D’an 12 a viz Gouhere e vo lidet en ostaliri ar C’hleuzioù en Arzhanoù (Penn-ar-Bed) 110vet bloavezh ar C’hoursez, Breudeuriezh Drouizien Barzhed hag Ovizien eus Breizh, asambles gant dileuridi Kembre ha Kernev-Veur adal 11 eur vintin.

Un digarez e vo da ober brud d’an Arc’hdrouiz a Gembre Hwfa Môn ha da dThomas Paines. Anavezet eo bet ar C’hoursez e miz Gouhere 1899 gant Ac’hdrouiz Kembre, Hwfa Môn (da zistagañ Houva Monn). Lennet e vo d’an 12 a viz Gouhere e-diabarzh kelc’h ar C’hoursez ur varzhoneg bet skrivet gantañ. Abaoe 1899 e vez lidet Unaniezh ar C’hleze da ziskouez al liammoù adkavet etre ar pobloù keltiek a bep tu da Vor Breizh, e-kerzh ar C’hoursez Digor, lid foran a vez dalc’het bep bloaz. E kreizig-kreiz liderezh ar Goursezoù e vo ar bloaz-mañ dre ma vo lidet e Kernev-Veur evit ar wech kentañ ivez. Gant al lid-se, savet diwar menoz ar barzh Lamartine, e vez diskouezet strivoù ar Goursezoù a-benn sevel un Europ unanet hag e peoc’h. War an dro e vo ivez daou c’hant vloaz marv Thomas Paine (1737-1809), ur gwir « sitoaien ar bed » ma’z eus (sitoaien saoz, amerikan ha gall eo bet !) Mignon d’an Dispac’h gall, skrivet en doa Paine « the Rights of Man » (Gwirioù Mab-Den) evit respont d’ar virourien vreizhveuriat, a oa bet embannet e 1792. Abegus ouzh ar roueelouriezh vreizhveuriat, rediet e oa bet da vont d’an harlu er Stadoù-Unanet e-lec’h ma souteno an Insurgents gant ur flemmskrid brudet a roio nerzh da Washington, Benjamin Rush ha John Adams. Distroet e 1787 e bro Saoz e yeas da vro C’hall evit souten ar Republik. Anvet sitoaien gall d’ar 24 a viz Eost 1792, dilennet e oa bet kannad departamant ar Pas-de-Calais er Goñvañsion d’ar 6 a viz Gwengolo 1792. Lakaet en toull-bac’h da vare ar Spont, rebechet e oa bet outañ a vezañ eus tu ar Jirondined ha bezañ saoz a-orin. Er Stadoù-Unanet e oa aet goude da vevañ betek fin e vuhez. Keneil Iolo Morgannwg a voe savet gantañ Goursez Kembre e 1792, anavezout a rae Paine an drouizelezh a oa evitañ orin gwirion ar Frañkvasonerezh. En e levr a oa bet embannet diwar-benn an dra-se goude e varv e tiskouez bezañ komprenet, a-raok kement hini, an dalvoudegezh hollvedel a zo gant an drouizelezh. En e brezegenn digeriñ en deus graet Barack Obama anv eus Thomas Paine a voe unan eus diazezerien an Amerik, ijinet gantañ an anv « Stadoù Unanet » hag ur stourmer entanet a-enep d’ar sklavelezh. N’eus bet heklev ebet da 200 vloaz e varv er mediaoù breizhveuriat, evel m’en diskouezas ar gelaouenn bemdeziek The Guardian d’an 9 a viz Mezheven 2009. Ne hañval ar Frañs bezañ mennet da ober gwelloc’h. Gant Goursez Breizh e vo divanket an dra zipitus-mañ d’an 12 a viz Gouehere en Arzhanoù.