bihan embannet tri bloaz goude e varv en deus pledet Thomas Paine gant orin ar frañmasonnerezh hag a oa evitañ an Drouiziezh, relijion an heol hag an amzer diharzh. Bez e c’helle eveljust Thomas Paine komz diwar benn an Drouiziezh, mignon ma oa da Iolo Morgannwg diazezour ar Goursezoù.

Kontañ a ra alies ar C’hallaoued o deus krouet pep tra araok pobloù all ar bed. Abaoe o Dispac’h, hag a c’hoarvezas trizek vloaz warlerc’h hini ar Stadoù Unanet, e faot dezho kenteliañ ar bed a bezh e keñver Gwiriou Mabden.

O c’hredennoù republican a vefe hollvedel evel o yezh sañset ! Farsus eta p’o deus lakaet mistri vras ar Republik tud evel Paine en toullbac’h ! P’o deus argaset ar Jirondined hag a salude an Dispac’h e Breizh kurunennou deliou derv ganto war o fenn da zerc’hel sonj eus an Drouized kozh, moarvat !

Iolo Morgannwg a save ivez a du gant ar mennoziou dispac’hel. Kredin a rae dezhañ e oant mennoziou gouest da gas planedenn Mabden waraok.

Morse er penn kentañ tout n’eo bet ar mennoziou republican gall hollvedel. N’eo ket bet nullet ar sklavelezh gant ar Republik araok 1848 ! N’eo ket bet roet ar gwir da votiñ d’ar maouezed araok ar bloavezh 1944 !

Ha kenderc’hel a ra bagadoù beleien republikan’zo da avieliñ o spered hollvedel d’ar poblou bihan er C’hwec’hkogn en ur leuskel ar maouezed da chom e porched o iliz benniget.

Breudeur ha c’hoarezed n’hon eus kentel ebet da gaout digant an dud se ! N’omp ket da vezañ kenteliet gant ar re n’o deus gouezet nemet sankañ tud du war gador ur sekretour stad disterig evel un digarez da reiñ deomp da grediñ e vefent digor o spered Un aluzenn ha tra ken ! Restachoù rukunus ar c’holonialism dismegañsus ! Evel er Stadoù Unanet er bloaz-mañ hon eus ni e Breizh dilennet bloavezhiou’zo dija un den du evel maer. Ha paz dre ma oa du just awalc’h met dre ma oa gouest !

Dalc’homp d’an hent mat, an hini a gas ac’hanomp d’en em gaouet gant holl poblou ar bed, bras pe vihan ! N’eo ket achu an Dispac’h tamm ebet keit ma c’hello unan bennak lavaret eo euc’h d’e nesañ abalamour d’e liv pe d’e yezh.

Commentaires

Trackback

Les commentaires sont fermés.