Hebarc’h dileuridi a Gembre, Hebarc’h Barzhez Veur ha dileuridi a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl war an dachenn-maň en deiz a hiziv. Fellout a rafe din da gentaň saludiň hor mignonez ha c’hoar eus ar C’hoursez, Mona Bras hag a zo ivez, vel ma oar an holl un ezel oberiant eus Kuzul Rannvro Breizh. Me garfe trugarekaat anezhi evit an enor skuillet warnomp gant pennadurezhioù uhel ar C’huzul.

Fellout a ra deomp ivez saludiň Christine James an Arc’hdrouizez da zont rak evit ar wech kentaň ez eus bet dilennet ur vaouez e penn Goursez Kembre. An dra se a ziskouezh ur wech ouzhpenn eo digor kement karg da bep hini en hor Goursezoù diouzh an dellid ha paz diouzh ar reizh. Goulenn a ran digant hor mignonez Mererid digas da Gristine James hor gwellaň hetoù a berzh Goursez Breizh.

Pour ha trinchin a zo reiň d’ar bloavez tremenet abaoe ar C’hoursez diwezhaň.

Pour hep mar ebet p’hon eus gwelet e oa bet degemeret ar festoù noz gant an UNESCO evel glad sevenadurel dizanvezel an denelezh. Eus an estrenvro e teu ar vrud vat-se. Un trec’h eo bet keloù an anaoudegezh-maň evit an holl re a stourm diehan evit sevenadur Breizh. Anavezet eo Pobl Vreizh e gwirionez war an dachenn etrevroadel tra ma ‘z eo dianavezet koulskoude en he bro dezhi hec’h unan o vezaň m’emaň hor pobl e goulou bezaňs nemetaň ar bobl c’hall. Sonjal a ran en un den hag a zo bet ur mestr dispar evidon, da lavaret eo Loeiz Roparz. Gant hennezh’vat ‘z eus bet roet laňs d’ar festoù noz war lerc’h ar brezel. Saludiň a ran hiziv gant grad vat un touller-hent, un den trec’h gant nerzh ar galon hag gant feiz en e bobl hag en e vro.

Pour hon eus da reiň c’hoazh p’hon eus gouezet e oa aet ar maout gant ar gevredigezh pointbzh skoazellet gant Rannvro Breizh. Bez’ e c’hello neuze ar Vretoned diskouezh splann o idantelezh en ur c’houlenn kaout ur chomlec’h ebostel gant teir lizherenn tennet eus anv o bro. Un dra vat hag a gas waraok ar c’hoant da vezaň anavezet evel pobl. Dont a raio ar gwir ganeomp, tudoù.

Ar C’hoursez a zo lorc’h enni hec’h unan o welet e talc’h da vont pelloc’h ar stourm kroget ganti evit reiň da Vreizh arouezioù eus hec’h idantelezh. Eus renkoù ar C’hoursez e teu ar banniel Gwenn ha Du ha Bro Gozh Ma Zadoù ur c’han oc’h ober tamm ha tamm muioc’h a verzh.koulz ha troïdigezh kentaň an Internasional. « Hor pobl a vo trec’h un deiz» evel ma vez kanet a wechoù.

Trinchin avat a zo ivez da reiň. François Hollande pa oa danvez-prezidant, en doa embannet e vije bet kadarnaet Karta Europa ar Yezhoù Rannvro. Mennad c’hwec’h hag hanterkant eus e brogram e oa kement-se ! Met peogwir e ranker cheňch Lezenn-Veur ar Stad, e ya bremaň ar Prezidant dilennet war e gil ! Dindan gwask ur strollad tud na weler morse er straedoù o tibunaň, tud ne’n em ziskouezhont ket.

Tud n’eus skoazell ebet dezho aberzh ar bobl. Tud ha n’int ket gouest nemet da vont d’al lezvarn evit lakaat da gondaoniň kement tra a sav a enep d’o sorc’henn strizh eus ar Republik.

Sevel a reont zoken a enep ul lezenn votet gant tud hag a zo bet dilennet gant ar bobl. N’eo ket bet nullet gwir an noblaňsoù gant an Dispac’h Bras : deut eo ar gwir divin da vezaň ar gwir jakobin.

Un dra a fell deomp lavaret d’ar Prezidant : seulvui ma vez kerse d’ar bobl abalamour d’ar promesaoù dilezet gant an hini zo aet ebarzh, seulvui e vez kollet fiziaňs e diazezoù ha reolennou an Demokratelezh.

Rebarbiň en ur chom hep mont da votiň pe en ur votiň evit tuioù eus ar penn pellaň a lak ar Republik gwirion en arvar. Ar Republik-se a gomzomp-ni diwar he fenn a zo disheňvel un tamm mat diouzh ar Republik sorc’hennet gant kroazidi ar Preder digemm ha sonnet.

Ar Republik-se a zo marvet eviti miliadoù a dud eeun ha dister a hed an istor. O tifenn edont an hevoud, an Demokratelezh hag ar Frankiz ne vern katekiz integristed ha fondamantalisted ar Republik.

E Breizh warlene eo bet dilennet deputeed strollad ar Prezidant gant un dregantad bras a vouezhioù. An holl parlantourien se o deus goulennet e vefe doujet d’ar bromesa C’hwec’h hag hanterkant gant ar Gouarnamant.

Savet eo kuzul Rannvro Breizh a du ivez gant ar mennad-se.
Kuzulioù-ker, kevredigezhioù, sitoyaned a zo bet savet o mouezh ganto da c’houlenn ivez ma vefe roet ur statud a faeson d’hor yezhoù.

Laoskel a ra ivez ar C’hoursez he mouezh da vale asamblez gant nerzhioù demokratel Breizh : ra glevo ar Prezidant Hollande mouezh hor bro ha ra zeuio amaň da gemenn deomp holl eo poent bras cheňch da vat penn d’ar vazh.

Kaset e vezo skrid ar brezegenn maň asamblez gant ul lizher d’ar Prezidant Hollande.

Ra vo trec’h an Demokratelezh !