Bep c’hwec’h vloaz e Lokorn e vez lidet an Droveni vras. Stag eo an orin anezhi ouzh lidoù kozh-Noe, ken kozh da vihanan ha nevez-oadvezh ar maen peogwir e kaver war an hent ur maen bras a vez graet ar Gazeg Vaen anezhan.

War lerc’h labourioù Josef Loth e doug ar bloavezhioù ugent ha re Donasian Laorent eus Kreizenn an Enklask breizhek ha keltiek, e vez anzavet ar bale-se a dreuz maezioù ar Porze evel ur daolenn eus deiziadur kozh ar Gelted sevenet ha peurreizhet evel ma ouzer gant an Drouized.

Koat Nevet eo anv ur c’hoad en dro war dro. Derc’hel a ra an anv se da nemeton, d.l.e santual an Drouized. En despet d’ar gristeniezh e vez lidet c’hoazh lidoù strujusted gant ar maouezed.
Dispar penaos ez eus bet dalc’het d’al lid-se gant pobl Vreizh a hed ar c’hantvedoù.

Kavout a ra da z-Donasian Laurent e vefe chomet bev al lid abalamour m’eo bet kristennet . Kentoc’h e kav deomp ez eo abalamour n’eo ket deut a-benn an Iliz d’e zisgwrizhiennan, setu ez eus bet ledet warnan ganti ur vantell gristen.

Keben o stourm er vojenn a enep Ronan da zifenn ar c’hredennoù kozh a zo arouez an enebiezh se ouzh al lezenn gristen. Trec’h eo bet bolontez start tud ar Porze a benn ar fin.

Fellout a ra d’ar C’hoursez lakaat da badout al legadenn brizius-se a berzh an Drouized kozh .
Doujan a ra da birc’hirinded ar Gristenien eveljust, dieub pep hini da welet an traoù e doare pe zoare. Kavout a ra ar frankiz ur plas a feson en Droveni zoken. Bez’e c’hell pep hini hec’h ober evel ma kar, e unan pe a-stroll, diouzh an deiz koulz ha diouzh an noz, en ur gemer penn an hent e lec’h m’en deus c’hoant gant ma vo echuet gantan ar valeadenn er memes lec’h.

Ne c’hell den ebet kuriuzin e spered pe e kalon ar re a lak o c’hammedoù war roudoù ar rummadoù tud eus an amzer wechall.

Ur valeadenn hag ul lid a vo graet gant ar C’hoursez en he fart eveljust.Doujan a reomp evel dalc’hmat d’ar c’hredennoù all ha da dud ar Porze. Ar frankiz meneget ganeomp uheloc’h a c’houlenn habaskter digant an holl .

Evel reoù all emaomp war glask an Neved, o veajin ennomp hon unan hag en tu all deomp hon unan, unanet gant an Douar hag an Elfennoù. Un hent divin a vo diskoachet gant lod ouzhpenn. Un Droveni vat a hetan e 2013 d’an holl avat !