Demat deoc’h,

Ho trugarekaat a ran evit ho koulennoù ouzh hol listennad Trawalc’h, Breizh Dizalc’h (Notre Chance, l’Indépendance).
Kerkent ha degemeret ganin fenoz, emaon o vont da respont deoc’h, pa ouzer ez eo anezho ar savboentoù unvan embannet gant tud hol listennad ha n’eo ket kement-mañ ma soñj din-me hepken.

Goulenn kentaň

Petra eo ho sonj da gas adunvanidigezh Breizh da benn ?

Harpañ kement intrudu a vez evit adunaniezh Breizh diouzh un tu met skoulmañ liammoù strishoc’h gant bed an armerzh, ar sevenadur ha kement tachenn zo e Breizh a-bezh, hep gortoz an disterañ tra digant Stad-C’hall.
Ne c’houlennimp tra digant Frañs, ne c’hortozimp ket disoc’hoù ur vouezhiadeg bennak pa ouzer e vez touellet an dud abaoe bloavezhioù dre ur propaganda diwar arc’hant o zailhoù, hogen sevel evit gwir war an dachenn gant ar strollegezhioù foran ne lavaromp ket. Skoulmañ darempredoù, lakaat 5 departamant Breizh en hor c’hehentiñ, gounid gallout e Liger-Atlantel, skoazellañ an embregerezhioù a embann bezañ e Breizh e Liger-Atlantel, kas war-raok sevenadur Breizh eno… pep tra gwirion zo mat d’ober.
Mont a ra adunvaniezh hor bro a-gevret gant he dieubidigezh en diwezh.

Eil goulenn

Petra vo ho politikerezh e keñver ar brezhoneg hag ar gallaoueg ?
Daoust ha miret e vo ganeoc’h Ofis ar Brezhoneg ?

Ezhomm zo eus Ofis ar Brezhoneg evit studiañ hol lec’hanvadurezh, kelaouiñ hag ambrougañ an dilennidi a zo vont pazenn ha pazenn war vrezhonekaat ho kumun, lakaat hor yezh war ar panelloù hag er vuhez foran dre vras.
Hogen, ouzhpenn da se ez eo ret goprañ tud, brezhonegerien pe gallaouegerien anezho, er melestradur. Ne goustfe ket keroc’h. Bevañ a ra ur yezh pa vez arvaret er vuhez pemdez. Kement-se zo bet kollet e Breizh, ar yezhoù a rank dont da vezañ re ar gevredigezh en-dro.
E kement skol zo e tleomp reiñ an tu d’an holl skolidi, skolajidi, liseidi ha studierien da zeskiñ hor yezh ha studial anezhi a-dost. Ur yalc’had arc’hant a harpo an embregerezhioù a fell dezho stummañ o implijidi. An ensavadurioù stummañ an oadourien a vefe skoazellet war un dro.

Trede goulenn

Daoust hag en ne zlefe ket ar Rannvro kaout ar gwir o pellaat ur gwir-all a benn ofisielaat yezhoù Breizh ?

Evit-se e rankfe ar Rannvro kaout ur budjed brasoc’h (hini kêr Roazhon an hini eo d’an ampoent) da vezañ efedus. Dre vont war-zu Breizh dizalc’h e krogo ar Stad da souzañ ha da leuskel un nebeud gwenneien eus hon tailhoù ha gounidoù dimp moarvat. Trawalc’h eo kaout ul listennad dizalc’hourien evit treiñ an holl strolladoù politikel gall e kostezennoù emrenerien endev ! Anat deoc’h koulskoude, n’hallimp lakaat ur gwir bolitikerezh yezh e pleustr nemet pa vo ur gwir vodad Breizh e penn hor bro dinask.

A galon ganeoc’h evit Breizh ha gourc’hemennoù evit spered hor bro a hadit abaoe degadoù a vloavezhioù.

Bertrand Deléon, Trawalc’h Breizh Dizalc’h.