Karout a rafen saludiň amaň hiziv Archdrouizez Kembre Christine James hon eus bet an enor bras da zegemer e Goursez Breizh daou vloaz zo bremaň, saludiň ivez pobloù Keltia hag o dileuridi. Diolch yn fawr am eich croeso !

Stourmerien sevenadur hag identelezh Breizh a zo aet ar maout ganto abaoe ar bloaz tremenet e keňver daou boent arouezius
da gentaň ez eo bet anavezet ar festoù-noz gant an UNESCO evel glad sevenadurel dizanvezel an denelezh. Ar fest noz zo bet adlaňset war lerc’h ar brezel bed diwezhaň ha deut eo da vezaň bremaň ur merk anat eus personelezh pobl Vreizh. Un dra a bouez eo anaoudegezh an UNESCO, a gav deomp peogwir ez eo evelse war an dachenn etrevroadel anzavet pobl Vreizh hag ivez ar perzh degaset ganti da familh vras an denelezh. N’eo ket siwazh memes tra en he bro dezhi hec’h unan rak emaň atav e goulou bezaňs nemetaň ar bobl c’hall. Republik Bro-C’hall ne c’hell ket pe ne fell ket dezhi kentoc’h anzav ez eus pobloù all o vont d’ober pobl c’hall.

Un eil paz waraok eo bet trec’h stourm ar gevredigezh pointbzh skoazellet gant Rannvro Breizh. Goulenn a rae ar Vretoned ma vefent bet gouest da gaout chomlec’hioù ebostel gant bzh, lizherennoù tennet eus Breizh anv hor bro a vez gwelet muioc’h mui war hor c’hirri-tan. Bez’ e c’hello neuze ar Vretoned diskouezh splann o identelez dirak ar bed a bezh. Un dra vat hag a gas waraok ar c’hoant da vezaň anavezet evel pobl.

Ne c’hellan ket menegiň amaň an holl dud hag a stourm bemdeiz evit sevenadur hor bro dre o fluenn, o mouezh, o barregezh war dachenn an arzoù, ar sonerezh, ar bolitikerezh met saludiň a ran o c’halonegezh diblegus evel Drouiz Meur Goursez Breizh.

Stourm ar pobloù keltiek all zo bet atav ur skouer frealzus evidomp-ni, Breizhiz, ha ra gendalc’ho hor breudeuriezh da virviken !

Keuz hon eus koulskoude n’eo ket bet doujet d’e bromesa niverenn c’hwec’h hag hanterkant gant ar Prezidant Hollande ; kadarnaat Karta Europa ar Yezhoù Rannvro. Ret eo kemm lezenn veur ar Stad c’hall evit ma vefe posubl hen ober. Pevar ministr ginidig a Vreizh a zo er gouarnamant hiziv. Ur c’hannad breizhat warnugent a zo er Parlamant, an holl a du evit ma vefe kadarnaet ar Garta. Kuzul rannvro Breizh a ro e vouezh da glevet ivez. Kelaouennoù Bro C’hall a gomz eus ur « Breizh Power ». Spi hon eus e teuio a-benn ar galloud-se asamblez gant sitoyaned hor bro da cheňch penn d’ar vazh !

Hir oes i heddwch rhwng y Cymry a’r Llydawyr !
Hir oes i gyfeillgarwch a brawdoliaeth yr holl bobloedd celtaidd!
Hir oes i frawdgarwch a heddwch y byd i gyd!