Er bloaz-man e vez lidet dek ha tri-ugentved deiz-ha-bloaz dieubidigezh Breizh eus yev an naziegezh.
Karout a rafen trugarekaat aman Gorsedd Beirdd Ynys Prydain evit ar skoazell roet d’ar brizonidi vreizhat warlerc’h ar brezel. Gorsedd Beirdd Ynys Prydain a santas mat penaos Taldir, Drouiz Meur Goursez Breizh ha stourmerien all a oa bet lakaet en toull en un doare direizh. Mont a reas e darempred gant kannaded Kembre e Breujou Breizh-Veur, gant Kannati Bro-C’hall, gant Ministr ar Reizh e Bro-C’hall. Kaset endro gant Kuzul an Eisteddfod hag an Arc’hdrouiz Crwys, Y Parchedig William Williams, e c’hellas ur stropad dileuridi a Gembre dont da vizitan an emsaverien en toull-bac’h. En o rentan-kont hag a reas « evel ur maen pa gouezh en ur poull-raned » hervezh Taldir, e lavaront e oa bet tamallet lod e gaou hag e c’houlennjont un distaoliadeg evito ha ma voe adsavet Goursez Breizh. Gouzout a ouzomp ivez e voe profet un ambulans da ospital Sant Nazer gant ker Kerdiz. Diolch yn fawr i’r Orsedd ac i bobl Cymru !

Trugarez a laran ivez da Gorsedh Berdh Kernow evit an degemer mat-eston roet epad ar brezel d’ar Vretoned harluet e Breizh-Veur. Dindan paeroniezh ar gevredigezh « The Friends of Brittany » (Mignoned Breizh) renet gant an Aotrou George Hunter Doble, Gwas Gwendron e anv-barzh, e oa bet sikouret ivez emzivaded hag intanvezed an dud lazhet dindan aloubidigezh an Almanted. Lidet e voe ar vreudeuriezh etre hon div vro war an ton bras e Penzans d’ar bemp a viz Gwengolo 1942 gant ar Cornish Breton Committee leviet gant an aotrou Scobel-Armstrong. Gouzout a reomp ouzhpenn labour a bouez Gwas Gwendron, ur mignon gwirion eus Breizh hag he fobl, evit yezh ha sevenadur Kerne Veur. Trugarez e anv Pobl Vreizh da Gorsedh Berdh Kernow. Meur ras dhe’n bobel ha dhe’n Orsedh Berdh Kernow !

Saludin a ran ivez gant doujans ha from an ugent bennak a izili ar C’hoursez a stourmas evit ar Frankiz hag an Demokratelezh hag dreist-holl en o zouez ar re a roas o buhez evito : Fanch Stephan, Alc’hweder Kreisker, bet fuzuilhet d’ar 6 a viz Gouere 1944 e Brest, Adrien Delavigne, marvet d’an 19 a viz genver 1945 e kamp-bac’h Mauthausen, Pierre Ropert, kaset da Dora da gentan, da Bergen-Belsen da c’houde, devet bev en ur c’hranj gant an SSed e Gardelegen, Louis Aubert, marv e Kamp Bac’h Neuengamme e miz mae 1945, Loeiz an Dall, barzh Rouzig ar Menhir, reseour bras an tailhou, harluet dindan evezh diouzh Landerne gant gouarnamant Vichy e Rostren abalamour m’en doa en em lakaet a-du gant ar Saozon. Eno e varvas gant an nec’hamant d’an 2 a viz c’hwevrer 1944.