Hebarc’h Dileuridi a Gembre, a Gernev Veur, Breudeur ha C’hoarezed, Mignoned ker.

 Degemer mat a lavaran deoc’h holl war an dachenn-mañ hiziv.

 Div wech c’hoazh hon eus bet tro er bloaz-mañ da lenn pe da glevet komzoù disprizus diwar benn ar Vretoned.

 E miz meurzh e oa tamallet da zaou stourmer dirak lezvarn galv Roazhon bezañ livet ur panel e Nozieg da skrivañ warnañ e oa departamant Liger Atlantel ul lodenn eus Breizh.

 Goulennet o doa digant ur mignon dont da vezañ test eus o brud vat. Hennezh a faote dezhañ touiñ e brezhoneg pa’z eo ar yezh-se gantañ war ar pemdez.

 An aotrou Pierre Dillange, ur barner anezhañ e karg eus ar prosez, a embannas krak ha berr « je ne comprends pas votre baragouin » ! Nac’hañ’reas neuze ‘ yafe pelloc’h an den-test gant e gomzoù.

 Ar brezhoneg evel ar yezhoù rannvro all a zo bet enskrivet ez eus anezhañ e Bonreizh Bro C’hall. Kement-se n’eo ket kalzig a dra sur awalc’h.

Koulskoude dre ma’z eo ar Vonreizh lezenn uhellañ Bro C’hall ha dre ma vez ur barner e karg da zoujañ ha da lakaat ar sitoyaned all da zoujañ d’al lezenn e tlefe ar barner se rein ar skouer vat, kea ? Al lezenn c’hall a zo da gentañ ul lezenn c’hallek’vat ! Netra nevez dindan an oabl e Bro Frañs nemet ar fae war ar Vretoned ur wech c’hoazh !

 E miz ebrel e voe ar ganerez Nolwenn Ar Roue an hini voe taget abalamour d’he lignez a Vreizh en ur gelaouenn eus an tu kleiz war ‘vez lavaret. Hervezh speredoù uhel Bro C’hall, ne c’hell ur Breizhad pe ur Vreizhadez bezañ nemet ur Chouan warlerc’hiet ha gwez ha sevel a ra hor c’henvroïz a-du gant strollad Marine Le Pen sañset, zoken pa n’eo ket gwir-bater pa seller ouzh disoc’hoù ar votadegoù !

 Hon gourc’hemennoù c’hwekañ a gasomp da Nolwenn Ar Roue evit ar respont a faeson he deus hi graet d’an teod fall binimus a gunujenne anezhi.

 Aze’mañ an dalc’h, tudoù! Pobl Vreizh n’eus ket anezhi hervezh al lezenn. Daoust ha permetet eo ganti kunujenniñ ac’hanomp memes tra?

N’hon eus ket disonjet penaos e voe nac’het klevet ar c’hlemm douget gant Galv ar Vretoned evit an Demokratelez e miz Gouereñv 2006 a enep ur farouell eus Pariz a lakae ac’hanomp evit farsal, sañset, a renk gant ar moc’h hag a rae ac’hanomp ivez tud nammet o c’horfoù abalamour d’o ganedigezh e Breizh !

 E penn kentañ ar bloaz-mañ e miz genver oa bet kondaonet tud bet dispaket ganto en ur stad fobal ur giton hag a gunujenne tud Hanternoz Bro C’hall abalamour ma oa skrid ar giton se ur broud da gasaat tud all.

 Ur c’hammedig bihan tre waraok memes tra.

 E penn kentañ ar bloaz mañ ivez, e miz c’hwevrer, en doa divizet Prezidant Rannvro Breizh dougen klemm a enep ur gevredigezh ekologourien eus Pariz dre ma kave dezhañ e oa koulzad-brudañ ar gevredigezh se a enep ar bezhin glas oc’h ober gaou da skeudenn Breizh. N’ouzomp ket c’hoazh en deiz a hiziv hag eñ e tisoc’ho an traou war an tu mat, gwelet ‘vo.

 Skeudenn ar vro zo un dra a bouez a dra sur met enor ha gwirioù hor bobl a zeu deomp da gentañ penn ha dreist pep tra.

Setu e c’houlennomp groñs digant Prezidant ar Rannvro hag eñ ar c’hentañ eus ar Vretoned hag o dileuriad dirak an holl, da sevel e vouezh na petra’ta ! da zougen klemm ha da vezañ kevrenn-geodedel bewech ma vezo divrudet enor ha dellezegezh ar Vretoned. Bez ‘e c’hellfe mont an taol er c’hleuz’vat met un taol politikel e vo memes tra war hent an emskiant hag an doujañs dleet da gement ezel eus familh vras Mabden.

 Bevet Breizh, bevet ar Vretoned, bevet ar broioù keltiek,bevet hor Goursezoù !