Hebarc’h dileuridi a Gembre, a Gerne Veur, Breudeur ha C’hoarezed, mignoned ha mignonezed. degemer mat d’an holl war an dachenn-maň en deiz a hiziv. Fellout a rafe din da gentaň iskuziň an Intron Lena Louarn, Is-prezidantez Kuzul Rannvro Breizh he deus kemennet deomp ne c’helle ket bezaň hiziv ganeomp-ni, dalc’het m’eo en ul lec’h-all gant dleadoù he c’harg.

Saludiň a garfen ivez unan ha n’emaň ket amaň ha e vo kaoz anezhaň ganin : Prezidant kozh Rannvro Breizh an hini eo, an aotrou Yann Erwan An Drian m’eo bet anzavet koulskoude an dellezoù anezhaň gant pennoù bras nevez Bro-C’hall pa’z eo bet anvet da vinistr nevez’zo. Keuz am eus un tamm evit Breizh, pa laran deoc’h, rak evit ar wech kentaň e istor ensavadurioù ar rannvro , o deus kalz a Vretoned, me en o mesk da vihannaň, santet e oa unan a benn ar fin o sturiaň ar vag. Hetiň a ran a vouezh uhel e chomo bepred ur Breizhad gwirion, un den a spered digor hag a gendalc’ho da stourm evit e vro c’hinidig. Chaňs vat dezhaň en e garg nevez ha chaňs vat ivez d’an aotrou Pierrick Massiot, ar Prezidant nevez na c’hell ket bezaň ganeomp hiziv. Digarezet eo eveljust.

Plijadur non eus ivez o tegemer hiziv ivez, paotred ha merc’hed o plantaň tan, startijenn hag imor vat e bed ar sonerezh e Breizh. Eus ar Skarzherien Peulvanoù a fell din komz. Tro hor bo da gontaň kaoz asamblez da welet hag-eň e c’hellomp reiň muioc’h a don c’hoazh d’an hengoun. Degemer mat, tudoù ha bec’h deï !

Ur bloavezh heverk eo hemaň.

Heverk da gentaň pa’ z eus bet ur cheňchamant e penn republik Bro C’hall. Ne sell ket kement se war eeun ouzh ar C’hoursez rak ne savomp ket a-du gant un tu pe egile. N’omp ket ur strollad politikel ha ne aliomp den ebet war an dachenn-se.

Memes tra e c’heller merzout ur fed hag a dalvez ar boan bezaň meneget.

Pa ‘ z eo deut e Kemper François Hollande, paotr ar Strollad Sokialour, etre an div droad da zilenn ar Prezidant, en-deus hemaň embannet penaos en doa graet e gonchoù ha ma oa degouezhet er penn kentaň d’ar redadeg e oa a drugarez d’ar Vretoned. An hevelep prederi eveljust a c’hell bezaň lakaet war wel gant pep hini diwar benn an eil troad pa z’eo aet da vat François Hollande e barzh.

Un dra’zo sur, tudoù : an hini a zo bet skarzhet warlerc’h bezaň graet fae e meur a geňver war ar Vretoned epad pemp bloaz, n’ouzomp ket atav en deiz a hiziv abalamour da betra, hennezh a zo bet digaset dezhaň an dorzh d’ar ger ganto en un doare splann, net ha pizh, krak ha krenn ! Dav vo neuze d’ar bolitikourien prederiaň meur a wech araok laňgachat hor bobl, ma fell dezho bezaň dilennet d’an nebeutaň !

Gortoz a ra bremaň ar C’hoursez evel ar Vretoned ma vo dalc’het d’e her gant ar Prezidant nevez, d.l.e ma vo kadarnaet Karta ar Yezhoù-Rannvro ha kaset da benn un abadenn digreizennaň ouzhpenn gant galloudoù pouezusoc’h roet d’ar Rannvroioù da geňver ar foňsaň-arc’hant d’an embregerezhioù, an tailhoù-lec’h ha kiriegezh nevez war an dachenn se. Da ziwall’ zo eveljust. Michaňs ne vo ket Yann pell diouzh e gazeg !

P’emaomp ganti hon eus ni gwelet gant plijadur ar strolladoù politikel nemet hini Marine Le Pen, o plantaň bruzunadoù brezhoneg en o follennoù-brudaň zoken mignoned Jean Luc Mélenchon.

Hennezh a ra ur sektenn eus ar skolioù Diwan hag a embann n’eus ket ur yezh wirion eus ar brezhoneg nemet peder rannyezh ha n’ouzon ket c’hoazh peseurt randonerezh !

E vignoned, brezhonegerien a faeson en o zouez, m’o defe c’hoant rastellat muioc’h a vouezhioù du-maň e vo start dezho, en despet d’o bolontez vat, desachaň ar begou lipous gant seurt pouloudennoù en o zoaz-krampoezh politikel. Daoust ha klevet e vint a benn ar fin gant o rener muiaň karet ?

Ur bloavezh heverk ez eo bet ivez a drugarez d’ar Redadeg 2012 evit ar Brezhoneg. Berzh he deus graet an darvoudenn hag izili ar C’hoursez o deus kemeret perzh evel boas.

Ur bloavezh heverk eo c’hoazh dre m’he deus ar C’hoursez skoulmet liammoù da geňver Gouel Erwan gant tud ar gwin e Breizh. Tud a galon, Bretoned lorc’hus hag emichaňs e c’hellimp kenlabourat evit mat hor bro.

Ur bloavezh heverk ivez evidomp-ni atav dre ma ‘z eus bet sevenet un dezenn gant ur studier e Skol Veur Brest a zivout Gwenc’hlan ar Skoezeg, hor pempved Drouiz Meur ha kement en deus eň degaset d’an Drouiziezh, d’ar C’hoursez ha da Vreizh. Un notenn dreist en deus bet an Aotrou Gregory Moigne digant e gelennerien evit e labour sirius hag a ziskouezh un dra a bouez evidomp ni : un danvez dellezek eo ar C’hoursez eus ul labour skiantel, skolveuriek.

Anaoudegezh vat ivez e keňver labour Gwenc’hlan evit e vro hag an hengoun anezhi. Gant lorc’h e saludomp ar sal nevez a vo digoret e Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek e Skol Veur Brest. Eno e vo kavet levraoueg Gwenc’hlan hag an holl deňzorioù legadet gant e wreg Bernadette Le Huche-Ar Skoezeg. Bez’e c’hello neuze an holl mont dezho ha tennaň o mad anezho. Me zo sur eo gwenn e ved gant Gwenc’hlan o welout kement se.

Neventi vat d’ar Vretoned ! Ra chomoc’h holl yac’h ha prest da vont waraok !Bevet hor Goursezoù ! Bevet Keltia ! Bevet Breizh !